Eun Tok roz

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 469-470)



EUN TOK ROZ
————

Eun den iaouang a deuas da c’houlen beza resevet en eur gouent. C’hoant en doa da zervicha Jesus ha Mari, hag e c’houlenne oc’h an tad abad penauz e c’halje ober an dra-ze.

— Hen ober a reot, eme an abad, mar kirit kinnigen bemdez d’ar Verc’hez eun tok roz.

Ha penauz e rin-me an dra-ze ?

— N’oc’h eus nemet lavaret bemdez, caloneg, an Ave Maria antercant guech, (da lavaret eo ar chapelet).

Ar manac’h iaouang a roaz he c’her da ginnigen an tok roz-ze bemdez da vam Doue, hag e kendalc’has d’hen ober pell amzer.

Hogen eun dervez e voue caset da ober eur gevridi bennag a bell, hag e treuze eur c’hoad braz o lavaret dre ma zea peden an æl. Setu pa zonje nebeuta eur vanden laeron oc’h en em gaout en dro dezhan, o cregi enhan, hag oc’h he gas dirag ho c’habiten. Hema, o sellet oc’h ar manac’h a velaz roz o tont euz he c’hinou, hag eur goulmik venn o tont da gerc’hat eur rozen, o nijal kuit, hag o tont adarre da gerc’hat eur rozen all, bep Ave Maria a lavare al lean mad. Souezet o velet ar burzud-ze, rag edot neuze e creiz ar goanv, ar c’habiten a falvezas dezhan gouzout petra oa ar prizonier-ze, petra oa bet, ha penauz en doa roz evelse d’ar mare-ze euz ar bloas.

— Me a zo manac’h, eme ema, ha n’em eus ket a roz.

— Me a vel roz o tont euz ho kinou, hag eur goulm o tont d’ho destum dre ma ho zaolit.

— Evit plijout da Zoue ha d’ar Verc’hez, abad va c’houent en deus lavaret din kinnigen bemdez da vam Doue eun tok roz o lavaret antercant Ave Maria. Hen ober a ran guella ma c’hellan ; marteze eo an dra-ze oc’h eus guelet.

— Me vel ervad brema, eme gabiten al laeron, ez oun eun torfetour bras, guelet a ran n’em eus great morse ar vad. Anat eo din brema ez euz eur barados. Assuri a rer e pardon Doue d’ar bec’herien. Me ia eta da ober tokou roz d’ar Verc’hez, hag e c’hellin esperout e teuio d’am zicour d’en em savetei.

Kerkent e taol he armou, en eur discleria d’he gamaradet e fell dezhan mont da zant Jakez da bardona, ha goude-ze en em denna eun tu bennak da ober pinijen.

Al laeron all, scoet ive gant ar c’hras, a droas kein d’ho micher heuzuz ha d’ho buez dizuch, hag a ieas d’he heul. Abenn eun nebeut sizunveziou goude m’oânt bet o pardona, e kemerent oll ar zae a vanac’h er gouent ma edo o chom al lean mad-ze en doa ho distroet oc’h Doue gant ar roz a ginnige d’ar Verc’hez o lavaret ar chapeled.

————