Ervoanik al Lintier

Eus Wikimammenn
Mont da : merdeiñ, klask

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Erwanig al Lintier.

Gwerziou Breiz-Izel. Chants populaires de Basse-Bretagne.
Édouard Corfmat, 1868  (Levrenn I, p. 530-554)
◄  Markizes Degange (eil gwes) Ervoanik al Lintier Ar C’homt Gwillou  ►



ERVOANIK AL LINTIER.
GWES KENTA.
________


I


   Malloz ar stered hag al loar,
Ann heaul, pa bar war ann douar,
Malloz ar gliz a gouez d’ann traon,
A roan-me d’al les-vammo ;

   A roan-me d’al les-vammo,
Waz int er vro wit ann Anko ;
Ann Anko, n’ ra nemet laza,
Ar re-ze, ’laka distruja !


II


   Me ’oa ’r bugelik maget mad,
P’arruas les-vamm ’n ti ma zad ;
P’arruas les-vamm ’n ti ma zad,
A-c’houde n’am boe buhez-vad.

   Pa vije, ma mamm ma zad gant ho fred,
Me vije dre ’r prennestr o sellet ;
Me vije dre ’r prennestr o sellet,
Pe dreg ho c’hein ’n tu bennaket.

   Pa vije debret ho fred gant-he,
Vije laret d’in mont en ti iwe ;
Vije laret d’in monet en ti,
Ha taolet ’n askorn bennag d’in :

   Ha taolet ’n askorn bennag d’in,
Pe un tam paillenn da debri.
Me a iee neuze ’n em oela
Da di ma mageres da breja.


   — Digorret ho tor, ma mageres,
C’hui ’c’h euz hi digoret alies ;
C’hui ’c’h euz hi digoret alies,
Me ’m euz gret ’n ho ti meur a bred ez ! —


III


   Barones al Lintier a lare
D’ar Baron, er ger p’arrue :
— Bet eo ho mab Ervoan ama,
Hag a c’hourdrous stard ho laza ;

   Hag a c’hourdrous kaout ho puhe,
Blamour ma touchet he leve ! —
Baron al Lintier a laras
D’ar Varones, vel m’hi c’hlewas :

   — Pell a renkfec’h hen laret d’in,
A-rok ma oufenn ho kredi,
Rag ma mab Ervoan am c’hare,
Mui ’wit hini ho pugale. —

   — Mar n’am c’hredet ket eme-z-hi,
Goulennet ’gant holl dut ho ti ;
Goulennet ’gant holl dut ho ti.
Ho d’euz-han klewet kouls ha me. —

   Digant-he holl ’n euz goulennet,
Memez-tra ’vel-t-hi ’deuz laret ;
En tuont, dre ma oant gant-hi,
Ho deuz douget falz-testeni.

   Al Lintier-koz a lavare
D’he baotr marchosi en de-se :
— Laket ar marc’h a-rok ar c’hoch,
Me ’renk mont da Razon fenoz ;

   Fenoz d’ Razon ’renkann monet,
Ha pa zouplfe ’r marc’h bep-kammed ;
Ha pa zouplfe ’r marc’h bep-kammed,
Da Razon me a renk monet. —


IV


   Baron al Lintier a lare,
Er ger a Razon p’arrue :
— Demad ha joa holl er ger-ma,
’Medi ann archerrien ama ?

   ’Medi ann archerrienn Razon,
Da gerc’had Ervoan ’l Lintier d’ar prison ?
Petra a larfac’h euz ur mab,
A c’hourdrouzfe lazan he dad ;


   A c’hourdrouzfe kaout he vuhe,
Balamour ma touch he leve ? —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Ann archer bihan a lare
’N ti Ervoan ’l Lintier p’arrue :
— Demad ha joa bars ann ti-ma,
Ervoanik ’l Lintier pe-lec’h ema ? —

   He vageres a respontas
D’ann archer bihan, p’hen klewas :
— Eman en he wele kousket,
Komzet sioul, n’hen dihunet ket. —

   Ann archer bihan a lare,
Gant ar vinz d’ann nec’h pa bigne :
— Ervoan al Lintier n’ spontet ket,
Me ’zo arru d’ho kommerret ;

   Me ’zo arru d’ho kemmerret,
Ho tad hen euz gourc’hemenet. —
— Itron Varia ar Folgoat,
Petra am euz-me gret d’am zad ?

   Petra d’am zad am euz-me gret,
’Wit kaout sujet d’am c’hommerret ?
Met p’hen euz ma zad kommandet,
Me ha da zevel ’wit monet……

   Itron Varia a Greiz-ker,
Ha n’ gavfenn ket ur messajer
Ha n’ gavfenn ket ur messajer,
A gasfe ’wit-on ul lizer ;

   A gasfe ’wit-on ul lizer,
D’ laret d’am paeron dont en ker ? —
Ann archer bihan ’respontas
D’Ervoan al Lintier p’hen klewas :

   — Skrivet ho lizer pa garrfet,
Messajer d’hen kass n’ vanko ket ;
Messajer d’hen kass n’ vanko ket.
Me iel’ ma unan, mar be red. —


V


   Ann archer bihan a lare,
’N ti ’n aotro Lomaria, p’arrue :
— Kommerret skabel hag azezet,
Kommerret ’l lizer-ma ha lennet. —

   ’N aotro Lomaria ’respontas
D’ann archer bihan, p’hen klewas :
— Me ’m euz lennet meur a lizer,
N’ vije ket red d’in kaout skabel. —


   N’ doa ket ’l lizer digoret mad,
Ma ’koueze ’n daëro he daoulagad ;
N’oa ket wit hen anter lenna,
Gant ann dour o tont d’hen glebia :

   — Itron Varia ar Folgoat,
Petra ’n euz gret m’ fillor d’he dad ;
Petra d’he dad an euz-han gret,
’R bugel daouzek (vloaz) n’e ket trizek ? —


VI


   ’N aotro Lomaria ’lare,
Bars en Razon pa arrue :
— Petra newentis ’zo ame
M’oc’h ken mintinn war ar bale ? —

   Barones Deganje respontas
D’ann aotro Lomaria, p’hen klewas :
— Na newentis a-walc’h a zo,
Hon fillor ez ha d’ar maro ! —

   — Itron Varia ar Folgoat,
A ’n euz gret hon fillor d’he dad ?
Petra d’he dad hen euz-han gret,
Ma ’n euz sujet d’hen kommerret ? —


VII


   ’N aotro Lomaria ’lare
D’ar bourrewienn na en de-se :
— Laket ma fillor er valans,
Me roï d’ac’h he bouez a chevans. —

   — Ha pa rofac’h pouez ar ger-ma,
Aotro, n’ho po ket anez-han ;
Na roïnn ket anez-han d’ac’h,
Rag me ’ve distrujet ’n he blas. —

   Barones Deganje ’lare
D’ar vourrewienn na en de-se :
— Laket ma fillor er valans,
Me roï d’ac’h he bouez a chevans ;

   Me roï d’ac’h a-walc’h a chevans,
Unan, diou, ter gwes he bouesans :
Mar n’e ket a-walc’h kement-se,
Me roï c’hoaz pouez ma inkane. —

   — Ha pa rofac’h pouez ar ger-ma,
Barones n’ roïnn ket anez-han ;
Na roïnn ket anez-han d’ac’h,
Rag me ’ve distrujet ’n he blas. —


   Ervoanik al Lintier ’lare
Na d’he vaërones en de-se :
— Ma maërones et-c’hui d’ar ger,
Lest ’r justis d’aber hi dever ! —


VIII


   Ervoanik ’l Lintier ’lavare
Diwar ar potans ’n he goanze :
— Me ’well ma mageres ’tonet,
Zempla ’ra d’ann douar bep-kammed.

   Ma mageres, ho pedi ’ran
Roï d’in m’ maillurenn diwezan ;
C’hui ’poa roët d’in ma c’henta,
M’ho peed da roï ann diweza. —

   Penaos, ’me-z-hi ma bugel-mad,
Na hallfe ket ma c’halon pad ;
N’ hallfe ma c’halon pad a grenn,
D’ lienna ur c’horf heb he benn ! —

   Ervoanik al Lintier ’lare
Diwar ar potans ’n he goanze :
— Me ’m euz tric’houec’h kastel ha tric’houec’h ti,
Tourrel ha milinn euz peb-hini ;

   Holl ho roann d’am c’hoar-vager,
Ma do sonj a Ervoanik ’l Lintier. —
Ar Varones a lavare
D’Ervoanik ’l Lintier p’hen klewe :

   — Ervoanik ’l Lintier, petra ret ?
Beza d’ac’h breudeur ha c’hoerezed. —
Ervoanik ’l Lintier respontas
D’he les-vamm, kerkent m’hi c’hlewas :

   — Mar eo ewit kaout ma mado
Ho euz ma laket d’ar maro,
Me ’ia da zina gant ma gwad
Birwikenn n’ho po da glask mad ! —


IX


   Tri de goude m’oe interret,
’Teue Ervoanik da brezek ;
’N ti ar justis eo em rentet,
Hag evel-henn ’n euz prezeget :

   — Bars ann ifern ’zo preparet
Kadoriou kaer hag alaouret,
Kadoriou kaer, abouret mad,
Tud ar justis, ’wit ho lakad ;


   Tud ar justis, ’wit ho lakad,
Mar na ret ket a justis vad :
Roët d’am les-vamm ’r gwall-varo,
Ma zad da baëa ar c’hargo. —


X


   ’N aotro Lomaria ’lare
Da varon ’l Lintier en de-se :
— Avanset kaer eo ho ligne.
Lakad distrujan ho pugale ! —

   Al Lintier koz a respontas
Da Lomaria, p’hen klewas :
— Gwell ve ur jardin dram-c’hoennet,
En-hi drouk-louzou dioanet. —


XI


   Ann archer bihan a lare,
’N ti ’l Lintier koz pa arrue :
— Demad ha joa holl en ti-man,
Barones ’l Lintier, pa n’hi gwelan ?

   Barones ’l Lintier pa n’hi gwelan,
Rag me ’zo deut d’hi c’hlask aman :
Bars en Razon ’zo ur banket,
’Oc’h pedet da digommerret. —

   Ar Varones, pa d’euz klewet,
Hi habit gwella d’euz gwisket ;
Hi habit gwella d’euz gwisket,
’Wit mont da Razon dar banket. —
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

   Barones ’l Lintier a lare,
Diwar ar potans ’n hi c’hoanze :
— M’am bije goufet dont d’ar maro ama,
’N ’m bije ket gwisket ma habit gwella ;

   ’N ’m bije ket gwisket ma habit gwella,
Da roï d’ar bourreo da uza ! —

[1]


Kanet gant Mari-Job Kerival. — Kerarborn, 1840.


ERVOANIK AL LINTIER.
EIL GWES.
________


I


   Malloz ann env hag ann douar,
Malloz ar stered hag al loar,
Malloz ar gliz a gouez d’ann traon
A roan-me d’al les-vammo !

   Me ’oa r bugelik iaouank-flamm,
Pa varwas diganin ma mamm ;
’Boe ’zo les-vamm en ti ma zad,
Me n’am euz ket a vuhe-vad.

   Pa ve ma zadik gant he bred,
Me ’ve er prennestr o sellet ;
Me ’ve er prennestr o sellet,
Pe dreg he gein ’n tu bennaket.

   P’ vo et ma les-vamm euz ann ti,
Taolo ma zad un askorn d’in,
Hag ’laro d’in hasta buhan.
Gant aoun na welfe ma les-vamm.

   Neuze me ha en em oela,
Da di ma mageres da breja,
Da di ma mager, ma mageres,
’M euz gret eno meur a bred ez.


II


   Ervoanik Lintier a lare
D’he les-vamm traitour un dez ’oe :
— Demad ha joa bars ann ti-ma,
Ma zadik keiz pe-lec’h ema ?

   Al les-vamm traitour a laras
D’Ervoanik Lintier, p’hen klewas :
— Na medi ket ho tad er ger,
Et eo en un tammik affer. —

   — Ma mammik keiz, mar am c’haret.
Ma c’hourc’hemeno d’ez-han ’refet ;
Gret ma gourc’hemeno d’ez-han.
Ha laret d’ez-han hen karan. —

   Al les-vamm traitour a laras
Da varon ’l Lintier, p’arruas :
— Ni n’ veomp ket er-fad aman
N’ho po distrujet ho mab henan.


   Bet eo ho mab Ervoan ama,
Hen euz gourdrouzet ho laza ;
Gourdrous ’ra kavet hon buhe
Warbenn ma touchet he leve. —

   — ’Lies ’renkfac’h hen toui d’in,
Kent m’halfenn donet d’ho kredi ;
Ma mab Ervoan sur am c’harie,
Mui ’wit hini ho pugale. —

   — Mar na on da veza kredet,
Goulet euz ho tomestiked ;
Goulet euz ho servijerrienn,
Ho mewelienn, ho mitijenn. —


III


   ’N aotro ’r Baron, ’vel ma klewas,
War gein he inkane ’bignas ;
War ne inkane ’e pignet,
’N hent a Razon ’n euz kommerret.

   Pa oa vont gant ann hent-bras,
Hag hen ’rankontr ar prevot bras ;
Ar prevot bras ’n euz rankontret,
He hano d’ez-han ’n euz roët :

   — Digasset nep ’garfet da vouit-han,
Ervoan Lintier larer ’n-ez-han ;
En kement ker ma valeo,
Ervoan Lintier ’vo he hano.

   P’oa Ervoan al Lintier kousket,
Pa na sonje en drouk-er-bed,
Ec’h arru tric’houec’h ’archerrienn,
D’hen amarri gant ur gordenn.

   Ann tric’houec’h archer ’c’houlenne
Euz he vageres en de-se :
— Magerezik dimp-ni laret,
Ervoan ’l Lintier pe-lec’h eo et ? —

   — E-medi ’n he wele kousket,
Petra faot d’ac’h-c’hui hen kavet ? —
— Ni ’zo tric’houec’h archer a Razon,
Deut d’ vouit Ervoanik d’ar prison. —

   ’R vageres paour, vel ma klewas,
Ter gwes d’ann douar a zemplas ;
Ter gwes d’ann douar ’eo zemplet,
’N dut a justis ’deuz hi goureet.


   — Itron Varia ann Drindet
Petra ’waleur a t’euz te gret ?
Petra a waleur a t’euz gret,
Te na ’z out bloaz nemet daouzek ! —

   Ann dud a justis ’c’houlenne
’N toul dor ’r gabinet en de-se :
— Digoret dor ar gabinet,
Ma ’z iefomp aze d’ho kwelet. —

   Ervoanik ’l Lintier respontas,
Da dut ar justis, p’ho c’hlewas :
— Me n’ digorrin ket ma c’habinet,
Ken am bo klewet ho reket —

   — Ni ’zo tric’houec’h archer a Razon,
Deuet da vouit-oc’h d’ar prison.
Ervoan ’l Lintier em gonzolet,
Rag ’wit ho tad n’ho konzol ket. —

   Ervoan ’l Lintier, ’vel ma klewas,
Da blas-ann-ti a zilampas ;
Ter gwes d’ann douar eo zemplet,
’N dut a justis ’deuz-han goureet.

   — Itron Varia ann Drindet,
Petra ’waleur am euz-me gret ?
Petra ’waleur am euz-me gret,
Ma lak’ ma zad ma c’hommerret ? —

   Ervoanik Lintier a lare
Da dut ’r justis eno neuze :
— Me iel’ ganec’h lec’h ma karfet,
’N han’ Doue n’am amarret ket !

   Me eo he vugel, hen ma zad,
Ha senti d’ez-han a zo mad…… —


IV


   Ervoanik ’l Lintier a lare,
Er ger a Razon p’arrue :
— Pe-lec’h ’ma ar prison aman
Ma ielo ’r minor paour en-han ? —

   Ar jeolieres ’respontas
D’ar Baron bihan, p’hen klewas :
— Prison ’walc’h, siouas ! ’vo kavet
Pa n’ho euz raison na sujet. —

   Ar Baron bihan ’lavare
D’euz ar prison un dez a oe :
— Itron Varia a Greiz-ker,
Na gavfenn ket ur messajer ?


   Me n’ gavfenn ket ur messajer
A gasfe ’wit-on ul lizer
Da Lomaria, ma zad paeron,
Hen defo glac’har ’n he galon ? —

   Ar jeolieres a respontas,
D’ar baron bihan, p’hen klewas :
— Preparet lizer pa garfet,
Messajer a vezo kavet ;

   Messajer a vezo kavet,
Da gass lizerou ’n ho reket ;
Hastet-c’hui ho skriva buhan,
Mar be red, me iel’ ma unan. —

   P’arruas al lizer gant-han,
’Oa en ur zall ho ebatan ;
Nombr a dut-jentil ’oa gant-han,
Holl ’n ur joausted ar vrasan.

   — Demad ha joa bars ar zall-ma,
Da varkiz Lomaria d’ genta ;
Da varkiz Lomaria d’ gentan
Kezlo newez ’zigwez gant-han.

   Kommerret kador, azeet,
Dalet al lizer, ha lennet. —
— N’am euz ket ezom a gador
Ewit lenn un tammik papeor. —

   N’oa ket kroget-mad el lizer,
Pa gouez ann dour war ar paper ;
N’oa ket hanter-lennet gant-han,
Pa gommer kador d’ azezan :

   Pa gommer kador d’ azezan,
Pred ’oa he galon da ranna.
— Itron Varia ann Drindet,
Petra a reuz a t’euz-te gret ?

   Petra a reuz a t’euz-te gret,
Ha te n’out bloaz nemet daouzek ? —
Markis Lomaria ’lare
Na d’he gocherrienn en noz-se :

   — Laket ma c’harrons war veg he goch,
Ma iefomp en hent fed-a-noz ;
Ma iefomp en hent fed-a-noz,
Hirr vo ’n amzer euz hon gortoz. —


V


   P’oa o vont gant ar ru en ker,
’Rankontr’ markizes Deganger,

Rankontr markizes Deganger.
Gant-hi markizes ar Rivier ;

   Gant-hi markizes ar Rivier,
’Oa maerones d’ez-han iwe.
Ar varkizes ’vel m’hen gwelas,
Evel-henn out-han a gomzas :

   — Debonjour d’ac’h-c’hui, ma c’homper. —
— Ha d’ac’h-c’hui ’me-z-han, ma c’homer. —
— Petra oc’h euz-c’hui a newe,
M’oc’h ken beure war-ar-bale ? —

   — Newentis ’walc’h hon euz hon daou,
Mar ha hon fillor d’ar maro ! —
— N’aï ket hon fillor d’ar maro,
Ma ve roët ewit mado. —


VI


   Markiz Lomaria ’lare,
Bars ar pales pa arrue :
— Laket ma fillor er valans,
Me ’roï d’ac’h hi bouez a chevans ;

   Laket-han diou, laket ter-gwes,
Me a roï d’ac’h hi bouez bep-gwes ;
Mar n’e ket awalc’h, goude-se,
Pouez ma inkane war ’nn-ez-he ! —

   Ann dut a justis, pa glewjont,
Ho zok ’n ho dorn a lakajont ;
Ho zok ’n ho dorn a lakajont,
Iskuz digant-han ’c’houlenjont :

   — Pa rofac’h pouezans ar ger-ma,
Ni n’hallomp ket ben delivra,
Ni n’hallomp ket ben delivra,
Rag be dad ’zo eneb d’ez-han. —

   Markiz Lomaria ’lare,
’N tal ar prison pa arrue :
— Ma kavjenn he dad war ar ru-ma,
Me ’walc’hje ma c’hleze en-han ! —

   Ar Baron bihan, p’hen euz klewet,
War he zaoulinn eo em strinket ;
War he zaoulinn eo em strinket,
Buhez he dad ’n euz goulennet :

   Ma faeron paour, et-c’hui d’ar ger,
Lest ’r justis d’ober hi dever :
Ma zad n’oar ket ar wirione,
Med hi goud ’raï, dre c’hraz-Doue ! —


VII


   Ar Baron bihan a lare,
Di-war ar chaffot un dez ’oe :
— Holl dut a justis arretet,
Me well ma mageres ’tonet ;

   Me well ma mageres ’tonet,
Ha zempla a ra bep kamed ;
Ha zempla a ra bep kamed,
Gant keun d’ar bugel ’deuz maget.

   Didostaët, mamm-mageres,
M’ho ambrassinn kent ’wit merwel,
Ma rinn d’ac’h ma fok diweza,
Kent mont a vuhez ar bed-ma.

   Me ’m euz tric’houec’h kastel, tric’houec’h ti, [2]
Milinn hag anneo euz peb-hini,
Ho roann holl d’ac’h, ma c’hoar-vager,
M’ho po sonj a Ervoan al Lintier. —

   Al les-vamm traitour a lavaras,
D’Ervoan al Lintier, vel m’hen klewas :
— Penaos ’rofes holl d’as c’hoar-vager ?
C’hoerezed-all a t’euz te er ger. —

   — Ar re-ze ’zo a beurz ma mamm d’in,
’Zo d’in da roï d’ann neb a garinn.
Tostaët ama d’in, ma mageres,
’Wit m’ho ambrassin-me c’hoaz ur wes ;

   Ma roïnn d’ac’h ma fok diweza,
Kent monet a vuhez ar bed-ma ;
C’hui ’poa roët d’in ’maillurenn genta,
Hag a roï ann eill, ann diweza ! —

   — Ho maillurenn genta ’m boa roët,
Med ho tiweza na larann ket ;
Na c’harsfe ket ma c’halon, a-grenn,
Da lienna ho korf heb ho penn ! —


VIII


   ’Benn un tri dewez a c’houde-ze,
A oa Ervoanik war ar pave :
— Lakaët ma les-vamm d’ar maro,
Ma zad da baëa ann amantjou ;


   Ma zad da baëa ann amantjou,
Ewit ma foueto he holl vadou ;
Ewit ma foueto he holl vado,
Hag ma vezo paour ’rok he varo !

    Ebars ann ifern ’m euz preparet
D’am les-vamm ur gador alaouret,
Ha d’ac’h-c’hui ma zad, kerkoulz ha hi,
Pa em gouzantet iwe gant-hi ! —


IX


   Al les-vamm draïtour a lavare,
Na diwar ar chaffot ’n hi c’hoanze :
— Malloz ann ef bag an douar,
Malloz ar stered hag al loar ;

   Malloz ar gliz a gouez d’ann traon,
Da gement a ha da les-vammo !
Me a zo bet les-vamm, siouas d’in,
Hag am euz ma maro diout-hi ! — [3]


Kanet gant Garandel, leshanwet kompagnon dall.
Plouaret, 1845.

  1. Une autre version se termine ainsi :

       Ervoanik ’l Lintier a lare
    War ar potanz pa arrue :
    — Me ’well ’c’hann ti ma mamm, ma zad,
    Me garrie ve en tan ha gwad !

       Me ’wel ma lesvamm ’n hi c’hambrjou,
    Hag hi son ar biniou ;
    Hi o son gant ur violanz,
    D’ deski d’hi merched ar c’hadanz !…… —

  2. Le vers, qui jusqu’ici a été presque constamment de huit syllabes, en a maintenant presque toujours neuf et même quelquefois dix.
  3. Une autre version se termine ainsi :
    . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
       Ervoanik al Lintier ’lare,
    En dervet pazenn pa bigne :
    — Me ’ well ma lez-vamm o tonet,
    ’Sambles gant hi dimezelled ;

       Ur voulouzenn du ’n hi c’herc’henn,
    Lec’h ma dleje bez’ ur gordenn ! —
    . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .

       Barones al Lintier ’lare,
    Da dut ar justiz, p’arrue :
    — Savet-c’hui ar potanz en aer,
    Ma wellfomp Ervoanik ’verwell ! —

       Ervoanik ’l Lintier a lare,
    ’R vaz uhella ’r skeul pa bigne :
    — Me ’m euz tric’houec’h milinn war ar ster,
    War-n-ez-he holl peb a dourrell ;

       War-n-ez-he holl peb a dourrell,
    Holl ho roann d’am c’hoar-vager ! —
    Barones al Lintier ’lare
    D’Ervoanik al Lintier, neuze :

       — Penaoz ’ves un den ’beurz Doue,
    Reï d’as c’hoar-vager da leve ;
    Reï d’as c’hoar-vager da leve,
    Ha da dad c’hoas bars en buhe ? —

       N’oa ket hi gir peurlavaret,
    Ur fulenn ann ef ’ zo diskennet ;
    Ur fulenn ann ef ’ zo diskennet,
    En poultr ha ludu eo rentet !

       Un el ann ef ’zo diskennet,
    D’ann dut-a-justiz ’n euz laret :
    — Diskennet Ervoanik ’l lec’h-se,
    Na vo ket distrujet fete ! —