Nozwejo

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Moulerez Sant-Gwilherm, 1909  (p. 38-39)



NOZWEJO !
————


Gwechall en Breiz, an anjeluz,
Sonet pac’h e an heol da guz,
E oa ar c’houlz d’ar yaouankiz
Da vont d’ar ger… Ne oa ken giz !

Distennet eo ar c’hiz vat-ze ;
Ar vam, siouaz, d’an abarde,
Ma ve er c’hraou an holl loened,
A ve dinec’h gant he merc’hed.


Eur plac’h yaouank, glas he lagad,
Melen he bleo, ha skanv he zroad,
A blije d’ei, eun tam a oa,
Mont alïes da nozweja.

En ti he zud ’oa he mam goz,
’Blije ket d’ei redadeg-noz ;
Ar vaouez fur, alïes-mat
’Devoa krozet, krozet da-vat.


« Kred ac’hanon, ma flac’h vihan,
« Yaouank ec’h out, me am eus doan
« E lakafes daero dourek
« ’N hon daoulagad puilh da redek.

« E lakafes eun de da vam
« Ha da dud holl, ’zo c’hoaz divlam,
« Da gavout mez ;… ma merc’h, diwall !
« Ma merc’h, distro diouz an hent fall !

— « O, ma mam goz, bezet dijen,
« War ma hent c’hoaz n’em eus kât den,
« Den ewit klask poanian ’vel-se
« Ma zad, ma mam, na me ive.

« Ha neuze, mam, me nan on ken
« Er c’hatekiz ;… d’am oad pep den
« A lar : ret eo d’ar yaouankiz
« Redek, c’hoari, ha heuilh ar c’hiz. »

O tont d’ar bourk, eur bla goude,
E oe gwelet, d’an abarde,
Eur vaouez koz, hi daoubleget,
Gant eur vantel, pen-dispaket.

Ha da zer-noz, ’traon an iliz,
(En Breiz ’vel se eman ar c’hiz),
’Oe badeet eur bugelig,
’Met ar c’hleier a dawas mik !

————