Darn a veler touzet gant ar fals Purgator,
War gement-ze m’euz gret eur pennadik histor.
Rag aoun ouz an ifern darn all zo o vouga ;
Eur gomzik d’ar re man m’euz mall da zisplega.
« Petra, ma mabik paour, petra m’oud a ze c’hoaz,
Hep beza fureet tamm ? Birviken na vi gwaz. »
Biken ! Kléout a rit hu pez a lare an tad
Hast ganthan da velet he baotr ober neun vad ?
Kemennet em boa d’id tregont vi houadez…
Hen hadet c’heuz war hent Tremel da Voutroulez
N’eo ket plijet gannez dougen ervad da vec’h…
Kerz adarre en dro, distro da foar an nec’h. »
Kouls skeï war ar c’herrek a krial « tadik keaz » ;
An or zo moraillet, Iann zo e fri er meaz.
Dispag e viou, ne gav, en distro, nemed nao !
Me vo ta emez’han, eur zodik-naï atao !
— Ia mab, n’az po netra vit labour hanter great ;
Hen gas da benn zo red abred pe zivezat.
Arabad d’id anez huvreal plijadur…
Ama pe elec’h all ranker reï ar muzur.
Setu aze, ma vaotr, petra eo an ifern :
Atao, atao, atao lammad e kreiz ar spern,
Gouzanv, leski etre an naoun hag ar zec’het,
Keit amzer ma vezimp mignounet d’ar pec’het.
⁂
Mez neuze, pephini, pa neuz ifern ebed,
C’hel c’hoari he dam paotr ? — Hola kamaladed..
Dalc’hit ho troad er pal ; adren ar arveziou,
Rag o ped sonj, ar Mestr zalc’h kount piz euz ho viou.
⁂
An ifern zo toet a c’hoantegeziou kleuz.
Dispignet ho tanvez, ho iec’het, mar ho c’heuz ;
Vit an Aotrou, c’hui oar ne zeuz na de na noz ;
Dre ze he vadelez plij gant’hi ho gortoz.
Dastumit ta, ma plich, holl pabed hoc’h ifern
E pelec’h hom stlapit vel sac’hadou eskern.
C’houi me zaoun braz a zo boazet da c’hweza tan
Ha da c’hoari sach bleo gant ho komper Satan..
It eta, kanfarded hoc’h unan da genta
Da ziskouez deomp penoz e fell d’ec’h hom rosta.
Mar ge brao ar choari, c’hwi hen gemenno deomp
Goude ni n’em denno en doare ma garfomp.
|