Ann Diou C’hoar

Eus Wikimammenn
Mont da : merdeiñ, klask



ANN DIOU C’HOAR
______


I


   — Itron Varia a Drue,
Me ’m eûs pewar a vugale ;
Me ’m eûs pewar a vugale,
Ha n’am eûs netra da roï d’hê !

   Ar vroegig paour a lavare,
’N ti he c’hoar pinvik, p’arrue :
— En han’ Doue, un tammig boed,
Tri de ’zo tamm n’am eûs debret.

   — Mar ’zo mado ebars ma zi,
Eo gant labourad int deut d’in ;
Gant labourad int deut d’in-me,
Ha kerz d’ar gêr, tra didalve.

   Ar vroegig paour a oele tenn,
Hag ’denne ar bleo euz he fenn :
— Me ’m eûs pewar a vugale,
Ha n’am eûs netra da roï d’hê !

   Pa oa gant ann hent o vonet,
Ann Diaoul a d-eûs rankontret :
— Petra ganid ’zo c’hoarveet ?
Terrupl braz ez out kontristet !

   — Itron Varia a Drue,
Me ’m eûs pewar a vugale ;
Me ’m eûs pewar a vugale,
Ha n’am eûs netra da roï d’hê !

   — Mar t-eûs pewar a vugale,
Kerz d’ar gêr, lac’h unan an-hê,
Hen laka er pod da virwi,
Da roï d’ann tri-all da debri !


II


   Ar vroegig paour a lavare,
Gant he bugale p’arrue :
— Ma bugale, na oelet ket,
Rag ewit holl na varwfet ket ;


   Rag ewit holl na varwfet ket,
Unan ac’hanoc’h ’vo lac’het,
Ha lakêt er pod da virwi
Da roï d’ar re-all da debri.

   Ar vroegig paour a lavare,
En he c’hrouadur pa groge :
— Gwerc’hes Vari, ma sikouret,
Hec’h an d’ober ur gwall bec’het !

   N’oa ket he gir peurlavaret,
’R Werc’hes en ti ’zo antreet :
— Paoues, paoues, miserables,
Te na sonjes ket petra ’rez !

   Les da grouadur da vewa,
Bez’ as pô boed da roï d’ehan !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .


III


   Ha na oa ket tri mis renet,
’Oa ’r vroeg pinvik o klask he boed ;
’Oa ’r vroeg pinvik o klask he boed,
Hag ar vroeg paour pinvik rentet !


Kanet gant Marc’harit Fulup.


______________