Bilzig e bourz ar Vran
Diou c’hober, d’ar c’houlz-ze, a oa en porz Lokirek : ar Vran hag ar Big, gobiri a dregont tonnell. Evurus ar pôtr yaouank a lakae e zac’h en toull a-rôk hini pe hini anê.
Eun devez, kabiten ar Vran, Glaoda ar Moal, a deuas da gaout Saïg Jelvest : pôtr reut, sec’h an tamm anean, brudet den a zoare.
— Eur mous mat ac’h eus, Saïg ?
— Fe ! ya, eme heman, met c’hoant hoc’h eus marvad d’hea tenna diganen ?
— Ket, ket, pôtr kêz, met ezomm am eus eur mous krenv hag a skiant-vat en pehini e c’hallin lakaat va fians.
— Bilzig, Glaoda, a rafe hoc’h afer. Ya, ma vefec’h madelezus en e genver, neuze e vo sentus hag anaoudek. Pennek, imoriek : netra da ober gantan na dioutan, mar tro war an tu all. Ezomm an neus ar pôtr da c’honit e vara ha da zikour e vamm… Eur gwaz a raio ar pôtr-ze, ma ve aliet mat, bleinet eeun. Goulennet digantan, Glaoda, hag-en a vefe douget da vont ganec’h… Evit lavaret ar wirione, keun am mo d’am mous. Evurus evelkent e vefen ma ’c’h ambarkfe en bourz ar Vran… It da c’houlenn digantan.
Ha Glaoda da di Izabel.
Azeet ouz an daol, pleget war eun delienn baper, eur bluenn entre e vizied, e deod eun troalad er-mêz e c’hinou, Bilzig a c’houeze. Izabel war an oaled a entize an tan dindan he zoubenn.
— Debonjour d’ec’h, Izabel !… Deut on d’ho kaout a-beurz Saïg Jelvest, eme Glaoda… Eur mous am eus ezomm… Bilzig, na te a deufe ganen ?… Diou drederenn a lod eur martolod a po.
Bilzig a chomas hep respont eur pennadig.
— Saïg a zo bet mat em c’henver, kabiten ; n’hen guitaïn ket nemet gant e ôtre.
— Mat, mat sur !… Kê d’e gaout, mab, kê. Me a c’hortoio aman.
Azea a eure ouz an daol, sellet a eure ouz ar paper war behini e skrive ar pôtr.
Bilzig a redas da di Saïg. Heman, pa hen gwelas :
— Digemer mat ec’h eus grêt da gabiten ar Vran ?
— Saïg, c’houi a oar ervad penôs na guitaïn ho pag nemet gant hoc’h ôtre roet a galon vat. Ha c’houi a oar ive, neketa, Saïg, abalamour da betra.
— Ya, ya, va fôtr, pôtr mat out… keun am mo d’it, met kê war an a-rôk, n’ec’h eus netra ken da ober, netra ken da ziski en bourz ar Gwennili… Poan ha dienez a-walc’h ec’h eus gouzanvet, paour kêz pôtr !… Taol da zac’h en bourz ar Vran… Ha dreist-holl na goll ket an nord !
Hag evit kuzet an tammig krenidienn galon a c’hlebie e zaoulagad, Saïg a c’hrozmolas : « Bilzig, na goll ket an nord ! », hag e chik gant eun tôl teod eus e chod dehou en em gavas peg eus e hini klei. Eur grainchadenn.
— Ha breman, Bilzig, pôtr, krog out en da varrenn stur, barrenn stur da vuhe… Levi mat da vag, pôtr. Ha Doue da vleino !… Kenavo, mab !… Va gourc’hemennou da Izabel… Kenavo !…
Bilzig a zistroas d’ar gêr, evurus a dra zur, met evelkent serret e galon, eur vrumennig war vammenn e lagad. Pa erruas er gêr :
— Grêt eo, kabiten.
— Neuze gra da zac’h, da gabanenn a zo goullo… Ha breman lavar d’in petra a oas-te oc’h ober gant an delienn paper-man.
— Oc’h esa skriva eeun ha frêz, kabiten.
— Goût a ouzout lenn ?
— Ya. Met skriva a zo diêsoc’h : erru on evelkent da skriva mat.
— Ha c’hoant ec’h eus da ziski ?… Ma ! gwelet e vo.
Hag hen kuit.
Izabel a zastumas e zilhad d’ar pôtr, hag o sikas en e zac’h, eun tammig sac’h lïen-gouel. Tennet a zo eur c’holc’hed hag eun tapis gloan eus e wele.
Madelen a zouge ar zac’h, Bilzig ar c’holc’hed, Yannig ar siraj hag ar suroa. An tiegez, ar vamm hag an tri bugel, a deuas da ambroug Bilzig. Holl int aet beteg ar Vran. Izabel a rês d’ar pôtr e wele, a glenkas d’ean e dammouigou dilhad en-dro d’ar gabanenn.
Grêt da Vilzig e dammig neiz en bourz. Erru an noz, Bilzig gant ar vag vihan a zigasas e vamm hag e vreur hag e c’hoarezed en ôd.
— Kenavo, mamm Izabel !
Eur pok start da bep-hini anê.
— Kenavo, mamm Izabel !
— Kenavo, Bilzig !
An de war-lerc’h, da c’houlou-de, ar Vran a oa du-hont pell, pell, war ar mor, war hent Montroulez, aet da garga gwiniz hag had lin evit Landreger.
Evurus ar pôtr : Bilzig ac’h a breman da welet kêriou, broiou all, dishenvel diouz e vourkig.
Ar gobiri, d’ar c’houlz-ze, a garge, a gase, a zigase eus an eil porz d’egile marc’hadourez a bep doare, a bep ment : gwiniz, hei, kerc’h, segal, koad, had lin, had kanab, lin, kanab, mein-glas, mein-benerez, gwin, hag a bep sort traou all. Buanoc’h ec’h ê evel-se dre vor ar varc’hadourez eget dre zouar, ha dreist-holl e-pad an hanv. Eus a gichen miz meurz betek miz here, ar gobiri a c’honee arc’hant mat. Kabiten ar Vran, den a c’hir, a oa anaveet adalek Brest betek Sant-Malo, ha, pa errue en eur porz-mor bennak, atao e vije fret oc’h e c’hortoz.
Bilzig hag e gabiten en em rê brao ral : ar pôtr a oa prim gant e labour ; hag ar c’habiten, ma na gôzee ket nemeur ouz e vartoloded, an nevoa lagad sklêr, a ouie ober an disparti entre e dud.
Eun devez ma oa Bilzig war ar varrenn, brao an amzer anei, eur brizig avel Nord, ar Vran, flech hag all warni, a drec’he gant poan war ar mare tre er ganol ar Seiz Enezenn. Ar c’habiten a oa azeet war ar rouf :
— Ma ! Bilzig, falveout a ra d’it atao diski skriva ha niveri ?
— En fe, ya, kabiten !
— Ma ! mar kerez, me a zisko d’it ar pez a ouzon, rak, te ’oar, n’on ket gwall abil war an traou-ze.
Hag abaoe an de-se, goude koan, pa vije ar Vran eoriet er porz, ar c’habiten hag e vartolod yaouank, o daou azeet dirak taol ar gambr, a skrive, skrive. Poanius al labour. Niveri a rênt ive.
Bilzig, a-benn eun nebeudig, a oa deut da vea ken disket hag e vestr.
— Breman, pôtr, eme ar c’habiten, e vo red d’it diski da-unan. Heuilh va ali : pren, eur wech an amzer, eul levr bennak ; lenn, lenn, tre ma c’halli ; da empenn a labouro, astenn a raio e nerz hag e c’halloud. Ha marteze, piou a oar, marteze e teui da vea eun tammig kabiten eveldon-me, ha ze ne vo ket diês d’it, met eur c’habiten disket, eur c’habiten « long-cours ».
Komzou Glaoda n’int ket bet ankouaet. Bilzig, pa vije ar Vran en eur porz bras bennak, Brest, Montroulez, Sant-Brieg, ha pa ranke ar Vran chom er porz, a c’houlenne ôtre digant e gabiten da vont da labourat en bourz eul lestr all bennak da rei an dorn da lastra, dilastra, karga, diskarga : eur gwennegig bennak e c’honee evel-se ouspenn e c’hopr. Gant ar gwenneien-ze e prene levriou, rak e c’hopr a vije roet da Izabel : gwenneg ebet ne vire evitan e-unan.
Gant ar Vran Bilzig a frikas kranked [1] e-pad daou vlâ.
Deut ar pôtr da vea eur gwaz, pôtr yaouank a driouec’h vlâ, pôtr krenv ha kalonek, pôtr ive a skiant-vat, lemm a spered, ha, gant aliou ha kemennou ar c’habiten, eur martolod eus ar re wella. Ne oa ket eur garreg entre Brest ha Sant-Malo ha n’anavee ket. Goût a rê d’ar marv-vor pe gant ar mareou bras eus ar gourlenn hag an daze, nerz ar mare en-dro d’ar c’herreg pe en antre ar porziou. Dindan evor Bilzig an nevoa disket an holl draou-ze. Ha, keit ha ma oa bet gant ar Vran, Bilzig a gavas abeg, meur a wech, da implij e skiant a vartolod ha nerz e galon. Bilzig, evel m’an nevoa d’ean disket Saïg Jelvest, ne golle ket an nord.
En em blijout a rê Bilzig en bourz ar Vran, gonit mat a rê, ha c’hoant n’an nevoa ket da goll e gabiten, ken rust gant ar re all ha ken dic’hlorus gantan, ha ken mat.
Met Bilzig n’an nevoa ken kalz a amzer da chom en bourz ar Vran.
Ar Vran a oa bet o tiskarga had lin en Landreger, hag a oa gortoet en Perroz evit karga gwiniz evit Montroulez. Miz du anei. Berr an de.
— Alo ! pôtred, soukomp eur pennadig, hag ec’h errufomp er gêr evit Nedelek hag an de kenta ar blâ. P’hon devo diskarget hon gwiniz en Montroulez, e teufomp d’ar gêr, evit tremen ar goueliou. Alo ! pôtred, eun tammig soukadenn !…
Hag ar bôtred a boanie, tre ma c’hallent, gant plijadur.
Lastret ar c’hober, diskennet ganti ar stêr. Er-mêz, ar mor a zo groz, reut an avel.
— Mar gallfemp tapout Perroz a-rôk an noz ! Petra a lavaret ?…
Avel Su, ha du an noz.
— A zo gwall antre en Perroz, eme unan eus ar vartoloded.
— Goût a ran, a respontas ar c’habiten. Mar chom an avel en e Su, e tapfomp Perroz, met mar teu d’e west, han ! han ! mar teu d’e west !… Fall an amzer… Met chom aman ?… Ar Vran a zo krenv. Chom aman !… Pegeit ?… Da vihana, pa vefomp en Perroz, ne vefomp ket gwall bell eus ar gêr… Alo ! pôtred, petra, petra ’refomp ?
— Eomp ! eomp ! eme unan eus ar vartoloded, eomp ! Tre a zo, ha gant an tre, daoust d’an avel da vea a-benn… loveal a refomp.
— Ha ma na wasa ket an amzer, a lavaras ar c’habiten, a dra zur e kouskfomp en Perroz.
Euz riz er gouel bras, gant he gouel stê hag he fok bihan, ar Vran a sik he diarog el lamm. An tôliou-mor a freg war ar pont. Gwall fall eo evelkent an amzer, ha gwall rust ar mor.
— Erruout a rafomp-ni en antre Perroz a-rôk an noz ? Enk, enk eo, kerreg a bep a du.
An avel a zo deut d’e Su, a-benn krak. Gant an abardae barrajou arne a zav, glao hag avel.
— Red e vo d’emp kemeret daou riz, eme ar c’habiten. An avel a gresk… Amin ar fok.
Tri riz er gouel bras, eur riz er gouel stê. Trawalc’h gant ar Vran da ober.
Dre ma teue an noz, an amzer a wasae. Tourmanchi a ra. Ar Vran a zalc’h penn. Ar Vran dindan he zri riz a zav war ar wagenn evel eul lapous. Met an noz a deu, a deu buan.
— Poent eo d’emp erruout, a lavaras unan eus ar vartoloded ; poent eo d’emp : bremaïk ne welfer pekad.
Bilzig a oa azeet hanter gourveet en disklo al listenn en avel, an daou vartolod all en e gichen, serret en o siraj. Ar c’habiten, reut en e zav, stag ouz ar varrenn, e zaoulagad war ar c’hompaz sklerijennet gant eur c’houlaouenn, a levie. An tôliou-mor a gouee war ar pont, hag an dour a ruilhe dre an dalojou [2]. Tourmant ru. An avel a c’houibane, a skrije, a yude en drisou, en obanchou. An tôliou-mor a strope hag a frege war diarog ar Vran. N’eus forz.
— Tourmant ru ! a c’hrozmolas ar c’habiten. Ma vije eun tammig gwel… Du-pod, ken du hag en fin fonz puns an ifern.
Eun tôl-mor a deuas hag a goueas war ar Vran, a ziframmas ar c’habiten diouz ar varrenn, hag a begas anean ouz al listenn, evurus ma n’eo ket êt er-mêz. Semplet. Lakaet eo bet en e c’hourve a-hed al listenn dic’hlaoiet.
Bilzig a lammas war ar varrenn.
— Eun tôl-mor diwar eur garreg… red eo d’emp pellaat ac’han. Paravire ! Adieu vat. Chanje eo !
Hag ar Vran a viras a vord.
— Pelec’h omp ? a c’houlennas ar c’habiten, deut ennan e-unan.
N’ouzomp ket kalz… It d’ho kambr, kabiten… N’eus forz petra a c’hoarveo, e vefet galvet.
— Ket, ket, pôtr. E-tal da gichen e chomin… Ne dleomp ket bea pell eus an antre… Ma welfed eun dra bennak !…
Met kaer o devoa sellet, gwel ebet ne weler nemet ar mor dirollet, na trouz ne gleved nemet trouz an tôliou-mor o frega en-dro d’ar Vran, nemet yud an avel er greamant.
Hag ar Vran a lamme a-dreuz inoenn an tarziou-mor eus an eil wagenn d’eben.
— Pelec’h omp ?
— En antre, marvad, eme Bilzig. Ma vije breman eun tammig sklerijenn, e vefemp savetaet.
— Poan hon devo, Bilzig, va fôtr, d’en em denn ac’han !…
Ne oa ket e gomz gantan peurachuet. Kraaaak ! Ar Vran he deus stoket er garreg.
Bilzig war ar varrenn ne gollas ket an nord : petra ober ?
— Err er c’hober ! err er c’hober !… Avel en goueliou !… ma savo ar Vran war ar garreg, uhel, uhella ma c’hallo, pe marteze e c’hallo lammet dreist mar zo dour a-walc’h warni… Err er c’hober !…
Eul lamm euzus, eun tôl-mor a greuvas war ar Vran, a c’holoas anei hed-ha-hed, a zavas anei, ha, pa goueas, eur strak : ar wern d’an traon a-rez ar pont.
An tôliou-mor, evel chas-blei, a yud en-dro d’ar c’hober. Chacha, diframma a reont kement e kavent war o hent. Ya, met ar paour kêz Bran a zav gant pep tôl. Ar vag vihan a zo friket war ar pont ; an deleiou, ar ronviou a ruilh, a ziruilh, a-dreuz hag a-hed.
Eun tôl-mor all, ar Vran war e gein, hag e koueas war eur garreg all. Homan a oa skoazellet gant ar garreg dreist pehini ar Vran he devoa lammet. Eno ar paour kêz gober a chomas start : evel eur yenn eo en em siket entre diou beg garreg. Eno e chomo.
Bilzig, krog er varrenn, a zo astennet a-hed e gorf : ne oa ket bet diframmet gant an tôl-mor.
An tôliou-mor a yud war ar Vran dismantret. Met tre a zo hag ac’hane n’ ec’h aio ket : skoret mat eo eno.
Bilzig a zavas neuze en e zav.
Hag an daou all ?… Aet er-mêz gant an tôl-mor euzus a fregas warne.
Klasket an neus e gabiten. Petra eo deut da vea ?… Kavet an neus anean war diarog ar Vran, hanter varo. Poan an neus bet o tiskenn e gabiten er gambr : eno e vefont da vihana en disklo. Gallet an neus enaoui ar c’houlaouenn. Lakaet an neus Glaoda en e wele ; krena a rê gant an aoned hag ive gant ar boan. ar paour kêz kabiten. An tôl-mor an nevoa diframmet anean diwar ar varrenn, stropet anean ouz al listenn ha brevet d’ean e izili ; an eil tôl-mor an nevoa ruilhet anean beteg an a-rôg.
Eur voutailhad gwin-ardant a oa en armel ar gambr : roet an neus d’ean eur bannac’h mat.
Ar mor en-dro d’ê a groze, an avel a skrije : aman, da vihana, emaint en savete. Met e pelec’h emaint ?
— Hag an daou all, Bilzig ?
— N’ouzon ket, kabiten.
— Na gwasa tôl-amzer, pôtr !
Da c’houlou-de, an avel a zinerzas eun tammig. Pa zavas war ar pont, e welas ar Vran entre diou garreg uhel : unan anê a roe skoazell d’ar Vran eus tu ar mêz hag he devoa miret na vije bet dismantret krenn gant an tôliou-mor ; eben a dorre nerz an avel diwar an douar.
— En antre Perroz omp, kabiten, eme Bilzig.
Ar Vran a zo dizoloet abret gant ar valtouterien hag ar besketerien, hag, a-rôk kreiste, an daou bunseo a oa en o gwele e-barz gwella osteleri a oa en bourk Perroz.
Bilzig, tomm d’ean, an neus grêt eur gouskadenn vat, met ar paour kêz kabiten, brevet e izili, ne oa ket evit serri e zaoulagad. N’an nevoa grêt nemet klemm e-pad an noz ; alter an nevoa bet ive.
Pa deuas an de, e c’houlennas pelec’h e oa e vartolod.
— Aman, kabiten, en ho kichen.
— Digaset ec’h eus ganit an arc’hant ?
— Ya, kabiten… dindan ho plueg eman.
— Mad, pôtr.
Digaset eo bet d’ê gant ar besketerien o dilhad hag an traouigou o deus kavet e-barz ar Vran.
An derzienn a goueas war ar c’habiten : ar boan izili hag ar yenienn an nevoa tapet a greskas e glenved. Bemnoz an alter a lakae e wad da vervi.
An ôtrou person a deuas d’e welet.
— Gwell glanv eo ar c’habiten, emean. ’M eus aon, poan an nevo d’en em denna alese.
Pa deuas ennan e-unan, an ôtrou person a lavaras d’ean an doare.
— D’eur martolod eveldoc’h-hu, emean, e c’haller lavaret ar wirione.
Blankaat a rê buan ha buan, hag an derzienn nag an alter ne dremenent ket. Kovesaet eo bet, ha nouet ar c’hlanvour.
Glaoda a c’houlennas digant ar beleg digas gantan tra da skriva ar pez an nevoa da lavaret d’ean : pôtr yaouank koz viret a oa Glaoda.
C’houec’h devez goude punse ar Vran e varvas he c’habiten. Bilzig atao a chomas gant e gabiten, e-pad ma eo bet en buhe. ha war e arched an neus taolet ar c’henta dour binniget.
— Mat eo bet em c’henver. Doue da bardono e anaon !…
Hag e-unanik goude an interamant e teuas d’an osteleri hag eno e ouelas, e ouelas gwalc’h e galon.
War-dro an abardae, an ôtrou person a deuas d’e gaout :
— Ho kabiten, va fôtr, a garie ac’hanoc’h a-greiz e galon : roet an neus d’ec’h e holl peadra. Setu ar paper. Tri c’hant skoed a zo er yalc’h-ma : peb a gant da wrage an daou vartolod, kant all da Izabel evit he zikour da zevel he bugale, hag ar gwenneien all a deuio eus punse ar c’hober a vo d’it. D’it ive an ti hag ar parkeier a oa d’ean. Ha selaou breman petra an neus skrivet evidout.
« Evel ma c’houzon dre anaoudegez vat penôs Bilzig, eus e hano Y. Tanguy, a zo bet eur pôtr mat evit e vamm Izabel, evel ma eo bet atao evidon eur martolod mat hag eun den a zoare hag a skiant-vat, e fell d’in rei d’ean va holl feadra evit hen skoazella, evit rei d’ean ar sikour an nevo ezomm evit kendelc’her da vea eun den fur, eun den a vadelez, evit ma teuio da vea eur gwaz, talvoudek d’e dud ha d’e vro. Marteze eun devez e vo eur c’habiten, eur c’habiten e-touez ar re wella. »
Setu e skrid, Tanguy.
— Otrou person, grêt e vo herve e youl, eme Bilzig, e galon ankeniet, an dour en e zaoulagad. Bennoz Doue d’ean, ôtrou person ! Bennoz Doue d’ean !…
An de war-lerc’h, goude oferenn ar zervich bras, ar pôtr ac’h ês da gimiadi diouz e gabiten ; hag eno, war e be, en e galon, grêt gantan al le da heuilh penn-da-benn youl madelezus e gabiten.
Sevel a eure c’hoaz war beg ar c’hastell : ac’hane e tizoloe ar vered hag ar c’herreg war bere e oa bet dismantret ar Vran.
— Kenavo d’it, Bran gêz !… Kenavo d’ec’h, va c’habiten !…
Lezel an neus entre daouarn an ôtrou person an arc’hant hag ar paperiou. Goude e teuio d’o c’herc’hat.
— Roit d’in evelkent eur gwennegig bennak, ôtrou person, evit mont e beaj, evit prena ive eun draïg bennak d’am mamm Izabel, d’am breur ha d’am c’hoarezed : setu erru an de kenta ar blâ.
Dont a eure war e droad betek Lannuon. Eno, prenet gantan o derou mat d’ar vugale ha d’e vamm, e kavas eur c’harr evit hen dougen betek Sant-Efflam. Ac’hane, a-dreuz an arvor hag ôd Lokirek, ec’h erruas er gêr a-rôk serr-noz.
Izabel hag he bugale a oa gant o c’hoan. Izabel, pa hen gwelas :
— Uchekon ! pôtr. A belec’h e teuez-te ?
— Eus a Berroz, mamm.
— A Berroz ?… Petra a zo bet c’hoarveet gant ar Vran ?
— Ar Vran a zo kollet, mamm.
— O Jezuz ’ta va Doue !
— Ya, en nozvez an tôl-amzer… An daou vartolod a zo beuet.
— O Doue ! Hag o gwrage ? Hag o bugale ?… Santez Vari !…
— Ar c’habiten, mamm Izabel, a zo maro. De a-rôk dec’h eo bet beziet en Perroz, ha va-unan, mamm, va-unan…
— Na pebez glac’har ! na pebez spont, va Jezuz !
— A-rôk mervel, mamm, a-rôk mervel… (poan an nevoa ar pôtr o tigech ar giriou), a-rôk mervel, an neus roet d’imp e beadra, e di, e barkeier. Peb a gant skoed e ro d’an diou intanvez, ha d’ec’h ive kemend-all.
Izabel a chomas sebezet : ne oa ket evit komz.
— Setu ive, mamm, traouigou am eus prenet d’ec’h ha d’ar vugale.
Hag hen o tispaka eur mouchouer gloan da Izabel, eur gorfenn mezer da Vadelen, eur oueledenn da Gatellig, eur boutou goloet hag eun tok da Yannig.
— Ha kant skoed ho po ive, mamm Izabel. Ar pez a vano a vo implijet goude, herve youl ha skrid ar c’habiten.
Izabel a zavas eus taol : dont a eure da gaout he mab hena azeet war penn ar skaon.
— O va mab, va mabig !
Hag Izabel a ouele ; an daerou a ruilhe war he diouchod, en eur bokat da Vilzig. Ha ne oa evit lavaret nemet « O va mab, va mabig ».
— Tavit, mamm Izabel, tavit… Na pegement a boan hoc’h eus-hu gouzanvet evit sevel ho pevar bugelig !… Doue an neus bet true ouzoc’h. Ar c’habiten a ouie mat talvoudegez ho puhe. Pa gôzee diwar ho penn, e vije atao evit ober ho meuleudi, anaveout ho nerz-kalon. « Eur vamm vat, Bilzig, a lavare-hen atao, eur vamm vat Izabel ! » Hag abalamour da ze, marvad, an neus roet d’ec’h ar pez a oa d’ean.
Gwelet e oa bet ar pôtr oc’h erruout er gêr, ha, nebeud goude, an ti a oa leun a dudi, deut da c’hoût ar c’helou. Gwrage an daou vartolod a oa deut ive evit goulenn eus doare o gwazed.
True a oa gwelet an diou wreg, pa o deus klevet maro o gwazed. Ha piou ne vije bet mantret e galon o klevet klemmou hag hirvoudou an diou intanvez. Tristidigez buhe ar vartoloded hag hini o gwrage !…
Ar zizun war-lerc’h, Izabel, he bugale hag an diou intanvez o deus feurmet eur c’harr evit mont da Berroz.
An ôtrou person an neus roet da bep-hini ar pez a oa dleet d’ean. Eur c’hant skoed all a oa bet pichotet eus an tammou a oa bet tennet eus ar Vran : goueliou, kerden, chadennou, koad, houarnach. An arc’hant-ze a zo bet rannet entre an diou intanvez. Evurus Izabel da ober plijadur d’ê ha d’o bugale vihan, sonj mat d’ei en deiou glac’harus he devoa gwechall gouzanvet.
Breman echu eviti an dienez, an dristidigez.
Eun nebeud devejou goude e teuas da chom da di Glaoda ar c’habiten. Met gwir eo ar pez a lavar ar re goz : an traou am eump bet darempredet a zalc’h eun tamm eus hon buhe : o zilezel a zo eun dristidigez. Hag Izabel, pa deuas er-mêz eus he ziig evit mont da chom da di ar c’habiten, a zellas outan gant trugare. Ha war he mennoz e savas evel eun êzenn a zouster : koun ar poaniou kri he devoa eno bet gouzanvet, koun al levene dibaot met kunv ha ken dous c’hoaz d’he c’halon he devoa bet eno tafeet.