Mont d’an endalc’had

Eun taol zell er Baradoz

Eus Wikimammenn
A. Chevalier, 1885  (p. 67-70)



EUN TAOL ZELL ER BARADOZ



Bremapa meuz roget he burgator d’ar pap,
Mouget tan he ifern e pehini a stlap,
A boez he zivrec’h foll, niver braz a dud keaz ?
Me gav d’in a rin mad hen lakad el lec’h eaz.

Deuz ta d’am Baradoz, kar pell d’an ebestel.
Oh ! glac’har ma ine ! me wel an Tad Santel
Stouet vel eun el plastr dirag ar burzudou
A strink didan he vek war treuzou an envou.


— Allaz ! ma faotik koz, ne ket er féson-ze,
Evit an taol kenta, en em dalc’her en ee.
Te sonj d’id e marvad m’oud c’hoaz var an douar
O pedi vel eul Labr dirag da werc’hez koar ?

N’heller ket beza bet ha choum pennek atao ;
Evel da genseurded ez poa poan vit anzao
A rede an douar, ha stage ’n’eur prizon
Pep Galilé gomze ervez ar gwir feson

Ker hon doa ioual d’id teurel da voutou koat,
Ha gant re ler skànvoc’h kerzout egiz d’hon oat ;
Lezel ar poullou rod d’an dud eun amzer all,
Kouls planta var he fri lunedou d’eur c’hi dall,

Evel an idolou, ne réez van ebed,
Evelato, p’hen beuz, dre druez, kemeret,
Silaou : eur zon a zo aman, n’en euz ket daou ;
Hen lar : arog, arog, holl sent a hep seurt liou ;


Deuz sklerded d’eur sklerded e ve pignet en ee.
Vel ar c’houmou a lamm an eil war egile,
Levenez war ebat a vo e mor Doue.
Arabad eta d’id stourm aze vel eul loue.

Petra vo an ebat ? Deut mad oc’h d’her goulenn !
Ar Mastr hepken zo gwest d’he rel dec’h da gomprenn.
Evid’oun me na rinn ar bihanna esa
War pez n’euz difriat alies ma nesa.

Pebez min louarn besk reaz ma c’hamarad,
Eur wech savet n’he za, ha digor hi lagad,
Pa hen gwelaz eno sederik brao meurbet
Tud hen doa gwel gaset hag eskuminiget !!

— Brema pa zomp, emeint, krog da genta er skeul,
Pa bignfomp huelloc’h te c’hello dont d’hon heul ;
Braz an tam a c’hanoud a ioa er Vatikan…
Mez brema roomp peoc’h pa zomp e meaz a boan.


Mall braz ganthan da rel d’an tadou dizemez,
« Evel just ha rezon », eur merk a garantez,
…Sebezet krak ar paotr ! Ne gav nikun ebed !
— Er purgator, michans, maint gant ho mignouned ?..

— Ia, ia, me eur vanden paotrezed koantoc’h koant..
Hor fouret doa er forn, siouaz ! kountrol d’hor c’hoant !
Mar gé deut ho mare da danvad ar soubenn..
Bezomp dinec’h var ze, hep ho damal ouz penn.


konkluzion


Pephini n’euz he vec’h, n’euz ket da larat nann,
Hag he dougen ranko arog monet a c’hann,
Pe choumo hep he gopr. Soun, paotred, hon tal,
Poagnomp evit ma vo abretoc’h net hor stal.


————