D’amm mignon koz, Iann-Pipi-Mari Ar Skour

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄  Ann daou dort D’amm mignon koz, Iann-Pipi-Mari Ar Skour Evit trugarekat ann aotrou Ar Skour   ►


D’AMM MIGN0N K0Z,


Iann-Pipi-Mari AR SKOUR,


Barz ann Itron Varia-Remengol.


————
War don : Gralon ha ker Is.
————


I.

Barz Remengol, tad ar Barzed,
Aliès d’in c’heuz lavaret :
« Deuz ta, dihûn, potr lemm Kerne !
» Dispak d’emp eur zonik neve ;

» Eur zon ebatuz ha lirzin
» Da lakat Breiziz da c’hoarzin ;
» Da lakat Breiziz da drida,
» Da fringal ha da c’hourina. — »

II.

Nann ! potr Kerne n’a rimo ken,
Touignet e zeo beg he bluen,
En he spered ’neuz mui a dân,
En he skeven ’neuz mui halân,

He zac’h biniou a zo roget ;
He goz vombard a zo faoutet,
’Neo ket siouaz ! mouzat a ra
He zutell zo eet da netra. —

Barzed iaouank, a beb avel
A gân brema dre Vreiz-Izel :
Pa richân ’n eostik er vojen,
Tec’h ha kloz da veg, koz kaouen !!!

Proux.