Mont d’an endalc’had

Eured Janedig

Eus Wikimammenn
Ad. Le Goaziou, leorier, 1925  (p. 150-165)



VII


Eured Janedig


Janedig a oa merc’h brigadier ar valtouterien, eur plac’hig koant a ugent vlâ. Eur vent vrao a blac’h anei, eur c’hlazardenn, sklêr he lagad, du he bleo. Ar brud a rede penôs he devoa eur pennad bleo hag a gouee d’ei betek pennou he daoulin. Reuz ha stad enni, klevet ’ta, merc’h eur briz-ôtrou, eun dimezell e-touez merc’hed all ar bourk, hag end-eeun, abaoe ma oa bet en kêr, eur pennadig, o tiski ar vicher a gemenerez. Pa lavaran d’ec’h, eur plac’hig koant, eun tammig skanv he fenn, herve m’eman ar c’hiz gant ar merc’hedou yaouank.

Abaoe he fask diwea, darempredet e oa bet gant eur martolod eus he oad, Erwanig e hano. Ha dre ar bourk e oa bet ar gôz e tleent dimei en distro ar pôtr eus e veaj mor ar Su. Siouaz ! Erwanig, mar plije da Janedig, deut mat ne oa ket na d’an tad na d’ar vamm.

— Eur martolod, a c’hrozmole ar brigadier, eun den a netra !

— Eur martolod ! a ragache ar vamm : gwreg eur martolod. gwreg a zisplijadur. Frita paourente ne ri ken, paour kêz, gant da Erwanig !

— Ha gant eun druilhad bugale a-zistribilh eus da zavanjer ! a adlavare an tad. Eur maltoutier, ya, eur maltoutier, brigadier marteze e teuio da vea, met eur martolod !… ’Gôze ket d’in eus eur martolod !

— Eur martolod, Salver Jezuz ! a jale ar vamm.

Hag alïesoc’h eget bemde, Janedig a gleve ar memes pater. Ma vije bet Erwan er gêr, enebi a dra zur he dije bet grêt, met pell a oa he Erwanig. Sellet a rê, eur wech an amzer, eus ar walenn arc’hant a oa war he biz. Siouaz ! kalon eur plac’hig koant, daoust hag-en a zo evit trec’hi war youl rust eun tad, pe war birbilherezou [1] kasus eur vamm ? Chalet, chalet ne oa ket ive Janedig red eo hen anzav da frita paourente, war oaled ar briadelez, gant eun druilhad bugale mic’hiek peg eus he c’hazekenn [2]. Ne falvee ket d’ei kennebeut bea henvel eus homan pe honnez, gwrage yaouank c’hoaz, pere a wele flastret, goenvet gant an dienez hag an displijadur.

Karout a rê he Erwanig, ya… Evelkent, evelkent !… Eur maltoutier ? Hi, Janedig, gwreg eur maltoutier ?… C’hoantek ne oa ket da vea gwreg eur maltoutier : ne garie ket ar valtouterien. Abalamour da betra ? Ya, abalamour da betra Janedig a rê fae war eur maltoutier ? Kalonig eur plac’h yaouank a zo diês ral da zisplega hag alïes he holl youl vat n’eo ket evit hen sklerijenna. Ar galon, an neus skrivet eun den brudet meurbed, an neus mennoziou kuzet pell diouz gwel ar skiant vat.

Ha koulskoude, plac’h yaouank koz viret ne chomo ket, nann, ah ! nann !… Plac’h yaouank koz viret ne vo ket : ne fell ket d’ei, henvel eus he moereb, c’hoar he mamm, tintin Katell, dizec’ha war droad gant ar c’heun hag an erez.

Re figus e oa bet tintin Katell, ha breman, eman en iliz o ruza he inou, o tijaba paterou a-hed an de, o krignat treid ar zent hag ar sentezed evit goulenn digante ar c’hras da gaout da vihana eur gwaz… er Baradoz.

Nann ! nann ! plac’h yaouank koz viret ne vo ket. Ma na zime ket d’he Erwanig… ac’hanta ! en fe… Met marteze e roio he zad e ôtre !… Ya, met n’hen roïo ket, hen goût a ra, he zad ne blego ket e imor…

Na c’houi, lenner pe lennerez aketus a zo, a vefe evit divinout penôs e troio ar gôz-man ?… Gant piou, e kav d’eoc’h, e timeo Janedig ?… Gant Erwan ?… Gant eur maltoutier ?… Marvad c’houi ne ret ket a forz gant piou. Ma ! war va fe, me ne ran ket ive gant piou, ha koulskoude, me ’oar, ya, goût a ouzon, goût a ran, a dra zur, penôs ne vo na gant an eil na gant egile. Gant piou eta ? Selaouit, hag e klevfet pe e lennfet.

Janedig eta, evel m’am eus d’ec’h lavaret eun tammig uheloc’h, a oa bet en kêr o peurdiski he micher, met n’eo ket ar boan d’ec’h kredi penôs Janedig he devoa disket ar vicher a gemenerez, evit mont bemde war devez, eus an eil ti d’egile. Merc’h brigadier ar valtouterien kemenerez war devez !…

Evelkent e-pad an hanv, pa deue itron Tremedern da vaner Kastell-Brechou, Janedig ac’h ê, diou pe deir gwech ar zizun, d’ar c’hastell evit diski d’an dimezell yaouank gwriat, ferra, broda, ober dantelez. Janedig stad enni : mont d’ar maner, kôzeal gant an itron, c’hoarzin gant an dimezell, labourat war danvez pinvidik, mezer talvoudus, zei, zatin !… Eur wech pe diou, pep sizun, e vije pedet da leina eus taol an itronezed. Laouen meurbed Janedig : seblantout a rê d’ei penôs e oa bet krouet ha ganet evit bea pinvidik, evit azea eus taol gant ar markizezed, evit debri meujou ôzet gant eur mestr keginer, evit bea servijet en plajou arc’hant gant mitizien aketus, soupl a gorf hag a spered evit ober he holl c’hoantegeziou. Ar zei ive hag ar voulouz a sklerijennfe he liou a c’hlazardenn, ha plegiou hir ha pounner ar mezer arc’hantet a voulfe, dindan he c’horfenn, he ment moan ha mibin. A dra zur, Janedig a oa bet lakaet war c’houre an tamm douar-man evit bea enoret evel eun itron a wad uhel, evel gwreg eun denjentil.

Paour kêz Erwanig !… paour kêz maltoutier !…

Eun hanvez, marc’heg Kervarker, an ôtrou Leskorr, a deuas da chom gant e vamm, da vaner koz Kervarker. Ar brud a oa en em skignet penôs an ôtrou marc’heg, fritet gantan e drantell e Roazon pe e Pariz, an nevoa ranket dont da c’houlenn repu digant e vamm ; darn all a lavare penôs ar marc’heg, erru eun tamm en oad, tremenet gantan e hanter-kant vlâ, a oa deut da Gervarker da ziskuiza, evit disterna, evit elbedi an nebeud peadra a oa manet gantan war-lerc’h ar c’hartou hag ar merc’hed. Gwir pe c’haou ?… An dra-ze ne zell ket kalz ouzomp-ni. Ar pez a oa anat evit an holl, ar marc’heg a oa deut da di e vamm da Gervarker.

Amezeg e oa eta deut da Gastell-Brechou ; hag evel amezeg, meur a wech, e teuas d’ar c’hastell da ober eur gweled d’an itron. Ha, ken alïes gwech ha ma teuas d’ar c’hastell, e welas Janedig en e kichen, ha ne oa ket bet pell o c’hoût piou a oa ar plac’hig koant-se. Janedig a vije bet, evit ar marc’heg merc’hetaer, eul lapousig a briz da lakaat en eur gaoued arc’hantet. Ya, met siouaz d’ean, ar marc’heg an nevoa hanter-kant vlâ, Janedig ugent, hag ouspenn-ze eur spered fur ha skiant-vat.

Dont a rê eta ar marc’heg da Gastell-Brechou, e preder gwelet an itron, e gwirione evit gwelet Janedig. Plijout a rê d’ean muioc’h-mui. Ha, pa ziskenne a-wechou d’ar bourk, e vije evit mont d’an ti-gward evit kôzeal gant ar valtouterien, evit dont da vea deut mat d’an ôtrou brigadier. Hag heman, lorc’h ennan, evel just, da vea darempredet gant marc’heg Kervarker. Hag evel-se an ôtrou Leskorr a wele Janedig a-wechou er gêr, a-wechou all er c’hastell. Homan ne oa ket, e tleet va c’hredi, bac’h a spered, pell ac’hane, ha buan he devoa divinet war betore hent an nevoa c’hoant ar marc’heg da vale.

Met eviti, koz douar e oa ar marc’heg. Dirak he Erwanig, dirak sklerder daoulagad glas he Erwanig, petra a dalvee daoulagad hanter-varo ar marc’heg ? E vleo melen, skeudenn eur mintinvez, pegen koant en kenver penn moal an ôtrou… Pa zelle outan, krinet e vin ha dislivet, krommet e ziouskoa dindan ar blâvejou, ive dindan pouez ar vuhe diroll an nevoa renet, e serre he daoulagad ; hag he c’halon…

Ya, met an ôtrou marc’heg an nevoa c’hoaz pe an nevo, en-dro d’e vaner, komananchou Keraël, Kerargoaz, Keriziou, daou pe dri vil skoed leve elbedet d’ean gant e vamm, itron goz Trederennaderez Kerangouez. Lavaret a rêd ive penôs he devoa c’hoaz, entre Gwengamp ha Lannuon, peder vereri hag eun toulladig komananchou.

Hag e-pad n’ouzon ket ped nozvez, Janedig ne oa ket bet evit kousket, en eur zonjal en holl draou-ze. Erwanig a oa he muia-karet. Siouaz ! he zad ne roïo ket d’ei e ôtre evit dimei gantan.

— Kaer a po gortoz — an nevoa c’hoaz d’ei adlavaret an devez all ar brigadier — kaer a po gortoz, va ôtre ne po ket. Dimei gant Erwanig ne ri ket : va merc’h ne vo ket gwreg eur martolod !

Rankout a raïo eta dimei gant eur maltoutier !

Ha war e evor e save skeudenn ar marc’heg… Ar marc’heg ! hanter rivinet a gorf hag a ene, pinvidik c’hoaz evelkent… Eur marc’heg !…

Ped gwech e troas, e tistroas, hep gallout o zibuni, ar mennoziou-ze en he fenn ?

— Ma ! emei d’ei he-unan goude eun nozvez a drubuilh, ma n’am me ket Erwanig, gwell eo ganen ar marc’heg eget eur maltoutier. Da vihana itron e vin, ha pinvidik. Ha marteze !… Piou a oar petra a guz e plegiou he mantell an amzer da zonet ?…

Ar marc’heg eta a deue d’ar maner eur wech an amzer, ha bemde d’ar bourk : eun digare bennak e kave atao evit dont da welet e vignon ar brigadier. Janedig a rê d’ean digemer mat, hag, eun devez ma oa ganti o kôzeal war dreujou an nor, e c’houlennas hag hi a falvefe d’ei dont da vea itron yaouank en Kervarker.

— Goulennet digant va zad, a respontas Janedig.

Eun devez ar marc’heg hag e vamm a ziskennas d’ar bourk : ar mevel a skoras ar c’harronz dirak ti ar brigadier. Penôs an itron goz he devoa pleget he imor, he rogente, evit dont da c’houlenn merc’h eur brigadier da vea gwreg penn-hêr Kervarker, an ôtrou marc’heg Leskorr ?…

Ar zul war-lerc’h, an ôtrou person an neus embannet an daou den yaouank, ha, goude ar gousperou, eo bet grêt en Kervarker fest ar c’houlennadeg.

An ôtrou Leskorr a ginnigas d’e vestrez eur walenn aour eus ar re gaera, hag en argourou an neus roet d’ei pemzek kant skoed leve.

An eured a vo lidet an dek a viz meurz.

Er bourk, c’houi a lavar, an teodou ac’h ê war an a-rôk : pep-hini a gonte e gôz.

— Me a ouie ervad, eme heman, p’am oa gwelet ar marc’heg o tont ken alïes d’ar bourk… hag o tarempredi ar brigadier, penôs…

— Piou, a lavare egile, an nije bet biskoaz kredet penôs eur marc’heg a vije bet deut da glask pried en ti eur brigadier ?

— Hag Erwanig ?… a lavare unan all.

Enep Janedig savet holl dud ar bourk.

— Dilezel eur pôtr yaouank evel Erwan, eur martolod eveltan, ken dishenvel diouz marc’heg koz Kervarker !… a lavare ar vartoloded, bodennet dindan ar weenn dilh evit kuzulia diwar-benn dimei Janedig.

Ar merc’hed a damalle Janedig da ober faë war eur pôtr yaouank pehini he zaremprede abaoe he yaouankiz. Erez enne abalamour m’he devoa dilezet Erwan ?… Ya sur, met ive divinet abalamour da betra c’hoaz, ya, divinet abalamour da betra ?

Itron e vo Janedig !… Ha kaer o deus lavaret penôs an itron goz a zo gwall gasus, tost, ken tost ken he dije touzet kein eul laouenn-dar, lavaret penôs ar marc’heg, goude maro e vamm, ac’h aio adarre da redek e reuz da Vontroulez, da Roazon ha da Bariz — da c’hortoz, itron e vo Janedig, en karronz ec’h aio Janedig, ha, n’eus forz petra a c’hoarveo, pemzek kant skoed leve he devo.

Pôtred ha merc’hed holl int en em unanet en ti Jaketa, c’hoar Erwan, hag eno, goude ali ha kuzul, e oa bet kemennet da bep-hini klask tu pe du da waska Janedig, da flastra al lorc’h a oa enni. Met penôs, penôs ?…

— An eured a vo lidet an dek a viz meurz.

— An dek a viz meurz ?… Malarje ! eme Bilzig.

Malarje !… Jolori ha jabadao a vo grêt d’an daou bried neve. Red e vo ive ober d’ei eur zon. Holl dud ar barroz he disko evit he c’hana d’ei, da zevez he eured.

Otre a ve roet gant malarje da c’hoari, da zansal, da gana e-pad an noz… Hag ar bôtred yaouank, bodennet dindan ar weenn dilh, a glask an tu da lida, herve o c’hoant, eur jabadao evel ne voe ket bet savet biskoaz er vro, ouspenn kant vlâ a oa…

Ar besketerien, ac’h aio war ar mêz da werza pesked pe gregen, a skigno ar brud penôs e vo, en Kervarker, da veurz al Lard, grêt fest ar gwadigennou, en abeg eured an ôtrou. Pedet int holl da zont da valarjea ha da zigas gante o filligou arem, o zaboulinou, o c’herniel-boud, o biniou hag o bombardou, evit enori an ôtrou hag an itron neve.

Deut an de… Dever en dud yaouank. Ne glever nemet sutelladenn ac’han, kanaouenn alese, ha ne oa marmouz er bourk ha na ouie kana ar zon a oa bet savet da Janedig gant tud yaouank, pôtred ha merc’hed ar barroz, en ti-nean.

Ar bagou n’int ket aet d’an ôd : eured ôtrou Leskorr, gouel-berz !

Dek heur. Ar c’hleier d’an daou dôl [3] a gan seder en tour iliz parroz Lokirek. An holl dud ar bourk a zo renket war an hent.

Karronz bras ar marc’heg a ziskenn ar c’hra : Janedig a zo e-barz gant he zad hag he mamm. An ôtrou Leskorr a zo en eilved gant e vamm, an itron goz. Tri garronz all, leun a ôtrone hag a itronezed, a deu war-lerc’h ; war varc’h ar vererien gant o gwrage, ha pelloc’h, war-lerc’h c’hoaz, war droad, pôtred ar c’homananchou hag ar C’hernevoded, kerent ar brigadier, gant o mestrennou [4] mezer, o brageier berlinj glas hag o c’hamachou kanab ha pitouilh.

Skoret ar c’harronziou e-tal dor ar vered, sparlet an nor gant ar vugale. Tud an devez, herve ar c’hiz, a ranko gortoz ma vo savet ar sparl drêz, ha paeet o c’hopr d’ar sparlerien.

Koant meurbed e oa Janedig o tiskenn eus he c’harronz : ar merc’hed a zifonse gant an erez.

— Sell, eme homan, eus he lostenn zei, sell eus he goueledenn arc’hantet !

— Sell eus he mouchouer zei ! eme eben. E c’harlantezenn, ledan evel va dorn, a goue beteg an douar… Ha war he fenn, sell, eur gornetenn dronset dantelezet, ar gaera am eus biskoaz gwelet.

— Netra ken koant hag ar boutouigou marellet a zo en he zreid ! eme unan all. Hag ar chadenn aour a zo en he c’herc’hen ? Teir gwech a ra an dro d’he goug !…

Paour kêz Erwanig !… Daoust hag e sonj a oa deut er beurevez-ze war evor Janedig ?… Daoust hag ?… Met abalamour da betra lakaat da veva, en spered an dud evurus, mennoziou ken chifus ?… Erwanig a zo pell pell, du-hont, war ar mor…

Keit ha ma c’hijent, en-dro d’ê, ar mennoziou-ze, ar sparl drêz a stoufe dor ar vered a zo koueet. Dor-dal an iliz a zo frank-digor ; war an aoter vras, ar goulou koar a luc’h ; an ôtrou person, ar c’hure, ar zakrist hag ar c’holisted a zo o c’hortoz…..

… Eureujet Janedig. Tafeet he deus ar bara hag ar gwin a zo bet kinniget d’ei gant diou dimezell, en distro eus an iliz, war droad ar groaz.

Tud an devez a zo aet da Gervarker : eno e vefont pell diouz ar bourk, eno e c’hallfont debri, eva, kana, dansal, eno ne vo ket warne bantet lemm ha goaper daoulagad ar bourkiz.

Goude kreiste, er bourk hag e Pennenez tud trefuet meurbed. Ar bôtred yaouank a deue, ac’h ê dre aman, dre a-hont, eus an eil ti d’egile :

— Dont a rafet emberr da Gervarker ?… Digaset pep-hini ganec’h ho kerniel-boud, ho pilligou arem… Deut emberr da valarjea.

A-rôk an abardae, ar bourk a oa leun a dud diwar ar mêz, deut gante pilligou, taboulinou, bombardou ha biniou : pevar zac’h-biniou, c’houec’h bombard, tri daboulin, ha n’ouzon ket ped pillig arem ha ped korn-boud.

Ar zonerien a oa bet unanet gant Bilzig hag ar bôtred all en osteleri, evit diski ar zon grêt da Janedig. Peb a werennad mat a win-ardant o deus bet, evit lakaat en o c’halon nerz ha laouenedigez evit c’houeza er biniou, skei war an taboulinou. Disket gant ar zonerien an ton hag ar zon.

— Alo ! alo ! eomp breman da valarjea, da valarjea !…

Bilzig gant eun toullad pôtred all a hencho ar vagad.

Tremenet Pennenez ha Keraudren. Kent erruout gant maner Kervarker, ar zonerien a reas eun diskuizadenn a-rôk an arvest.

— Da genta e vo kanet an Hini goz troet en Hini koz, d’an eilved, Son Janedig ! a gemennas Bilzig.

Pa erruas ar zonerien en Kervarker, an hent bras, ar c’hleuniou, al liorzou, tro-war-dro, a oa leun a dud, deut eus a bep korn ar c’hanton, deut evel just da valarjea. Darn, pôtred bajanek [5] pe verc’hed divaoue [6], a grede penôs e oant bet, en gwirione, pedet da valarjea, da eva jistr, da zebri gwadigennou ha rost-kandadenn. An darnvuia a oa deut evit o flijadur, evit kana, dansal, youc’hal, ober trouz ha jolori : jalivari !

War an dachenn, dirag ar maner, ar voubou a zave eus eun hevelep engroez a davas. Pôtred ar biniou a c’houezas en o zïer, ar peder vombard a unanas o zoniri ; an tri daboulin hag ar pilligou, pep-hini en o lec’h, a roio o skoazell dudius d’ar zoniri, hag entre pep kouplad ar c’herniel-boud a fredono, a richano, tre ma c’hallfont. Ha bec’h d’ei !

— Alo ! pôtred, eme Bilzig, alo ! alo ! pep-hini gant e jeu !… An Hini koz… Prest omp ?… Dao d’ei !…

An hini koz eo va dous,
An hini koz eo zur.

Ha mouez an holl dud, unanet en-dro d’ar maner, a zavas da heul ar zoniri :

An hini koz eo va dous,
An hini koz eo zur.
An hini yaouank a oa koant,
An hini koz an neus arc’hant.
An hini koz eo va dous,
An hini koz eo zur.
Ha koulskoude pa er sonjan,
An hini yaouank eo ’r c’hoantan.
An hini koz eo va dous,
An hini koz eo zur.

Kement den a oa eno a anavee hag an ton hag ar zon, hag a gane flour, flour, m’en assur d’ec’h, oh ! ya, ha diwar bouez o fenn, an ouidell dudius da ziouskouarn Janedig ha da re he ôtrou.

Ar biniou, ar bombardou a gane da heul ar moueziou, ar pilligou arem a groze, an taboulinou a skloke, ar c’herniel-boud a vleuje. Ha setu eur jolori biskoaz ken dudius all. Diou leo tro-war-dro, e oa bet klevet ar jabadao a-dreuz ha dreist ar mêzou, dindan tenvalijenn an noz sioul ha skeltr.

Marvad ar zonig a oa bet klevet ive er maner, daoust d’ar prenechou da vea bet serret mat. Janedig a ouele ; an ôtrou, en he c’hichen, evit he frealzi a lavare d’ei penôs e tizo ar zonerien.

— Paea a refont an daerou a skuilhet, va dousig koant Janedig !

Ar brigadier a rê leou-douejou spontus, euzus, p’eo gwir penôs he wreg war bep-hini anê a rê sin ar groaz. Met den er maner ne grede finval dirag eun hevelep arvest, dirag eun niver ken bras a dud.

Echu son an Hini koz.

En-dro d’ar maner e savas neuze youc’hadennou, skrijadennou, eun dourni, eur voubou… N’ouzon ket penôs maner Kervarker n’eo ket bet koueet en e boull !… Evit eur jolori, setu aman eur jolori.

Eun tôl taboulin, ha war an engroez peoc’h an noz a ziskennas. Ha neuze, diwar greiz ar sioulder, moueziou ar bôtred hag ar merc’hed yaouank unanet, heuilhet gant kaniri ar vombard hag hini ar biniou, a zavas : Son Janedig.

Pell zo eman Janedig oc’h esa kaout an tu
Da gavout eur jimadell [7], ive eur c’habell du.
Ha breman, p’eo dimeet d’eun den a wad uhel,
Kôzeo neb a garo, e tougo ar c’habell.

Kan biskoaz ne oa bet kanet ha sonet ken flour all. Ar re ne ganent pe ne zonent ket, a zanse war-lerc’h ar zonerien hag ar c’hanerien. Evit an diskan teir vombard a adkroge gant An hini koz eo va dous, hag a vleine war an hent eeun moueziou an holl dud, bras ha bihan.

Hag ar ganaouenn neve a zavas adarre, skanv ha lirzin, etrezeg an oabl steredennet :

Otrou Doue, Janedig, penôs e vezo grêt,
Pa rankfet mont en karronz gant an dimezelled ?
Nan ouzoc’h ket ar galleg, kennebeut ar c’hadans,
Nan eo ket en brezoneg e tiskours an noblans.

An teir vombard a unanas ar moueziou. En-dro d’An Hini koz, ha, pa echuas an diskan, ar zon neve a zo bet adarre sonet ha kanet :

Me ’mo eur vatez vihan a ouio ar galleg,
A gôzeo evidon ken am mo hen disket,
Am wisko, am ziwisko, ’zibrenno va boutou,
Am lakaio dit gousket e-kenver va ôtrou.

Pa eo bet echuet ar zon, an holl dud en eur vouez a grias :

— Adarre ! adarre !

Hag ar biniou, ar bombardou, an taboulinou, ar pilligou arem en-dro !… A dra zur, n’an neus ket unan eus ar vagad ha n’an neus ket fredonet, kanet, youc’het war-lerc’h ar zonerien : « Pell zo eman Janedig… » hag « An hini koz eo va dous… ». Evelkent setu aze eun arvest burzudus, neketa ? Biskoaz kemend-all ne oa bet na gwelet na klevet er vro.

Janedig ive a gleve he zon, a-dreuz mogeriou ar maner, met n’he devoa ket kalz a c’hoant da gana, nag ive he ôtrou, na kennebeut an itron goz. Homan, spouronet holl, mantret gant an droug a oa enni, aet a oa d’he gwele, dilezet ganti tud an devez.

Hag ar re-man ? An itronezed, an ôtrone pênos e kavent an doare ?… Hag ar vererien ?… Oh ! evit ar re-man forz ne rênt eus ar jolori : en zal vras ar maner brao ral e oant e-barz, oc’h eva jistr, o tebri kig rostet hag a bep seurt meujou, a bere n’o devoa biskoaz tafeet. Plijadur ral o devoa o klevet ar zon. Tommet d’ê, evurus e vijent bet da zansal gant ar re a oa er-mêz.

An itronezed hag an ôtrone a oa en-dro da Janedig ha d’he ôtrou, evit o frealzi. Met Janedig ne oa ket eun diodez hag a lenne sklêr war o daoulagad o flijadur ha war o diweuz mousc’hoarz goaper o levene. Warc’hoaz, goap a vo grêt outi, en pevar c’horn eskopti Treger.

Sonj ebet n’he deus breman Janedig eus he Erwanig : aet eo er-mêz eus he evor. Itron eo, hag itron e vo. Ya, ya, itron eo ! Ha mar gallfe, mar gallfe ! Met petra ?… Noz eo, netra da ober… enep eun niver ken bras a dud. He zro a deuio…

Hag, e-pad m’eman ar mennoziou o vervi en he empenn, e klev, sklêr ha frêz, o sevel beleg enni, a-dreuz mogeriou he maner, ar zon dudius a zo bet grêt d’ei :

Nan ouzoc’h ket ar galleg, kennebeut ar c’hadans,
Nan eo ket en brezoneg e tiskours an noblans.

Ha kaer an nevoa an ôtrou lavaret d’ei penôs e tizo ar re o devoa ôzet ar jolori-ze, penôs e kastio, ha kalet ha divergont, ar re o devoa kanet pe zavet ar zon, netra ne oa evit he frealzi, netra, na den ne oa evit sec’ha an daerou a gouee piz war he diouchod.

Evelkent a-nebeudou an dud a skuizas. Ar re a oa deut a-bell a guitaas da genta an dachenn, heuilhet a-dost gant o amezeien. Hag e kleved war an henchou, en-dro da Gervarker, betek Lanmeur ha Plistin, kanaouenn lirzin ar vombard hag ar biniou, kroz ar pilligou hag an taboulinou, bleujadennou ar c’herniel-boud.

En-dro d’an hanter-noz, echu ar jalivari, pep-hini a oa deut d’e glud, ha maner Kervarker en sioulder peoc’h an noz a goueas.

Setu Janedig he-unan gant he ôtrou, he fried. Itron eo, itron. Siouaz ! ker, gwall ger eo koustet d’ei he noblans. Ha kaer he deus esa tenna eus he ziouskouarn ar zon villiget, he zon atao e klev anei o kana :

Nan ouzoc’h ket ar galleg, kennebeut ar c’hadans,
Nan eo ket en brezoneg e tiskours an noblans.

— Na ouelit ket, Janedig, na ouelit ket, va c’harantezig !… Warc’hoaz e vo gouveet piou an neus grêt ar zon, piou an neus ôzet an arvest. Ya, ya, me a ouio an doare. Gwaz d’ar re…

— Ya, ya. Met piou a ankouao ar zon ? a respontas Janedig.

Antronoz vintin, ar bagou a oa aet d’an ôd, darn da linenna, da gevella, da zragi, darn all da vejina pe da ober maerl. En bourk, en Pennenez ne oa nemet merc’hed er gêr ; war ar mêz, er c’homananchou, pep-hini a oa aet gant e labour, piou d’ar park, piou d’ar prad, pe d’ar c’hoad, pe d’ar waremm,

An ôtrou Leskorr hag e dad-kaer a deuas d’ar bourk : red eo d’ê goût piou an nevoa savet ar zon, hag ar jolori.

— Daonet ’vo ma ene, eme ar brigadier, hennez, ma ve tapet !…

— Petra a rafet d’ean ? a eilgerias Jarlig koz.

— Petra ?…

— Ya, petra ? Na c’houi a vefe evit miret ouz an dud, daoust d’ec’h da vea brigadier, da zansal, da gana war an henchou da veurz al Lard ?… Daoust ha c’houi ho pefe ar c’hoantegez da skourjeza neb a zavo eur zon bennak, pe a lakaio en pinijenn an hini a gavo eun ton neve ?…

Marc’heg Leskorr a zigasas barner Tremedern, ar barner koz, c’houi ’oar, mestr karantezus Bidoullig (sonj hoc’h eus ?) da ober eun enklask dre ar bourk.

Ar barner a oa gwall bounneraet e dreid. Ne oa ken ar pôtr reut a zutelle pa wele ar ganfarted, hag a lakae e wialenn da c’houibanat. Kosaet ar barner : breman ne dalvee d’ean netra kement hag eun tantad mat a dan war oaled e gambr, hag eur werennad flip en e gichen, war daolenn ar chiminal.

Setu ma eo red d’ean, e-kreiz ar goanv, fall an amzer anei, mont da Lokirek. Ho ! ho, ! Hag evit ober petra ?… Abalamour da betra ?… Abalamour da verc’h eur c’hoz brigadier daonet, pehini a roe d’ean e-unan muioc’h a labour eget an holl dud all eus e varn. Evelkent e teuas.

Anaveet mat e oa an ôtrou barner.

Pa ziskennas en osteleri, e-tal kroaz Pennenez :

— C’houi, ôtrou barner ?… c’houi, dindan eun hevelep amzer ?… Deut buan da ober eun dommadenn, deut. Na c’houi a gemerfe eur bannac’hig ? a c’houlennas digantan Janed an ostizez… Eur bannac’hig a raio vad d’ec’h, ôtrou… Yen, gwall yen eo an amzer.

Hag an ôtrou barner, pa deue gant ar c’hra d’ar bourk, a oa eun tammig skanvaet e voutou : tommet e oa d’ean, netra a re.

Evel just, er bourk, en osleleri vras, e zo bet grêt d’ean digemer mat :

— Otrou barner ! ôtrou barner !

Eva a eure diou pe deir dakadennig all : an ostizez a ouie an tu evit dont a-benn anean.

— An enklask ?… Salver Jezuz ! den aman, eme Jaketa, beg lemm ma oa unan — den aman er bourk, paour kêz ôtrou, n’an neus na n’an neus bet, biskoaz, taboulin, bombard pe biniou. Ne vefe ket kavet eur billig arem en holl dïer ar bourk, eur c’horn-boud bennak ne lavaran ket. Ha c’hoaz, emaint er bagou, evit korna pa ve brum. N’eo ket aman, ôtrou barner, nann, nann, n’eo ket aman eo bet savet ar zon nag ôzet ar jalivari, nann !… Eur bannac’hig c’hoaz ?… Rak, ’m eus aon, skuiz oc’h, ôtrou : eur bannac’hig all a raio vad d’ec’h.

— Evelkent, Jaketa.

An ôtrou barner, eun tammig freantiz deut ennan, e dreid war an oaled, tomm d’ean, hag hen da gôzeal, ankouaet gantan e enklask. Eus a Dremedern an nevoa klevet brao ral ar jolori, ha gwalc’h e galon an nevoa c’hoarzet, o klevet kana ar zon neve. Hag e save e ziouskoa.

— Ober eun hevelep keflusk evit eun tamm jolori, eun tamm jabadao ! Fur nan eo ket, nann, fur nan eo ket ôtrou Kervarker : dimei d’e oad !… Gwelloc’h e vije bet d’ean bea bet deut da Dremedern da domma ganen-me ha da eva eur werennad flip. Dimei d’e oad !… Ha gant merc’h ar brigadier !… Dogan an tad, dogan ar mab-kaer !…

Hag e c’hoarze an ôtrou barner, hag e gof a ruilhe war e ziouvorzed.

An ôtrou barner yaouankaet, laouen meurbed, a fredone :

Pell zo eman Janedig oc’h esa kaoui an tu
Da gavout eur jimadell, ive eur c’habell du.
Ha breman, p’eo dimeet d’eun den a wad uhel,
Kôzeo neb a garo, e tougo ar c’habell.

— An hini a reas ar zon d’an tad ne oa ket eur bajanek, ha nan eo ket eur ginaouek an hini an neus savet hini ar merc’h ! a respontas, Jaketa.

— Hi ! hi ! hi ! a rê ar barner, o serri he lagad klei. Hi ! hi ! hi !… Eur wech all, neketa, Jaketa, e kanfet anei d’in penn-da-benn ?…

— Ya, ya, ôtrou barner.

Hag evel-se e oa bet grêt an enklask. Aet an enklask en kas.

Ma ! evelkent Janedig — ha daoust d’he jalivari da vea bet unan eus ar re gaera, an dudiusa marvad a oa bet biskoaz savet er vro — Janedig a zo itron : gwreg eur marc’heg eo, en karronz e teu pep sul d’an oferenn-bred ha d’ar gousperou. Pemzek kant skoed leve he deus hag eur maner… Breman e oar mat ar galleg, ive ar c’hadans. Mont a ra d’ar bal da Vontroulez ha da Roazon, darempredi a ra holl dudjentil Breiz-Izel.

Ankouaet gant Janedig jalivari he eured, ankouaet gant an noblans he gouenn dister. Janedig a zo eun itron.

Ar vartoloded, ar vererien, pôtred ar c’homananchou nan int ket ken ankouaüs : o evor a zo dounoc’h. Breman c’hoaz — kant vlâ tremenet a zo abaoe an eured — breman c’hoaz e talc’her koun eus jalivari itron yaouank Kervarker. He zon a ve kanet en eureujou, evit ar c’houlennadegou, evit malarje ha fest ar gwadigennou, ha, mar keret, lenner pe lennerez, me a gano anei d’ec’h evit frealzi eun tammig ho kalon hag ho spered, pa vefont lijennet gant ar velkoni pe an dristidigez.


————
  1. Birbilherezou kasus, bavardages.
  2. Kazekenn, jupon de tous les jours de nos paysannes.
  3. Ar c’hleier d’an daou dôl, les cloches à la volée.
  4. Pôtred o mestrennou, les gars aux paletots de campagne.
  5. Bajanek, peu fin, peu dégourdi.
  6. Divaoue, inintelligent.
  7. Jimadell, espèce de manteau.