Steredenn ar mor
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ave Maris stella.
Ave, maris Stella !
- War don : Kantik ar goumunion.
Salud ! steredenn ar mor, patronez Breiz-Izel,
Salud ! Gwerc’hez Remengol, Gwerc’hez teir gwech santel ;
Salud ! Gwerc’hez Remed-holl, mamm vad ar Vretoned,
Enn env, er mor, enn douar, gloar, enor d’hoc’h bepred !
Ia, salud d’e-hoc’h, Gwerc’hez, salud gant karantez,
Rouanez vraz ann Arvor, rouanez ann elez !
C’houi a zo er Baradoz, gant ann Dreindet o ren,
N’hoc’h euz a-zioc’h ho tron nemet Doue hep-ken.
O Gwerc’hez muia karet, merc’h ann Tad eternel,
Choaset ’vit mamm hor Zalver a-rok dont da c’henel ;
Enn despet fazi Adam, c’houi zo bet konsevet
E korf glan santez Anna, er mez a hep pec’hed.
’Vit sec’ha daelou ann dud a ioa holl o ouela,
Enn ho chadennou pounner aboue pevar mil vloa,
Choui hoc’h euz douget nao miz Jezuz, Roue a c’hloar,
Evit p’hini oa re striz ann env hag ann douar.
Souezet demeuz eur renk ker braz ha ken huel,
Ann holl dud zo bet ganet hag ar re da c’henel,
Euz al lec’h ma sao ann heol beteg al lec’h ma kuz,
A-rok diskenn enn ho bez, ho prudo evuruz.
Gwerc’hez, hoc’h holl bugale beteg heur ho maro,
A garo, a vinnigo, a veulo hoc’h hano :
Rak bemdez, e Remengol, c’houi ro d’anavezout
Ez eo ho madelezou ker braz hag ho kalloud.
Piou a c’hallfe niveri ann holl madoberou
Hoc’h euz gret e Breiz-Izel, hag enn kalz a vroiou ?
Piou a c’hallfe lavaret en deveuz ho pedet
Hep kaout hervez he c’houlenn, ha rak-tal he reked ?
Difenn a rit ann Iliz hag ann hano kristen,
D’ar beorien noaz, ankeniet, e roit ato souten ;
Dre garantez e choumit enn iliz Remengol
Aboue pemzek kant vloa, ’vit diboania ann holl.
Hag a dud klanv, mac’hagnet, ho deuz bet ar c’herzet !
Ped bugel paour e langiz ho deuz bet ar iec’hed !
Hag a vammou ankeniet, hag a briejou kez,
Lakeet seder ha laouen ; bennoz d’ho madelez !
D’ann eil euz a viz even , sadorn ar pardon braz [1],
Enn iliz sakr Remengol kalz tud a zigwezaz ;
Dindan ar glao, ann avel, hag ar stourm ar gwasa,
E teu pelerined, laouen, enn eur gana.
Ann aotrou ’nn Eskop kerkoulz hag ar belerined,
D’ar zadorn e Remengol a zo en em gavet ;
Gant joa vraz en deuz gwelet, enn desped d’ann amzer,
E voa leun, evel bep bloa, iliz mamm hor Zalver.
« Kenavo ! Gwerc’hez santel, da vloa e teufomp c’hoaz
» D’ho kwelet evel hirio, devez ho pardoun braz !
» Kenavo ! pa deuio hon tud kez war ho giz,
» Gant peb a c’houlaouen goar e teufomp d’hoch iliz.
» En em strinkomp d’ann daoulin ni holl tud a c’hlac’har,
» Dirak ar vrasa santez a zo war ann douar,
» Evit ma plijo gant-hi rei d’e-omp, evit mennad,
» Eur vuez hirr hag euruz, feiz kre, eur maro mad.
» Distroomp brema d’ar ger gant peb a vedalenn
» Evit rei d’hor bugale, ha d’hon tud da zougenn ;
» Dre hon Tad Santel ar Pab eo induljansiet,
» Ha war galon pep kristen e tle beza douget. »
Evel-se e kimiade teir vrek paour diarc’henn,
Deut da bardon Remengol gant ho gwialenn wenn ;
Deut minlin mad euz ar ger, da zadorn ann Dreinded,
Gant eunn niver braz a dud hag a belerined.
Goude beza gret teir zro d’iliz Mamm Breiz-Izel,
Beza poket d’ann oter ha d’ar skeudenn zantel,
Ho deuz kemeret ho hent, laouen, enn eur gana
Ar gwerziou kaer a zo gret d’ann Itron Varia.
Pa oant o vont da dremen dreist eur menez huel,
E parrez Landevennek, dirak tour Plougastel,
Unan euz ann teir vreg-man enn he zav a choumaz,
Ha d’he diou vignounez all kerkent a lavaraz :
« Sellet ’ta ouz ann amzer ! ann oabr a deu teval.
» Doue ! pebez tarz kurun ! klevit-han o strakal,
» Spontuz war-lerc’h al luc’hed, dre volz ann env huel,
» Evit gervel ann arne zo du-hont o sevel. »
Ar glao a gouez a varrad, ann avel o iudal
A lak ar gwez da blega hag ar mor da grozal.
Doue ra viro e ve eul lestr bennag brema,
Dindan eunn amzer ken garv, o vont da berissa !
Gwelet a rann dirak Brest, siouaz ! e kreiz ar rad,
Eul lestrik paour bransellet, o trei hag o lampat ;
Kannet gant ann avel foll, ha gant ann toliou mor,
Evit lier lonka a-bez ar weled zo digor.
Ar gweliou zo diframmet, brevet eo ar wern vraz,
Ha drastet barrenn ar stur : war al lestr ze, siouaz !
Ez euz goazed, bugale, gragez vont da veuzi ;
Gwerc’hez vad ho sikourit ! emaint oc’h ho pedi.
Enn oabr, e-kreiz ann diroll, e weler o tarza
Eur sklerljen lugernuz, sklerijen ar gaera.
« D’ann daoulin, mignoned kez, ne d-aimp ket da goll,
» Setu aman dira-z-omp, Gwerc’hez sakr Remengol !
» Gwelet a rann he zae gaer e mezer arc’hantet,
» He mantel aour hag he gwel glaz ha steredennet ;
» Enn aour glan hag e perlez ema he c’hurunen,
» Eur c’helc’h skeduz, ’vel ann heol, a zo enn dro d’he fenn. »
Pellaat a ra ar c’houmoull, ar glao zo spaneet,
Dirak Gwerc’hez Remengol ann avel zo tavet.
Sioul eo breman ar mor, sioul eo ar c’hurunou,
Ann dud paour war ho lestrik a gan meulodiou :
« Bennoz ! bennoz ! d’e-hoc’h Mari, mamm vad tud ann Arvor !
» Choui a zo enn gwirione steredenn gaer ar mor ;
» Plijit kenderc’hel bepred da zelaou hor pedenn !
» Hor fizianz, goude Doue, a zo enn-hoc’h hep-ken. »
Erruout a ra enn od al lestr saveteet,
He hano, Mari-Anna, a zo var-n-han skrivet.
Etre ar vartoloded hag ann dremenerien
Ez euz, gant ar vugale, dek ha triugent den.
Goude ma oant enn douar dre vurzud diskennet.
En em lakont diarc’henn hag e korf ho roched ;
Ha rak-tal da Remengol kerzont, enn eur gana.
En eur gana da Vari : Ave, maris Stella !
Pa oant o vont enn iliz, gant gwir devosion,
E oa ar c’hleier o son ’vit ar brosesion ;
Goude beza daoulinet ez-int en em laket,
Ann daelou ’nn ho daoulagad. touez ar belerined.
E dorn pep-hini, eno, ez euz eur c’houlaouen,
Ha medalenn Remengol a luc’h enn ho c’herc’henn,
Evit renta testeni da dud ann holl vroiou
E ve, da gement hini he doug, gret burzudou.
Ne d-eo ket hen-nez hep-ken ar burzud e deuz gret,
Devez pardon Remengol, ar Werc’hez vinniget :
Ne c’hallfenn ket ho skriva ma ve red d’in henvel,
Kement burzud, en deiz se, zo gret e Breiz-Izel.
Dindan ho proteksion ni en em laka holl,
Mamm vad ann dud ezommek, Gwerc’hez sakr Remengol ;
Diwallit hp pugale, hag enn deiz, hag enn noz ;
Plijit, goude hon maro, hor c’has d’ar Baradoz.
Mar deu arne da zevel hag avel da iudal,
Mar deu ar glao da gouea hag ar mor da grozal,
Diskennit c’hoaz war ann oabr, da gas ann arne pell,
Ha da viret enep drouk hor bro gaer Breiz-Izel.
Tadou, mammou, bugale, deut gant devosion
Da bedi evit ho tud a zo war ar mor don ;
Deut da iliz Remengol, iliz ann holl Remed,
Hag e welfet ho tud kez, d’ar ger d’e-hoc’h digaset.
- ↑ Er bloaves 1860, eunn niver braz a listri a zo en em gollet, tud ha madou, epad ar gwall-amzer a rene er bloavez-se. Evelato, kalz a dud ho deuz gallet savetei ho buez hag ho listri, enn eur bedi a galon ann Itron Varia Remengol.