Mont d’an endalc’had

Eur vamm hag he bugel

Eus Wikimammenn
◄  Eur belek mad Eur vamm hag he bugel Iliz ma farroz   ►


EUR VAMM HAG HE BUGEL

————

DA VA MAB KER, POL-MARI AR SKOUR

————

War don : Ni ho salud, Steredenn vor !

Doue Gralon ha Gwenole,
Taolit eur zell a drugare
War va bugel nevez ganet,
Evit ma ho karo bepred !

D’e-hoc’h her gwestlann, o va Doue !
Da Werc’hez Remengol ive ;
Hi eo rouanez ar bed holl,
Hi a viro na d-ai da goll.


Va mabik, va elik Doue,
Va elik dous, va c’harante,
Te a zo koant enn da gavel,
Koant ha laouen, evel eunn el !

Ar vuez-man a zo c’houero,
Karget a boan hag a zaero ;
Doue roi d’id, va bugel paour,
Feiz, esperanz, eur galon aour !

Eur galon aour ha karantez
Da dremen leal da vuez !
Ra vi bepred karantezuz,
’Vel ma oa ar mabik Jezuz !

Petra vezi war ar bed-man ?
Evel da dad eunn den a boan !
Marteze vi barz pe beleg,
Soudard, martolod pe tieg ?

Doue hep-ken oar ann dra-ze,
Ha ra vo gret he volonte !
Er joausted hag enn anken,
Bez, va map, stard enn he lezenn.


Dindan ar walenn a gasti
Plega aliez a ranki :
Ann eurusded na gaver ket
E-pad ar vuez war ar bed.
 
Kemer da boan a galon vad ;
Choarz ha dour war da zaoulagad,
Pa deui ann deiz ma vi skoet
Gant ann anken ha treid ar bed.

Pa vi gant ann holl dilezet,
Pa vo da galon baour mantret,
Beuzet enn eur mor a c’hlac’har,
Sell, va mab, sell Mene-Kalvar !
 
Kousk aze brao, c’hoaz oud bihan,
N’ouzout ket c’hoaz petra eo poan,
D’as oad ar bed zo ’r baradoz ;
Ann den a oar se, pa vez koz.

Kar da vamm, va elik Doue,
Mervel evid-oud a rafe ;
Enn he c’hozni, enn he foanio,
Va map, te zec’ho he daero.


Pa vezi braz, hi a vo koz ;
Pa vo maro, evit repoz,
Laka he c’horf enn disheol
Enn bered santel Remengol.

Kar ha ped ann Aotrou Doue,
He vignoned, sent Breiz ive ;
Kar ha ped Gwerc’hez Remengol,
Ha birviken ne d-i da goll.