Mont d’an endalc’had

Karigel an Ankou

Eus Wikimammenn
A. Chevalier, 1885  (p. 53-57)



KARIGEL AN ANKOU



Losk aze da besket, eme ar Mestr da Ber,
M’hen tisko da veza, barz nebeut blasvejou
Pesketer ineou. Ha va den mad seder
Kerkent da zilezal he damou rouejou.

An holl a oar penoz an diskibl a galon
A dapaz en eun taol var dro tri mil ene.
Nag a bet kant, araog mervel e Babilon,
Ne lekeaz ket Per war gwenodenn an ee !


C’hui zonj d’ec’h marteze penoz hor c’hureet,
Kollet gant he an tu da c’hounid ineou,
Choum ho divrec’h e kroaz da gounta ar steret ?
N’ouzoun netra tostoc’h d’ar gwalla huvreou.

N’ho gwelomp mui, vit gwir, dizec’het gant ar c’hoant
Da vale warlerc’h Per. Velkent hom beleien
Oar tapout an dud kez, zo koantoc’h, ho arc’hant.
Mar keret ma zilaou, hen gwelfet, kristénien.

Ar re vad zo en ee, lavar ar pap Gregor,
Ar bouc’het o leski e tan gwal an ifern
E pelec’h ne gavont disterra dor digor,
Ma renk pep hini choum da fringa var he vern.

Evel d’oun me, pa oac’h o lounka katekiz,
Marvad o c’heuz ive, kevret gant ho person,
Laket da vouzc’hoarzin ar zent koz en iliz,
N’eur gana kement ma war an hevelep son :


» Neuze gant a spount e renkfomp aparisa
Da renta piz hor c’hount d’ar barner rigourusa.
Eur setans a rezefomp a vuez pe a varo,
Rag er stad en’em gefomp da jamez a bado. »


Kimeret an hent enk, eme Zalver ar bed,
Hennez eo an hini a gas eeun d’ar vuez.
Diwalit, lare c’hoaz, warlerc’h ar Brofeded,
Rag an hent ledan eo hent ar gollidigez.

Neuze ta va zud mad, mar ge gwirion Gregor,
Ma lar gwir ho kantik, ma lar gwir Mestr ar bed,
E pelec’h hell ar pap planta he Burgator,
Gant pehini e touz kement all a zenved ???

Ho ! bezit divorc’hed. — Pa ze ar Baradoz
Ken diez da bignad ; pa n’hellan dispega
An ifern ouz he skrab, me ra, me ar paotr koz,
Eul lezenn ; dindan hi vo red d’an holl plega :


« Piou benag vo ganthan peurlipet he alan,
En eur garigel doun fell d’in e ve kaset
D’an tan ar Purgator. Dre gan ha dre ziskan
Paet mad, ni roio avel d’hor labouset.

E pevar c’horn ar bed, vo stignet ma reolen,
Ha dio ! kenti kenta neuze ken a foultro
Etre ar peziou gwen, dreist holl ar re velen,
Karigel an Ankou a vezo bar bep tro. »


————


Neuze ta me ranko, fluted en dienez,
Rosta er fornigel hag aman hag êno,
Beteg ma vo fresket baroun ha barounez !
Sac’h an dien ! mamm gez, d’ar reolen-ze..keno.


————


Ma, n’euz fors, me rofe laouen bras daou wennek
Vit goud e pe seurt tan ve devet hon ine…
Ha piou werz he geuneud wit se ? — Azen gornek,
War c’hwizigellou zo, arabad gwaska re…


————


An Aotrou, mez aoun braz, mar zo eur « Purgator »,
Pa zono an drompil, dez ar varn jeneral,
N’em gavo gwel nec’het vit digerri an or
D’ar re a vo éno o c’hoari mouchikdall…


————