Mont d’an endalc’had

Lizer Bilzig d’e vamm Izabel

Eus Wikimammenn
Ad. Le Goaziou, leorier, 1925  (p. 182-183)



X


Lizer Bilzig d’e vamm Izabel.


Naoned, an 20 a viz mae 1787.

Va mamm ger Izabel,

Abaoe hon disparti petra a neve en tiegez ? Setu an hanv : ar vugale d’ar c’houlz blâ n’o deve ket amzer da vea klanv. Ha c’houi, mamm, taolit evez ive d’ho yec’hed.

Evidon-me eur veaj vat am eus grêt. Brao eo bet an amzer, hag ar Varikita gant he martoloded a zo erruet en stad vat en Naoned. Eur gêr vras, mamm Izabel : Montroulez en he c’henver a zo eur gêrig. Gobiri, biskinennou, goelettinier, teir-gwerniou a zo niverus, stag a-hed ar c’haeiou. Noz-de, karga, diskarga a reont marc’hadourez deut eus pevar c’horn ar bed. Biskoaz n’hoc’h eus gwelet eun hevelep keflusk.

Evel ma oa bet divizet gant kabiten ar Varikita, kent kuitaat Montroulez, dilezet am eus bet e viskinenn, evit mont war roll ar Gornaouek, eun teir-gwern karre eus an Naoned, eul lestr a bemp kant tonnell neve-flamm. Gantan ec’h an da ober eur veaj daou vlâ.

Daou vlâ, mamm Izabel !… A-benn an distro, Madelen a vo plac’h yaouank. Ha Yannig ?… Ha Katellig ?… Ha c’houi. mamm ?… Doue d’ho kendelc’her en yec’hed !

Ganen a zo eur martolod eus a Bennenez, Kerlirzin : Mourzig, c’houi ’oar, a vije grêt anean. An eil gabiten, eur pôtr yaouank a eiz vlâ war-nugent, a zo ginidik eus a Enez-Vaz. Hag ar mous enni a zo eus Plougasnou. Ar re all a zo Bloc’higed pe C’hallaoued.

Disul d’ar beure e kuitafomp ar porz, hag en hent etrezeg an Indez hag ar China.

Petra a livirin-me d’ec’h ouspenn ?… En em diwallet, en em gendalc’het evit ho pugale, evit ive ho pôtr kosa, hen drouk gwechall, pehini hoc’h eus ranket gourdrouz ken alïes, ha pehini evelkent, mamm Izabel, ho karie eus a greiz e galon.

Eur pok start da Vadelen, da Yannig, da Gatellig, ha d’ec’h ive, va mamm, evit ho madelez e-kenver eur bugelig emzivad. Bennoz Doue d’ec’h, hag eur pok start, start d’ec’h, va mamm ger !

Va mennoz alïes a deuio karantezus da nijal etrezek va bourkig ; dont a raio da azea ganec’h ho pevar war an oaled e-pad ar goanv-noz ; ganec’h e teuio da ober eur gôzeadenn, da respont ar pedennou, kent monet da gousket.

Ha c’houi, neketa, mamm Izabel, eur wechig an amzer, a raio eun tammig distro war an hini a zo aet pell, pell !… Ha, pa grozo ar mor war vili ar Vranniou, war gerreg an ôchou, pa yudo an avel er gwe tilh a zo el lïorz a-dreg an ti, c’houi, neketa, va mamm ger, a zavo ho mennoz etrezeg an hini a zo aet kuit, c’houi a lavaro eur bedennig evit an hini a zo pell diouz e vro, pell diouz ar re a gar hag a zo bet evitan bepred trugarezus, bepred madelezus.

Eur pokig c’hoaz d’am breur ha d’am c’hoarezed. Ha d’ec’h, mamm Izabel, eur pok anaoudek ha karantezus digant ho mab hena.

Y. TANGUY,
martolod
en bourz ar Gornaouek
eus an Naoned.


DIWEZ