Mont d’an endalc’had

Evit trugarekat ann aotrou Ar Skour

Eus Wikimammenn
◄  D’amm mignon koz, Iann-Pipi-Mari Ar Skour Evit trugarekat ann aotrou Ar Skour Reiz Breuriez Breiz-Izel   ►


EVIT TRUGAREKAT ANN AOTROU AR SKOUR.


————


Me a garje, Aotrou Ar Skour,
Barz Rumengoll, barz Gwir-Zikour,
Kaouet mouez flour ann eostik-noz
’Vit kana da iaouank, da goz.

Me am bize neuze kanet,
Hep ehan, Tad ann holl Varzet,
En deuz savet mui a werziô
Evid hini all euz ar Vrô.

Telen Gwenc’hlan, telen Merlin,
N’ho deuz ket sonet kel lirzin,
Dré ne ganent vel hoc’h hini
Doue, ar Zent, ar Feiz, Mari.

Ni holl Barzet, ni a veulo
Telen Gwengamp bété ’r maro :
Ra vô genoc’h bennoz Doue
Ha gand ho tud a re da re.


Ian-Mari Ar Merser,
Kure e Gwengamp.


————