Ar C’homt Gwillou
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Ar C’hont Gwilhou.
Me ’wel ar c’homt Gwillou war ann hent ’tont d’ar gêr,
Hag a-rok dirazhan pewar c’hant kavalier ;
Hag a-rok dirazhan karronz, karriolennou
Ewit mont d’eureuji dimezel ar Poetou....
Ann itron goz a lâre, un de, d’he merc’h henan ;
— Otro Doue, ma merc’h, glac’har a zo aman !
Me ’wel ar c’homt Gwillou war ann hent ’tont d’ar gêr,
Hag a-rok dirazhan pewar c’hant kavalier ;
Hag a-rok dirazhan karronz, karriolennou,
Ewit dont d’hoc’h eureuji, dimezel ar Poetou.
— Dalet ma mamm, emezhi, dalet ma alc’houeou,
Hag et d’am c’homtouer da choaz braoeriou ;
Digaset-c’hui ganec’h ma abijo kaera,
Ha laket anezhe d’am c’hoarig iaouanka.
— Arret, pajig bihan, krog en penn ar marc’h-ma,
Ma selaouinn ur vouez a glewan o kana ;
Ma selaouinn ur vouez a glewan o kana,
Breman a zo seiz vloaz hi c’hlewiz diveza.... [1]
Kan d’in-me, berjerenn, kan d’in da zon goantan,
Ha pa goustfe arc’hant, hi c’hlewet a renkan. —
— Oh ! salv-ho-kraz, otro, ’wit arc’hant n’am bô ket ;
Ar zôn-man a zo grêt hag a vezo kanet ;
Ar zôn-man a zo grêt balamour d’ac’h, otro,
Hag un dimezel iaouank euz ar gêr a Boeto,
’Zo seiz bloaz ’zo dimêt, eureujet na eo ket,
Hag ur mabig bihan a lârer a deùz bet ;
Hi a zo gwillioudet, un daou vloaz pe un tri,
Hag ec’h eo tamalet da botr ar marc’hosi.
Hag hi a deùz ganet ur mab kaer ’vel ann de,
Ken a lârer ez eo d’ur prinz pe d’ur roue.
Hag a deûz-han lac’het, siouas d’ehi he-hunan,
Hag a deùz-han lac’het hep kaout ar vadeziant.
Ann itron goz a lâre er gambr d’he merc’h hena :
— Otro Doue, ma merc’h, penoz ’vô grêt brema ?
— Dalet, ma mamm, emezhi, dalet ma alc’houeou,
Hag et d’am c’homtouer da choaz braoeriou ;
Digaset-c’hui ganec’h ma abijo kaera,
Ho laket anezhe d’am c’hoarig iaouanka. —
— Demad d’ac’h, emezhi, otro ’r c’homt ma fried,
Pell amzer braz a zo a-boe n’oamp em welet. —
— Ha d’ac’h iwe, ’mezhan, dimezel brao gwisket,
N’eo ket c’hui ann hini am boa d’ehi prometet ;
Penamet respeti ti ho mamm hag ho tad,
Me am bije gwalc’het ma c’hlevez en ho kwad !… [2]
Ann itron goz a lâre, er gambr, d’he merc’h henan :
— Otro Doue, ma merc’h, glac’har a zo aman ;
Otro Doue, ma merc’h, glac’har a zo ama,
Refuzet eo gant-han ho c’hoarig iaouanka !
— Dalet, ma mamm, emezhi, dalet ma alc’houeou,
Hag et d’am c’homtouer da choaz braoeriou ;
Digaset-c’hui ganec’h ma abit-sei gaeran,
’Wit ma vinn mistr ha moan da vonet dirazhan ;
Digaset-c’hui ganec’h ma abit drap de ral ?
Rag me a zo siouas ! ’vont d’ar maro raktal…
— Demad d’ac’h, emezhi, otro ’r c’homt ma fried,
Pell amzer vraz a zo ’boe na oamp em welet.
— D’ac’h iwe, emezhan ; petra ’zo c’hoarveet ?
Herve ’l liou a zouget, bugale hoc’h euz bet ?
— Ra vezinn konfontet, ’vel amann war ar plad,
Mar am eùz bet biskoaz ganet na merc’h na mab !
Ra vezinn konfontet ’vel ann amann rouzet,
Mar am euz-me biskoaz na merc’h na mab ganet !
— Arsa, ma sonerienn, sonet ar bal breman,
Ma welfomp ar bale euz ann dimezel-man.
— N’eo ket lâret ’ven kapabl d’ober ar bal breman,
Ann dersienn ’zo ganen, nao miz ’zo hi c’hrenan.
— Ann dersienn ’zo ganac’h, oh ! ia, kredi a ran,
Ann dersienn ’zo ganac’h, ec’h a daou d’hi c’hrenan !
Hag hen o skeï un tol neuze war he feutrinn,
Ma eo strinket al leaz war he abit satinn.
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Arsa ’ta, ma sonerienn, sonet ur bal kanvo,
Intaon eo ar c’homt iaouank euz ar gêr a Boeto !
Bet’ ann dez a hirie tric’houec’h groeg am eùz bet ;
Tric’houec’h groeg am eùz bet, homan ann naontekvet ;
Homan ’eo mamzel Jann, homan ann diveza,
Homan a lakao ma c’halon da ranna ! —
Kanet gant Fanchon Flouriot,
mates en Kersont — Berhot — (Aodou ann hanter-noz)
1868.
— Demad d’ac’h, berjerenn, el lann gant ho tenved,
Da biou eo ar zon vrao-se aze a ganet ?
— Ar zon-man a zo grêt da brinses ar Gwillou
A zo gwillioudet war-dro un tri de ’zo…
Ar brinses koz a lâre, er gambr, d’he merc’h henan :
— Otro Doue, emezhi, glac’har ’zo en ti-man !
Me ’wel arru d’ar gêr ar c’homt a Gerwenno,
Breman a zo seiz vloaz na oa ket bet er vro ;
Arru ’eo d’eureuji prinses kaer ar Gwillo,
Breman a zo seiz vloaz na oa ket bet er vro.
M’hen gwel, arru ec’h ê duhont war ann hent-braz,
Daou pe dri c’hant kavalier ’zo a-rok dirazhan.[3]
— Dalet, ma mammig paour, dalet ma alc’houeou
Ha roït d’am c’hoar un darn euz ma braoeriou…
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
— Kerc’het d’in aman, ’mezhi, ma c’houriz ar c’haeran,
’Wit ma vinn mistr ha moan da vonet dirazhan ;
Kerc’het d’in aman, ’mezhi, ma habit inkarnal,
Ewit ma ’z inn dar zal d’ soufr ar maro raktal…
— Na demad d’ac’h, berjerenn, gant hoc’h abit inkarual,
Indann ann abit-se c’hui a zouffro glac’har ;
Hoc’h abit inkarnal, ho tanlelez arc’hant,
Seblantout a ra din ’z oc’h plac’h ur païsant.
Lâret-c’hui d’in, ma dousig, ha gwir am eûz klewet,
Wardro un tri miz amzer a-boe m’oc’h gwillioudet ?
— Me ra fonto aman, ’vel amann war ar plad,
Mar am eûz bet biskoaz ganet na merc’h na mab ;
Me ra fonto aman evel amann rouzet
Mar am eûz me biskoaz na merc’h na mab ganet !
— En kreiz da zaoulagad, m’hen goar, gaou a lâres ;
Prennet eo da dillad en giz d’ur ’vageres.
Hag hen ’tapoud he dorn neuze war he feutrinn,
Ken a strinkaz al leaz war he abit satinn…
— Sonet, ma zonerienn, sonet ur gavotenn,
Ma ’z aï’ ma dous ha me d’hec’h ober d’ann dachenn.
— Otro Doue, ’mezhi, ganen ’man ann dersienn,
Ha na on ket kapabl d’ober ur gavotenn.
— Honnes ’zo un dersienn hanvet ann drantina,
Ha kazi peurvuian ec’h a daou d’he c’hrena.
Ah ! tec’h pell al lec’h-se dirag ma daoulagad,
Pe me ’walc’ho ma lanz brema-sonn bars da wad !
Hag hen hag o souza daou pe dri bas a-dren,
Hag o planta he lanz ebars en he c’hoste……
— Sonet, ma zonerienn, sonet ur gavotenn,
Manet eo ma dousig a-hed bars ann dachenn ;
Manet eo ma dousig da ruillal bars he gwad,
Na ê ket ac’hanon ’oa d’ezhi ober goap !
Sonet, ma zonerienn, sonet ar glaz-kanvo,
Pa ’z eo intaon ar prinz demeuz a Gerwenno !
Kanet gant Marc’harit Fulup,
eus a Blunet — (Aodou ann hanter-noz).