Mont d’an endalc’had

Bugale dizoue

Eus Wikimammenn
Moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 34-35)



BUGALE DIZOUE !
————


Ton : Kloareg Rumengol pe Breudeur ni glew ho klemmo !


Girio spontus, kristenien :
Bugale dizoue !
Daou c’hir a yud, daou c’hir yen
Evel leou-doue !
D’ar vugale distroet
Diouz o Mestr, o C’hrouer,
Breman e welomp roet
An diaoul evel rener !

Evel ma lar hon Zalver,
Den n’hall senti ouz daou ;
Serviji daou vestr n’haller,
Ar gwir n’eo ket ar gaou ;
Neb n’eman ket gant Doue
A zo enep d’ean,
A gemer ewit roue
E enebour gwasan !

Hag en hon bro ar bugel,
Badeet koulskoude,
Hag henvel c’hoaz ouz eun El,
Na glewo, ’hed an de,
Nemet kentelio difont,
Evrus ma ne glew ket
Gewier, sotoni sof-kont,
’Wit hen koll dispaket.


Penôs eta, ma Doue,
E c’hallo ar bugel
Miret dinam e ine,
Chom fur ha chom santel ?
Ret-mad ec’h eo d’ar vleuen
Kavout tomder an heol ;
Ewit ma chomo kristen,
Reit Doue d’ar bugel !

Gwelet ho peus ’us d’an dour
Bleun koant, bleun bihan gwen ;
Chom a reont serz ha flour,
’Keit ’ve krenv ar vammen ;
Pa deu tom an amzerio,
Ne chomont ket flour pell.
Evel an dour d’ar bleunio,
’Fel Doue d’ar bugel !

Siouaz, ma ve mastaret
Kalon ar bugel-ze,
C’houi, e dud, bet glac’haret,
Ha lavaret neuze :
Ar mor a-bez n’ hallfe ket
Guialc’hi mat e galon ;
Re abred eo bet blonset,
Re don ’man ar poezon !


En han’ Doue, kristenien,
Miret ho pugale,
Mar deo ar skol digristen,
Bet kristen ’n ho tïe ;
En yez ho pro, yez dispar,
Gret d’ê karout Doue ;
Anez e vefont digar
Ouz o c’herent ive !