Ar C’hantonier hag he Garrigel

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 474-477)



Ar C’hantonier hag he garrigel
————

Eun dervez eur c’hantonier, savet mintin mad, ha digouezet var he hent braz eun tamik re abred, eur pennad araok ma voa deut ar mare da gregi en he zervez, a azezas var he garrigel, pe mar kirit he c’hravas-rodellek pe he vroueten, hag evit tremen he amzer, en em lakeas da ober eur brezegen dezhi. Ne ouzon ket hag hen a voa crog ar big en he scouarn, ar re o deus digasset din he gomzou, n’o deus lavaret ger a gementse. Ar pez zo sur eo e voa helavar braz en deiz-ze. Setu ama-ta penauz e comze oc’h he garrigel :

O va c’harrigel baour, nag a blijadur am eus-me oc’h azeza varnout ! Eur roue var he dron ne gaf ket ker soubl ar plun hag an tapissou alaouret a laker dindanhan, evel ma cavan-me da blench p’am be laket va c’hroc’hen maout dindanhon. Ama, avechou mintin mad, avechou goude va meren, avechou pa vezan skuis, me a ra pennadouigou cousket, hag a zach bouilladou moget euz an tamik benvek-ma a ia ato d’am heul, hag a ve eur c’hlac’har evidon ma teufen d’he derri. Ama, moredet pe anter gousket, me a gleo an alc’hueder o sevel en ear, me a gleo ar goucou o cana, me a ra uvreou euz ar re vrava…

Sell, petra eo an trouz-ze a glevan ? Petra zo erru aze da gas va uvre-me kuit ? Ah ! eur c’harros caer ; avoalc’h a ia euz ar seurt-ze dre ama. Mont a reont evel an avel ; strinca a reont ar pri ouzoc’h en eur dremen ha te, va c’harrigel baour, ma na vijen ket bet eveziant, ma n’am bije ket kemeret a zoursi ac’hanout, pell a zo e vijes bet bruzunet gantho. Hogen ar re a zo enho, hag hi zo eurussoc’h egedonme ? Ne ouzon ket ; gouzout a ran couscoude e velan aliesoc’h a zen trist eget a zen laouen er c’harroziou alaouret-ze. An dud-ze o deus re a zanvez ha re a draou d’en em emel anezo evit ma c’helfent caout plijadur var an douar. An dud-ze o defe izom da veza d’ar memez heur e Kemper hag e Brest pe e Montroulez, pe zoken e Paris. Anat avoalc’h eo dioc’h ar prez a vez ato varnezho. Evidonme a gaf din em euz amzer avoalc’h ; ne garan ket, o va c’harrigel, ruilla ac’hanout re vuan. Abred avoalc’h e cavo din e vezo uzet da ael ha da rod, ha me a garfe e padfez keit ha me. N’em eus ket izom da gemeret kementse a brez na da gaout eur bern danvez evit beza eürus. Gant m’am bezo dillad mad da lacat en dro din ; dillad dister, mes goest d’am dioual oc’h ar goal amzer, gant m’am bezo eun tiik soul goudor evit an noz, eun tam bara du evidhon, evit va greg ha va bugale, me a vevo dizoursi, dizoursioc’h eget an aotronez vraz hag an oll dudchentil a velan o vont hag o tont dre an hent-ma.

Gouscoude m’am bije bet eun tamik muioc’h a zanvez evit am eus… ar vugale a vije bet savet ha scoliet guelloc’h ; va fried ha me on divije gallet en em zelc’her gant muioc’h a zoare… Mes bah ! perag en em staga oc’h madou an douar ? Evit beza ne ket bras va fae, n’eus ket manket c’hoaz a vara em zi, hag em eus gallet ato beteg hen caout bep sul va zam butun ha va banne chigoden. Ha biscoas va c’halon ne deo bet stag oc’h an danvez ; biscoas n’em eus bet avi oc’h an dud pinvidig, ha perag e teufen-me da gaout avi outho brema ?

Hogen, sell, petra zo erru aze adarre ? han ! eur vanden loenet. Marc’hadourien o deus credabl, baleet epad an noz. Setu aze c’hoas re all hag a gemer poan evit gounit arc’hant. An anter euz an amzer ne vezont e guele ebet. Me da viana a ell ato tremen an noz dibreder em hini. Em lochen baour hag etouez va zruillou ec’h ellan diskuiza va izili o c’hortos mont adarre antronos d’am labour. Guir eo, o va c’harrigel gez, n’em eus nemeur a dra. Ma ve red din diloja, ganes-te ha gant va divrec’h e casfen avoalc’h va oll danvez eus va lochen da eul lochen all. Daou vele guial, eur c’houfr, eun daol, eur pot houarn ha teir scaounik, setu va oll arrebeuri.

Alo ! va c’harrigel, deomp adarre, rak deut eo ar mare da gregi el labour. Dek vloas zo emaomp bemdez var an hent-ma. Pet servich n’ec’h eus-te-ket rentet din ? pet guech outhe servichet din da gador da gemeret va zamik pred, ha da vele da ober va moreden ? pet guech n’out ket servichet da garros d’am bugale ? ha pa ho guelen o kemeret ho ebat ganhez, pa ho c’hleven o c’hoarzin hag o safarat ker mao ha ker gae, e sonjen e voant ken euruz hag ar vugale a dremen ama e carroziou caer.

Esper am euz e renti c’hoas servich din. Me ell chom da veza coz ; me ell beza mac’haniet, ha neuze em dougi ; ha ma ve red din mont da glask va bara, te am dougo ma ne allan ket bale, hag erfin goude va maro, ec’h alfez servichout da gas va c’horf d’ar vered.

Var gement-ma hor c’hantonier a grogaz adarre en he labour en eur vouscana, o c’hortos caout an dro da ober eur gaozeaden bennag all c’hoas gant he garrigel.

————