Reiz Breuriez Breiz-Izel

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄  Evit trugarekat ann aotrou Ar Skour Reiz Breuriez Breiz-Izel   ►


REIZ


BREURIEZ BREIZ-IZEL.


————


I.

Savet eo Breuriez Breiz-Izel.

II.

Kent evit beza er Vreuriez e vezo ret beza digemeret ebarz gant ar Rener, ha daou euz ar Genvreudeur.

III.

Ret e vezo rei, evit mad ar Vreuriez ha moulla ar skrijou, ugent real ar bloaz.

IV.

Ret e vezo gouzout komz pe skriva ar Brezonek kent dont er Vreuriez. — Trugarekeat e vezo kement hini a raio eul labour bennag dre skrid evit mad hag enor ar iez hag ar Vro.

Koulskoude ann dud gwiziek a beb bro, petra bennag ne c’houfent ket ar Brezonek a c’helfe dont er Vreuriez.

V.

Ar skrijou savet gant unan euz ar Genvreudeur ha roet d’ar Vreuriez gant-han, a vezo moullet diwar he c’houst hag a vezo miret gant-hi.

VI.

Beb bloaz e vezo moullet eul leorik great gant labouriou ar Genvreudeur, hag el leorik ze e vezo kavet ann doare euz a gement a vezo tremenet er Vreuriez e pad ar bloaz. — Al levr ze a vezo kaset d’ann holl Genvreudeur.

VII.

Eur Rener a vezo hanvet evit eur bloaz hepken war eun dro.

VIII.

Ar Rener, pe an eil Rener, ha gant-han c’houec’h Kenvreur a roio kuzul, pa vo ezomm war ar pez a zell ouz ar Vreuriez.

IX.

Eunn Tenzorer a vezo hanvet, ha da-hen-nez e roio pep Kenvreur he ugent real ar bloaz.

X.

Beb bloaz e vezo kanet eunn oferen evit ar Genvreudeur tremenet, ha great eur pennad skrid el levrik evit derc’hel sonj anez-ho.

XI.

Ann Aotrou Godefroy Brossais Saint-Marc, Arc’heskop Roason, a zo bet hanvet gant ann holl Varzed Rener a enor evit bepred, e Breuriez Breiz-Izel.

XII.

Ann Aotrou Aogustin DAVID, Eskop Sant-Briek ha Landreger, a zo bet hanvet gant ann holl Varzed, Rener a enor evit bepred, e Breuriez Breiz-Izel.

XIII.

A zo bet hanvet Iann-Per-Mari Ar Skour, Rener ; — Iann Hingant, eil Rener ; — A. Etienne, Tenzorer ; — Iann-Mari Ar Iann ; — Fanch-Mari Ann Huel ; — Charlez a vro C’hall ; — Gabriel Milin ; — Prosper Proux, Skrivagnierien Breuriez Breiz-Izel.


Evit testeni gwirion,
Rener Breuriez Breiz-Izel,
I.-P.-M. AR SKOUR.


Gret e Montroulez, ann 31 a viz Eost, er bloavez 1869.


FIN