Fiek Javre
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Fiek Javre (Duhamel).
Fiek Javre a barous Prat ;
Braoa païsant a wisk dillad.
Petra ’dalv d’ehan bea brao,
Na pa eo baraet d’ar maro ?
P’eo barnet d’ar maro kruel,
Mont da dal porz he dad da verwel ? [1]
P’ee Fiek Javre d’ann offern-bred,
Hen na sonje en drouk a-bed.
Pa oa gant ann hent ho vonet,
Ur gribieres ’n eûs rankontret :
— Fiek Javre, kers-te d’ar gêr,
Ha lac’h da vroeg ha da vugel,
Hag ’vefomp hon daou eureujet,
Da derc’hel hostaleri d’ann Ormet ?
Da derc’hel hostaleri d’ann Orme,
Ni ’vô braoa daou a vale.
Fiek Javre, p’hen eûs klewet,
Doc’htu d’ar gêr ’zo distroët.
Pa oa hoc’h antren bars ann ti,
A oa he vroeg o tijuni ;
O tijuni etal ann tan,
Hag o roï bronn d’he mab bihan.
Hag hen o vont gant minn c’hoarzinn.
Ha planta e gontel en-hi.
— Fiek Javre, ma skoët t-eûs,
Ma skoët e t-eûs d’ar maro !
Kè d’ glask bêlek d’am c’hovesâd,
Medesinn da stanka ma gwad !
— Da glask bêlek d’ac’h me n’inn ket,
Nag ur medesinn kenneubed ;
Nag ur medesinn kenneubed,
Rag ac’hanon a ve komzet.
— Me ’lâro, trailla kig diwar ’r skabell
’Vinn bet koueet war ma c’hontell.
Fiek Javre a vonjoure
Er presbitor pa arrue :
— Aotro ’r person, mar am c’haret,
Da nouï ma groeg e teufet.
— Petra gant da vroeg ’zo c’hoarveet ?
En offern-veure ’m boa hi gwelet.
En offern-veure ’m boa hi gwelet,
Hag hi en kreis he joaüsted.
— O trailla kig diwar ur skabell
Eo bet koueet war he c’hontell.
Pa oant gant ann hent o tonet,
Tri elemant ho d-eûs gwelet ;
Oa ur serpant hag un touseg,
Un aer-wiber euz ho redek.
— Setu aze tri drouk-speret,
Daoust piou ’c’hanomp ’zo en pec’het ?
Bars ann ti pa int arruet,
Ar bêlek d’ar vroeg ’n eûs lâret :
— Petra ’zo ganac’h c’hoarveet,
Me ’m boa ’n offern-veure ho kwelet ?
Me ’m boa ’n offern-veure ho kwelet,
Ha c’hui en kreis ho joaüsted.
— ’Traitla kig diwar ur skabell
’On bet koueet war ma c’hontell.
Ur bugelig a oa en ti,
Oajet a daou vis pe a dri :
— Ma mammig paour, n’em daonet ket,
Offansi Doue kenneubed ;
Offansi Doue kenneubed,
Rag ma zad hen eûs ho lac’het !
Fiek Javre a lavare
Na d’he vabig, er mômet-se :
— Heman a zo ur bugel mad,
Hag a laka krouga he dad !
Kanet gant Marc’harit Fulup.
- ↑ Ce début est le même que celui de Le Clerc le Chevanz, page 407 du présent volume.