◄ Steredenn ar mor | Eur belek mad | Eur vamm hag he bugel ► |
- Mementole prœpositorum vestrorum qui vobis locuti sunt verbum Dei : quorum intuentes exitum conversationis, imitamini fidem (Hebr. Ch. XIII. 7.)
- Dalc’het sonj euz ar bastored ho deuz prezeget d’e-hoc’h komzou Doue ; hag o welet penoz ez int maro, bezit evel-d-ho tud a feiz.
- War don : Eunn Doue hep-ken a adori.
Kerloc’h, kousk e peoc’h, va mignon,
Bet oud belek mad ha gwirion ;
Doue, da nesa c’heuz karet,
Ar beorien noaz a c’heuz gwisket.
Karet a c’heuz ive, dreist-holl,
Ar Werc’hez, Itron Remengol ;
Gra breman e peoc’h da ziskuiz
E douar santel he iliz.
Ken a zeuio enn da skouarn
Da zon trompil skiltruz ar varn,
Kalz krevoc’h evit Irouz ar c’hueor,
Kalz krevoc’h evit trouz ar mor.
Sant Kaourintin, sant Gwenole,
Ann Eskop Gwenn, Gravran ive,
Ho deuz enn env digemeret
Da ene glan, gant joauzded.
Lavar d’ezho ha da zent Breiz,
E kendalc’homp bepred er feiz ;
Lavar d’ar roue-koz, Gralon,
Ez omp bepred tud a galon.
Kerloc’h, e palez ann Dreinded,
Ped Doue ’vit da vignoned,
Hag ez aint ive da repoz
Gan-ez e joa ar Baradoz.