Mont d’an endalc’had

Ar C’hi Barbet oc’h ober scol

Eus Wikimammenn
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 470-472)



Ar c’hi Barbet oc’h ober scol
————

En eur c’hoad braz, a ioa loened enhan a bep seurt, eur c’hi barbet, eun doctor en doa great he studi, o veza bevet eur pennad mad etouez an dud, a zonjaz en em lacat da ober scol. Guelet a rea al loened iaouang er c’hoad-ze a ioa dizesk ha n’o doa tam sevenidigez. Fallout a rea dezhan-ta rei dezho eun tamik descadurez ha dreist oll deski dezho beva.

An doctor en doa brud, ha kerkent ha m’en doa digoret he scol, e tiredaz al loened iaouang a brez hag a vandennou da reseo he genteliou. Guelet a reat eno mesk e mesk leoned, tigred, marmouzien, leou, ebeulien, chas, kizier, oursien, etc., en eur ger, euz a gement gouenn loened a ioa er c’hoad.

An doctor a boanie ; ar scolaerien a zeske ; gouscoude al loened coz ne blije nemeur dezho an descadurez a roet d’ho bugale ; ne gave ket dezho e vijent scoliet dioc’h ho doare, ha dalc’h mad e teuent d’en em glem oc’h ar mestr scol.

Ar c’had a deue da rebech e voa cals re aounig he bugale ; ar bleiz en em glemme o lavaret e voa he vugale marlonk, ne voa netra evit ho c’harga. An tigr a gave he vugale cals re vuanek, re golerus. « Ha gouscoude, emezhan d’ar barbet, eo red o pefe laket anezho da drec’hi gouenn, rag ho mam oa ar vella euz ar mamou, n’oa drougiez ebet enhi, ha me a gaf din n’eus ket ken nebeut calz a zrougiez enhon. »

Ar marc’h a deuaz ive : asa, emezhan, mestr scol, va bugale a zesk ganeoc’h, sevel a ra canfardet anezho. Eur si braz avad a velan enho, kivioul int, an distera tra a zisplij dezho, emaint o criza ho discouarn hag o sevel ho divesker da rual. Mar ho deskit da veza kivioul evelse, ne raint ket calz a henor deoc’h.

Neuze e teuaz ar marmous d’en em glem euz he vugale a ioa desket dezho, emezhan, ober ariezou hag orbidou ha n’o devoa guelet morse da ober er gear.

Al leon a deuas goude, droug enhan : Doctor Barbet, emezhan, va map a zeskit da veza otuz ha digar ; eun orgouilluz e sao da veza. Ma n’hen deskit ket da veza hegaratoc’h, me hen tenno euz ar scol, hag a rai he scolia er gear dirak va daoulagad.

Al loened all a deuaz ive pephini d’he dro, ha pephini en doa eur rebech bennak da ober d’ar mestr scol.

An ourz a gave he oursien bihan pataok ; al louarn en doa aoun na deuje he vugale da veza re fin ; ar guic’her a gave dezhan e voa re a finv en he re ; ar penmoc’h a lavaraz en eur c’hrognal e teue he voc’hikou bihan lousoc’h lousa : caer a ioa ho goalc’hi meur a vech bemdez, e vezent ato goloet a gaillar pa zistroent euz ar scol. An azen zoken, en eur sifronellat a douaz ez ea bemdez sotoc’h sota he vugale. Skuiz oc’h ho c’hlevet, ar c’hi barbet a lavaras : va mignoned, eûnit eun nebeut ho pugale, ha roit skuer vad dezho, ha neuze digasit-hi d’ar scol.

————