Mont d’an endalc’had

An Daoulagad hag ar Fri

Eus Wikimammenn
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 477-479)



An daoulagad hag ar fri.
————

Doue en deus laket var drem pep den daou brenest a c’halvomp daoulagad, hag e creiz etrezho ho daou, eun tamik torgen hag a hanvomp fri. N’en deus ket roet avad d’an oll daoulagad ker sclear ha ker sclear, hag ar friou ive a zo aliez cals kem etre ho ment.

Evelse eur c’hanfard ha n’em eus ket izom da henvel en doa bet digant Doue eur re zaoulagad dister avoualc’h. Bervel oa ; hag e zaou brenest, bihan an digor anezho, a zourenne dalc’h mad, en hevelep doare ma ne vele avechou couls lavaret berad. En eskem en doa bet eur fri ha ne voa souc’h ebet er c’harter hag a vije goest da veza laket e kem ganthan ; unan euz ar friou-ze a hanver mouger-goulou, hag a c’hell disc’hlavi, dizheoli ha goudouri ar re en em gaf en ho c’hichen.

Perc’hen ar fri, evel ma voa fallig avoalc’h he velet, a gemeraz abred lunedou, hag ho lakeaz a c’haoliad var an dorgen etre an daou brenest. Ar fri avad, fouge evel a ioa enhan gant he vent, dre ma crede ervad e voa sell an oll varnezhan hag e tlie beza guelet ar c’henta e pep leac’h, a ieas counnar enhan, hag a lavaras :

— Petra, me eo mevel an daoulagad ? me vezo red din beza bass evit dougen sam an traou picouzet-ze ? Ma n’int ket evit ober ho zreuz ho unan, mar o deuz izom sicour, kemeret mar keront, ha lakaent-hen eleac’h ma carint, evidon me ne vezin ket ho zervicher, ha braz avoalc’h a gaf din oun evit ober va stal va unan.

Var gementse ar fri a ra eun hejaden, hag a string al lunedou d’an douar.

Hogen an den keaz en em gavas neuze nec’het avoalc’h ; evel ma voa fall he velet, ne vouie nemeur peleac’h e zea. Kenta guech ma zeas da vale, ez eaz eün da steki he benn oc’h ar voger, hag evel ar fri a lakea ato he veg araog, ar fri a voue tognet. Eun derveziou bennak goude en devoue eur stocad all c’hoas goassoc’h ; en dro-ma e voue gouliet a zoare ; en hevelep doare ma voue tost d’ar c’hrign-beo cregi enhan.

Abaoue eo eat al lorc’h anezhan, ha zoken en deus pedet he berc’hen da gemeret lunedou adarre, hag en em gargo d’ho dougen keit ha ma caro.

Er bed-ma, evel a velomp, o deus dalc’h mad izom an eil euz egile, hag an traou otuz ha faeüz a vez discaret peurliesa hag a zigouez gantho aliez caout keus re zivezad.

————