Mont d’an endalc’had

An Azen hag ar Marc’h coz

Eus Wikimammenn
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 472-474)



An Azen hag ar Marc’h coz
————

Goude’n eost ema ar c’hiz da lacat al loenet er ragein. Eun tiec eta a gassas eun dervez, e miz guengolo, da eur foennec vras, he jatal oll en eur vanden. Bez’ e voa leou, saout, ejennet, denvet, kezeg, hag ive eun azen. Peuri a ioa beteg an daoulagad, hag ep dale e comansas starda varnezho. En em zestum a rejont e corn ar foenneg, en dizheol, da ober eun ean. Ar bourric a gredas en doa cavet eun dro vrao da ober eur brezegen. Diskuiz oa, n’en doa ket a naoun, ha neuze en he benn ez oa eur mennos pe eur zonch euz ar re gaera, ar pez ne zigouez ket aliez gant eun azen. Setu hen ta d’en em lacat e creiz ar vanden, sounn he benn hag he ziouscouarn gantha. Digeri a ra he c’hinou, evit prezeg, mes kenta soun a deuas er mæz a voa var eun ton ken huel ha ker skiltrus, ma spontas an oll loenet all oc’h he glevet. Guelet o pije leou, saout, kezeg, ho flumachen savet gantho en ear, o c’haloupat tu-ma, tu-hont, o clasc eul leac’h bennag da guzet. Ne jomas nemet eur marc’h coz a voa kignet he zrean dioc’h ar bass hag he gostou disvlevet gant ar sugellou. Hema n’en doa ket a c’hoant fringal ; rag pell a voa oa tennet he sponterezou dezhan.

An azen a voue souezet o velet he vanden gamaradet o tec’het kuit. Chom a reas he c’hinou digor eun nebeut ; gouscoude pa jome ar marc’h coz, ne fellas ket dezhan lezel he brezegen ep he ober. Setu-hen ta da goms evelen :

« Ha cavet oc’h eus-hu biscoas, c’hui pehini a vale ive aliez couls ha me, ha cavet oc’h eus-hu e nep leac’h loen ebet ken diot hag an den ? Ha cavet oc’h eus-hu loen ebet ker faeüs, ken dianaoudeg ! Emaint aze oc’h ober ho fouge gant ho gueziegez hag ho skianchou ; mes mar o deus eun tam goueziegez, eun tam skianchou bennag, da biou int-hi dleour a gementse ? Ha ne ket deomp-ni eo ha d’hon tadou coz ? Emaint aze oc’h ober ho fouge gant tenn-da-dok ha deus-da-Rom, gant kik-kelorn ha dilost-enez ; [1] mes penaus o divije anavezet ar re-ze panefe ni ? N’ho divije ket gallet ho miret. Var betra o divije-hi ho merket ? Ni eo on eus ho miret dezho ; ni on eus roet dezho peadra d’ho merca. Ia, ni hag hor gouenn ; hon tadou coz a roas ho c’hroc’hen da giviza evit ma vije merket varnezho ar skianchou-ze gant pere e ra brema an dud ho fouge. Ha guelit hirio petra rer deomp ! Eleac’h anaoudegez vad… Mes… Mont a ra droug enhon… »

Ama an azen a rencas tenna he halan, hag araog m’en doa bet amzer da gomans eur ribustennad all, ar marc’h coz a respontas :

« Ne vouien ket, aotrou azen, e tlie an dud gueziec, an dud a skiant kement a anaoudegez vad d’an ezen. Mes pa hel livirit, e cavan couls cridi. Ia ia, lavaret mad a ellit, an dud so dianaoudec. Sonjal a ra din evel kent e lakeont brema ho croc’hen da ober taboulinou evit encanti oberou ha taoliou caer ho tadou coz. »

Ar bourric pehini ne c’hortoze ket eun hevelep respont, a voue ker saouzanet ma collaz ar goms, hag abaoue ne gredan ket en defe lavaret ger. Nag a dud so, hag an nep ho c’hlefe o coms, a lavarfe e ve hi ive pe ho zud o defe great kement taol caer ha kement tra burzudus so bet great var an douar ; hag alies n’ho deus ket bet enho an distera pers !

————

  1. Pentateuc, Deuteronom, Ciceron, Demosthenez.