Mont d’an endalc’had

Bilzig er gêr, goude punse ar Vran

Eus Wikimammenn
Ad. Le Goaziou, leorier, 1925  (p. 178-181)



IX


Bilzig er gêr, goude punse ar Vran


Er gêr eman Bilzig, hag e chomo, e-pad eun nebeud, kent mont adarre war ar mor. Bilzig ac’h aio hep dale da redek e reuz, da heuilh e ouienn [1] : red e vo d’ean mont da ober eur veaj hir evit diski e vicher. E gabiten, meur a wech, an nevoa roet an ali-ze d’ean, ha Saïg, e vestr kenta, an nevoa lavaret d’ean :

— Pôtr kêz, ne vi ket eur martolod, ken ma po grêt eur veaj e mor ar Su, hag e bourz eun teir-gwern. Eno e tiski bea martolod ; eno, evel ma ’c’h out pôtr diskuiz [2], ma teu ar c’habiten da deuler e evez warnout, e tisko d’it an holl skianchou a rank goût ar gabitened evit hencha o listri war ledander ar moriou bras. Ac’hanta, pôtr, ar voul a ruilh ganit. Kerz, red war he lerc’h hep dizalani. Arabad koll an nord, te ’oar.

D’ar c’houlz-man, Bilzig a oa pôtr a driouec’h vlâ, hanter hir ha moan treut, e fri, tougn gwechall, a oa hiraet, hag e c’hinou, eun tammig re ledan marteze pa c’hoarze ar pôtr, a zizoloe diou regennad dent gwenn ha lemm, yac’h meurbed. Krenv a gorf hag a spered, hep pleg na displeg, ha, pa zigore warnoc’h e zaoulagad gwer-c’hlas, eeun ha sklêr, ar skiant-vat enne a bare. Met rust a oa ar pôtr, ken kalet a oa bet e vuhe, goaper ive eun tammig, re marteze, hag atao imoriek, met pôtr a galon vat hag anaoudek e-kenver an hini, a garie. Moustra a rê, tre ma c’halle, war e imor : a-wechou e vije gonidek, alïesoc’h trec’het.

Gant an oad e oa deut da vea eun tammig donet, muioc’h douget da glask kompagnunez ar bôtred hag ar merc’hed yaouank. Mont a rê gante e-pad ar goanv d’an ti-nean, e-pad an hanv d’ar pardoniou. Met plac’h yaouank ebet ne zarempreda : n’an nevoa mestrez ebet.

Pell, pell amzer e oa abaoe m’an nevoa grêt ar pôtr e zibab, abaoe m’an nevoa faoutet gant e gontell biz-meud eur plac’hig yaouank ha sunet d’ei he gwad, abaoe m’an nevoa hi dalc’het semplet entre e ziouvrec’h, abaoe end-eeun ma oa bet deut, hi hag he mamm, evit hen trugarekaat : he mouezig he devoa sederaet e galon, he skeudenn a blac’hig kunv a oa antreet en e evor. He daoulagad o devoa sellet outan ken madelezus, hag he dornig munut a oa ken flour en e zorn ken kalet !

Abaoe an devejou-ze, pep sul, keit ha ma voe bet gant ar Gwennili, an nije plijadur o welet anei o tiskenn d’ar bourk evit mont d’an oferenn-bred, evurus p’he dije taolet eur zell etrezeg ennan, evurusoc’h c’hoaz pa wele anei daoulinet war skabell voulous an ôtrou kont Tremedern. Sellet outi a oa evitan eun dudi.

Paour kêz Bilzig ! Rak n’eo ket ar boan d’ec’h fazia. Bilzig a anavee mat an holl speurennou savet entre eur paour kêz mous ha merc’h an ôtrou kont.

En e galon, doun-doun an nevoa kuzet e garante a vugel. Hag eno, en disheol, e galon an nevoa lezet anei da gellida, da ziwana, da vleunia, bleuennig kizidik ha tener.

Bilzig a ouie ervad penôs biskoaz e garante dinamm abeg ebet n’he dije d’en em ziskouea : kuzet e oa, kuzet e chomo.

Plijadur an nevoa, laouen e oa e galon, pa wele an dimezellig : levene an hini, a wel eur vleuenn gaer o para el lïorz, pehini ne zigoro biken evitan e zor. Met an heol a bar evit an holl ha war an holl ; ar garante ive a bar war galon hen-ha-hen, ne vern ket pelec’h he had a goueo, pelec’h e wrienno, na pelec’h e tisplego he bleuenn. An holl dud dirak he lentegez a zo grêt gant eun hevelep danve, ha kalon eur roue dirak he galloud ne dalv ket muioc’h eget hini eur paour kêz.

Marteze ar garante-ze kiriek a oa bet m’an nevoa Bilzig kement poaniet, ken pell kendalc’het da ziski lenn, skriva, evit prena levriou, kiriek ive m’an nevoa Bilzig moustret kement war e imor ha ken alïes trec’het warni. Piou a c’hallo biken poueza e balans ar vuhe talvoudegez eur vennoz a garante war spered ha war galon eun den yaouank. Buhe Bilzig a zo bet sklerijennet, holl alaouret gant an êzenn kunv ar garante a c’houezas abret war e galon a vugel paour hag emzivad.

Er gêr eta Bilzig a chomas e-pad ar goanv, e-pad an tri miz rusta evit ar vartoloded. E-pad an amzer-ze, peurdisket an neus da Vadelen lenn ha skriva rez ha frêz, ha d’e vreur Yannig skriva ha lenn plen. Met heman a oa kaletoc’h e benn.

Gant miz ebrel e teuas an amzer vat, hag, eur zadornvez, Bilzig ac’h ês da Vontroulez. Meur a lestr a oa er porz. Eur viskinenn a oa karget a hei evit an Naoned : dustu eo en em ginniget evit bea lakaet war ar roll. Digemeret eo bet gant ar c’habiten.

— Diziou, pôtr, ec’h afomp er-mêz.

— Dimerc’her, a-rôk an noz, me ’vo en ho pourz, kabiten.

An de war-lerc’h e oa sul Fask. Bilzig a oa evurus. Gwelet an neus o tiskenn eus o c’harronz an itron ha dimezell Tremedern. N’an nije ket bet kuitaet e vro, e galon laouen, ma n’an nije ket bet gwelet an dimezell yaouank. Sellet he deus outan, anaveet he deus anean, hen goût mat a ra. Ha d’ean he deus goustadik mousc’hoarzet ; n’he deus ket eta ankouaet penôs Bilzig an nevoa d’ei gwechall savetaet he buhe. Da eo d’e galon sellet outi.

Pegeit e vo breman hep gwelet he ment vrao a bôtrezig, bremaïk eur plac’h yaouank ?…

— Netra anei, eur plac’hig a netra ! a c’hrozmole ar vartoloded koz.

— A netra, pôtr kêz !… Me a zalc’hfe anei war balv va dorn !… a lavare da Vilzig unan eus e gonsorted.

Bilzig ne lavare netra, met ne venne ket nebeutoc’h.

Aet int en o c’harronz, met ar skeudenn a zo doun siket en kalon ar pôtr : gantan ec’h a da vont war ar mor. Hi a sklerijenno buhe ar pôtr hag a zigaso anean d’ar porz ha d’ar gêr, fidel d’ar garante an neus roet hep fe nag esperans.

Ar merc’her goude kreiste eur c’harr a skoras war ar c’haë dirag ar Varikita. Bilzig a lammas dioutan, tapout a eure e zac’h dilhad, diskennet anean e toull a-rôk.

Ha gant e vamm, gant Madelen ec’h ês da ober eur bale e kêr. Diskoueet an neus ar staliou d’e c’hoar ; prenet an neus d’ei eur mouchouer-goug ha d’e vamm eur chapeled, d’ar re vihan peb a c’hoariell.

Ar c’harr a zo adarre e-kichen al lestr.

— Kenavo, mamm Izabel !… Kenavo, Madelen !… Eur pokig da Yannig ha da Gatellig !…

Start an neus briatet e vamm Izabel.

— Kenavo, mamm Izabel !

Huo ! huo !… Ar marc’h gant e hent.

— Kenavo !…

Pegouls breman e vo an distro ?


————
  1. E ouienn, son instinct.
  2. Pôtr diskuiz, garçon dégourdi.