◄ Map roue ann Hiberni | Ann daou dort | D’amm mignon koz, Iann-Pipi-Mari Ar Skour ► |
Ur wez a oa daou dort, Nonnig ha Gabig, hag a oant mignoned ho daou. Kemenerrienn a oant ho daou, ha bemdez ec’h eent da labourad d’ann tiegezo war-ar-mez, pep-hini en he du. Un noz, pa oa Nonnig o tistrei euz he dewez, divezad un tammig, digwêt en lann Penn-ar-Roc’ho, a klewas mouezigo o kana evelhenn :
- Dilun, dimeurz ha dimerc’her.
— Daoust piou a zo o kana evel-se ? — a laras en-han he-unan. Hag a tostaas, goustadig. Sklezr a oa al loar, hag a welas ann danserrienn-noz, pere a zo kornandoned, krog dorn-euz-dorn, o tansal en kelc’h hag o kana. Unan a gane a-rok :
- Dilun, dimeurz ha dimerc’her.
Hag ar re-all holl a gane war he lerc’h :
- Dilun, dimeurz ha dimerc’her.
Ha na larent memet se. Nonnig hen defoa klewet aliez komz euz ann Danserrienn-Noz, met biskoaz n’hen defoa gwelet ann-he, hag a em guzaz dreg ur roc’hel ewit sellet out-he. Met gwelet a oe prestig, ha tapet en kreiz ar c’helc’h. Hag hi neuze da dansal ha da drei en-dro d’ehan, ha da gana waze wit biskoaz :
- Dilun, dimeurz ha dimerc’her !
Ha da laret da Nonnig : — Deus da dansal ganimp iwe !
Nonnig na oa ket ur potr aounig, hag ac’h eaz en danz ; ha setu-han da drei ha da gana gant-he :
- Dilun, dimeurz ha dimerc’her !
— Ha goude ? a laras ; gwal-vezr eo ho sôn.
— Na euz kén, — a larjont d’ehan.
— Penoz na euz kén ? Perag na laret ket iwe :
- Ha dizio ha digwener ?
— Ia a-vad ! a larjont holl, — se a zo brao kaer. Hag hi da gana neuze :
Dilun, dimeurz ha dimerc’her,
Ha dizio ha digwener !
Ha da vont en-dro, en-dro ! — Pa c’hoantaas Nonnig mont-kuit, a larjont ann eil da egile :
— Petra a rofomp d’ann den-ma, ewit bea hirret ha braoet hon zòn ?
— Ann dra a garo ; arc’hant hag aour kement ha ma karo, pe bea didortet.
— Mar karet ma didorta a-vad, a laras Nonnig, na c’houlennan kén diganac’h.
Ha kerkent a oe lemet he dort d’ehan, hag a tistroas d’ar gèr skanv hag eeun, a zoken ur potr koant.
Ann dewarlerc’h, pa welas he vignon Gabig anehan, a oe souezet.
— Petra ? emehan…, hag a selle euz he gein…, ha da dort ?
— Et-kuit, — evel ma weles.
— Penoz eo c’hoarvezet kement-se ?
Hag a kontas d’ehan evel ma oa c’hoarveet ann dra.
— Ah ! me aio iwe en-bezr da noz da Benn-ar-Roc’ho, da welet ann danserrien noz.
Hag a reaz evel ma hen defoa laret. Pa arruas bars al lannek, a oa are ar c’hornandoned o tansal hag o kana :
- Dilun, dimeurz ha dimerc’her !
A gane unan da genta, — hag ar re-all war he lerc’h :
- Ha dizio, ha digwener !
Hag a troënt, hag a lampent ! — Gabig a dostaas, hag a larjont d’ehan ;
— Deus da dansal ganimp iwe !
Ha setu Gabig dorn-euz-dorn gant-he, ha da dansal, ha da gana evel-t-he :
Dilun, dimeurz ha dimerc’her,
Ha dizio, ha digwener !
— Ha goude ?… a laras.
— Na euz kén ; petra, c’hui a oar c’hoaz ?
—Ia da !
— Oh ! larit eta, larit eta !
- Ha disadorn, ha disul !
— Oh ! se na eo ket mad ! se na junt ket ! hon zonig a oa koant-kaer a-rok, ha na eo kén brema ! Petra a vo gret d’ehan ?
— Lakaad d’ehan tort egile, — a laras unan.
— Ia, ia, lakaad tort egile war ec’h hini.
Hag a oe peget tort Nonnig d’ehan war ec’h hini, hag a tistroas d’ar ger drouk en-han ha mezuz braz, m’ho ped da gredi.
Hag evel-se, ar peurest he vuhe, a renkas dougen daou vec’h, ec’h hini hag hini he gamarad.[1]
- Dastummet en Plouaret gant F.-M. Ann Huel.