Mont d’an endalc’had

An Delien Zero hag an Delien Elo

Eus Wikimammenn
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 465-468)



An delien Zero hag an delien Elo
————

An delien zero a lavare eun dervez d’an delien elo a vele o crena a dost dezhi :

— Petra a ra deoc’h, va c’hoar, crena avelse, ha beza an heol tom o para, ha beza n’eus mouch avel ?

— An hini en deuz hor c’hrouet en deus va great evelen ; va great en deus ken tano ha roet din nervennou ker kizidik ma crenan bepret gant aoun na zistacfen ac’hann ha na goesfen d’an douar.

— Coeza d’an douar ? Ha n’oc’h-hu ket enouet gant ar vuez on euz ama ? Ato stag oc’h ar memes scour, ato bete mervel ! Ha ne gav ket deoc’h e ve eun dislealdet an dra-ze en hor c’henver-ni ? Kement a vev en dro deomp en deuz he frankiz ; ar c’houmoul a ia eleac’h ma keront, hag a les ho gliz da goeza pa zonjont ; al labous a ra he neiz eleac’h ma plich ganthan, a nij hag a chournij dre an ear dioc’h ma tro en he frouden. Perag emaomp-ni ama chadennet, evel pa na vemp ket bet crouet evel an traou all ?

— Oh, va c’hoar ! ha da belec’h e zafemp, eme an delien elo ? Petra a dalfe hor frankiz evidomp, mar deo an avel enebour eo hen rofe deomp ? Stag omp oc’h ar scour, ar scour a ro buez deomp. An ezen hon hej goustadig ; an heol a bar varnomp, ha dioc’h ar pardaez he vannou a deu d’hon alaouri ; petra a fell deoc’h guelloc’h ?

— Oh ! meur a dra a garfen guelloc’h ; c’hui n’oc’h ket figuz evit doare, paour kez delien crenerez. Var dro ama, evit guir, eus nebeut a zeliou hag a dalfe keit ha me ; glaz oun ha gened am eus ; mes piou a evesa oc’h va gened ama e creiz ar c’hoad hag etouez an deliou all ? Evit guir em euz ama kement zo red ; ar gliz euz an Env a goez varnhon ; ar seo euz an douar a zao beteg enhon ; mes petra eo an dra-ze ? Sellit hag a c’hoez mad zo du-hont e kichen ar bleun eleac’h ma za ar guenan da bicota ! Eun ezen glouar a c’hoez varnomp, eme c’hui ; evidonme a venn mouga ama etouez kement all a zeliou a vir ouzin da velet ar vro. Ha gouscoude ar bed a dle beza ker brao ! Ama eo tenval etouez ar guez, eleac’h du ze a bell ez eus sclerijen vras. An heol a bar varnomp dioc’h ar pardaez, mes me garfe guelet an heol o sevel ; goude oll ar vuez didrouz ha cuzet-ma a zisplich din ; enouet oun. Daoust din da veza savet huel ama, n’em euz ato dirak va daoulagad nemet ar c’hoz guezen fao-ze a gavan divalo avoalc’h. Hag an amzer a ia en dro, ha bremaik e teui ar goanv, ha gantha… ar maro. Astomp afo-ta, va c’hoar, en em zistagomp ha tec’homp ac’hann. An avel hor c’haso ; da gre, da zioul evel ma vezo. Me a fell din mont evel al labous, varzu an oabl ; me fell din caout va frankis da redek var ar menez ; me fell din guelet a dost penauz e red ar voas dour a velan du-ze !

— Aoun a rit din o comz evelse, eme an delien elo ; crena a ran oc’h ho clevet. Collet, em euz aoun, eo ho skiant vad ganeoc’h. En em zistaga ? — tec’het ? — petra a zonjit-hu ? — Petra a roio skeud d’ar c’hoad-ma pa vezimp eat kuit ? Petra a c’holoio al loenedigou paour a deu ama da glask disheol ha frescadurez ? — Penauz e vevo ar vezen hon douk pa na vezimp mui ama da zacha varnezhi gliz an Env ?

— Petra ra an dra-ze din-me ? Bevet evel ma caro ; ha neuze deliou avoalc’h a jomo ama c’hoas var hon lerc’h.

— Credit a-c’hanon, ne viot ket eat a bell, n’en em gafot c’hoas reuzeudicoc’h eget na doc’h brema. Guelit hon oll c’hoarezed maro a zo aze dindanhomp goloet an douar gantho. Ar re-ze ive zo en em zistaget ; eur sourrad avel en deuz ho c’haset ganthan, ha dioc’h-tu en deuz ho lezet da goeza etre treid an oll, ha brema guelit e pe stad emaint.

— Bah ! bah! ar re-ze a ioa toc’hor hag anter varo oc’h ar scour ; n’oant ket cre avoalc’h evit kemeret ho frankis ; me a zo glaz hag e creis va ners hag a vouezo lacat va frankis da dalvout.

— Lakit evez ; ne zonjit ket pegement a enebourien hag a zanjerou a gavot var hoc’h hent.

— Me zo delien zero, va c’hoar, ha ne ket eur grenerez eo ez oun.

— N’oc’h eus-hu ket a zonch euz ar fagoder a reas kement a aoun deomp en nevez amzer-ma ? Lavaret a rea eveldoc’h : Mont a rancan da vale bro ; ama n’em eus nemet poan ha skuisder, mervel a ran gant an naoun, hag aliez soken n’em eus ket a zour da efa. — Mont a reaz e kær ; hogen gouzout a rit penauz ez eo distroet, toullet he zivoc’h gant an dienez, he galon fraillet gant an nec’hamant ; den n’en doa teurvezet sellet outhan. Gras eo bet ganthan kemeret adarre he vouc’hal ha dibri he vara du er c’hoad. Meur a hini all, eat ac’hann eveldhan da glask fred, n’o deus ket gallet zoken dont en dro.

— Bah! lod o deus chans, ha lod all n’o deus ket. Ar goumoullen a gaf ato avel evit he dougen, al labous a gaf ato eur c’hreunen bennag, hag ar voas dour a gaf ato eur c’han da redeg enhan.

— Al labous, ar voas dour, ar c’houmoul a zo eleac’h ma en deuz ar c’hrouer ho laket. C’hui a zo delien, hag ho plas a zo var ar scour.

— Ravoderez ! setu aze an avel o sevel ; mont a ran ac’hann ; chomit aze mar kirit, kenavezo…

— Distaga a ra, ha mont en avel, an diodez a zelien dero. Ober a ra fae var ar vezen ha var ar scour o devoa he maget. Hogen ne c’hellas mont na beteg ar menez na zoken beteg ar voas dour. Abenn an noz oa guenvet, dizec’het, astennet var an douar, breset gant treid al loened, roget, dispennet hag eat da netra.

An delien elo a voue furoc’h ; contant euz he stad, e vevas c’hoaz eur pennad mad var he scour ; ha ne voue discaret ac’hano nemet pa deuaz ar goan gant he reo da laza kement en doa bet buez epad an hanv.

Pe seurt kentel da denna euz ar fablen-ze ?

Setu ama diou pe deir.

Nep a fell dezhan en em sevel hueloc’h eget he gendere, a goez alies var he fri.

Nep a guita he vro, ep izom, dre frouden, en deus peurvuia keus re zivezad.

Nep a ia da glask guelloc’h eget en deus roet Doue dezhan, a gaf peurtiesa falloc’h.

————