Bretoned vat, me am eus c’hoant
Da ganan d’ec’h eur zonig koant
War gizio koz hon c’hendado,
Re dilezet herie ’n o bro.
Gwechall, en Breiz, e oa ar c’hiz
Da diski mad ar c’hatekiz ;
Kordan a re, ha pen-da-ben,
An obero hag ar greden.
Herie an de eo deut ar c’hiz
Da gazout prim hent an iliz,
Lezen Doue, a-vec’h disket,
Abred, gant kalz a ve ankouêt.
Gwechall en Breiz ne vije ket,
Eur wech an heol et da gousket,
Merched yaouank dre en hencho
O tistrei eus an ebato.
Ar vam herie ’oar ken krozal,
Pa zeu he merc’h en noz tenval ;
Ha koulskoude, tolet pled-mat,
E ve kailhar ouz he dilhad.
Gwechall en Breiz, ar yaouankiz
A ’n em wiske herve ar c’hiz ;
Mestr ha mevel, war ar steuden,
Gave danve o zoleten.
Ha herie ’n de nag a dudo
A weler difetet ’n hon bro !
Dispign a rer hep damanti
’Wit klask an tu da ’n em benti.
Gwechall en Breiz, an dud yaouank
’Chome ’n o bro ! Ne oa ket stank
Ar re ac’h e d’ar broio-pel ;
Holl e vewent en Breiz-Izel.
Breman, siouaz ! e tilezont
Tad, mam ha bro, ha divergont
’Trezek Paris, hanv ha gouanv,
E tiredont evel chas-klanv.
Gwechall en Breiz, n’ouvean ket
’Zo bet unan bennak marvet
Na gant an naon, na dilezet ;
He holl dud Breiz he deus maget.
Ha koulskoude er c’herio bras
Kalz a Vreiziz a varw, siouaz !
Dizorc’hennet eus a bep tu,
Paour ha debret gant an astu.
Gwechall en Breiz pep tiegez
A ’n em blije, ha bep nozvez,
O klewet len bue ar zent ;
Perak ’rer ken ’vel diagent ?
Diouz an noz koulz ha d’ar mintin,
Ar pedenno war an daoulin !
Doue dalc’hmad er pen kentan !
Perak ne zonjer ken Ennan ?
Gwechall en Breiz, a rum da rum,
Ar Vretoned ’devoa kustum
Da vont laouen d’an ofiso,
D’an oferen, d’ar gouspero.
’Kichen herie ar yaouankiz,
Kazet ganti hent an iliz,
Na glask, siouaz, ’met ebato,
Danso diroll, ha nozwejo,
Perak kement a drubuilho,
A dizurzo hag a daero ?
Troet zo kein, e lec’h derc’hel,
D’ar gizio mat en Breiz-Izel.
|