Mont d’an endalc’had

Evit ar gouel an Assomption

Eus Wikimammenn
L. Prud'homme, 1849  (p. 537-538)


Evit gouel an Assomption eus ar Verc’hes en eê, er pemzecvet a vis Eost, e leverrot en fin Gousperou ar Verc’hes an Oræson, ar Recommandation hac ar Verset-ma.

V/. Ar Vam santel da Zoue so exaltet ha savet.

R/. Dreist ar c’heuriou eus an Ælez en rouantelez an eê.

V/. Exultata est Sancta Dei Genitrix.

R/. Super choros Angelorum ad cœlestia regna.

Recommandation d’ar Magnifi.

Hirio ê pignet ar Verc’hes Vari en eê ; en em rejouissit, abalamour ma idi o rên gant Jesus-Christ epad an eternite.

Antiphona.

Hodiè Maria cœlos ascendit : gaudete, quia cum Christo regnat in æternum.

Oræson gouel an Assomption.

AUtrou Doue, pardonit, ni ho supli, ho fec’hejou d’ho servijerien indîn ma’z omp, evit d’ar fin, ec’his na ellomp quet plijout deoc’h dre hon actionou hon-unan, ma vezimp sauveteet dre an intercession eus ar Vam ho Map hon Autrou. Dre hor memes Autrou, etc.

Evelse bezet grêt.

Oremus.

FAmulorum tuorum, quæsumus, Domine, delictis ignosce, ut qui tibi placere de actibus nostris non valemus, genitricis Filii tui Domini nostri intercessione salvemur. Per, etc.

Amen.

Evit gouel S. Berthele, ar pevare devez varnuguent a Eost, e quemerrot Gousperou an Ebestel.

Oremus.

OMnipotens sempiterne Deus qui hujus diei venerandam sanctamque lætitiam in beati Apostoli tui Bartholomæi festivitate tribuisti, da Ecclesiæ tuæ, quæsumus, et amare quod credidit, et prædicare quod docuit. Per, etc.

Oræson gouel S. Barthele.

O Va Doue oll-galloudec hac eternel, pehini hoc’h eus rentet an deiz-ma venerabl dre ar rejouissanç santel ha solennel eus a vouel hoc’h abostol S. Berthele ; grit, ni ho supli, ar c’hraç d’hoc’h Ilis da garet ar pez en deveus credet, ha da brezec ar pes en deveus desquet. Dre hon Aotrou Jesus-Christ ho Map unic, etc.

Evellen bezet grêt.


Evit gouel S.Loïs, Patron a Franç, e loverrot Gousperou ar Gonfessoret pere ne d’int quet Esqueb.

Oremus.

DEus, qui beatum Ludovicum,confessorem tuum, de terreno regno ad cœlestis regni gloriam transmisti ; ejus, quæsumus, meritis et intercessione regis tecum Jesu-Christi Filii tui facias nos esse consortes. Per.

Pedomp Doue.

O Va Doue, pehini hoc’h eus great d’ho confesaor S. Loïs tremenet eus a rouantelez an douar d’ar c’hloar eus a rouantelez an eê ; grit, ni ho supli, dre voyen he veritou hac he intercession, ma hor bezo perz er c’hloar eus a Roue an oll rouanez J.-C. ho Map. Dre ar memes J.-C., etc.

Evelse bezet grêt.