Envnic Crec’h-Simon

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Evnig Krec’h Simon.

1890  (Levrenn I, p. 316-318)



ENVNIG CREC’H-SIMON
____


   Tostaët, iaouankiz, hac e clewfet canan
Eur zôn divertissant, ’zo zavet er bloaz-man ;

   ’Zo grêt d’eun den iaouanc euz a barrouz Plûnet,
Gant ann newez-amzer a zo bet glac’haret.

   Ar pôtr-man oa pôtr fur, hac eur pôtr dilicad,
A gasse ar menaj er gêr, en ti he dad ;

   Lacas ’n he fantazi caroud eur plac’h iaouanc,
A barrouz Plougonver, drem-dostic da Wengamp.

   Kenta antretien a zavas etre-z-he
A oa deiz foar Maze, war dossenn Menez-Bre ;

   Eno hi remercas, ken caër ha ken brillant
’Vel an heol binniget, pa bar er firmamant.

   Mont ’ra d’hi zaludin, gant enor ha respet :
— « Salut d’ec’h, merc’h iaouanc, fleurenn ann hol verc’hed,

   C’hui rafe d’in ’n enor, ha na veritan ket,
Dont em c’hompagnonès d’ober eun dro ebat ? »

   Lâret eure d’ezhan, en em distrei en dro :
— « Na ’n on ket deut aman da werza enorio;

   Dansal hac ebatal, den iaouanc n’ouzon ket,
Met ’vel ouzon ober, veet ket refuzet. »

   Arru ann abardeiz, hac hen d’hi c’hass d’ar gêr ;
Monet eure ganthi bete bourg Plougonver.

   Monet ra dre ann hent, carget a vanite,
Hep zilaou an envned, a gane ’n bec ar gwe ;

   Hep zilaou an envned, ’n bec ar gwe o canan ;
Coulscoude ’r re-se lâre ar wirione d’ezhan.

   An envned a lavare, diwar vegic ar boud :
— « Te ’c’h a da gass d’ar gêr ’n hini raï da hirvoud ! »

   An envnic a lavare. diwar vegic ar bar :
— « Te ’c’h a da gass d’ar gêr neb a raï da c’hlac’har !

   Honnès ’zo dimezet d’eun avocad iaouanc,
Hac ar c’henta a varch en Parlamant Gwengamp !


   ’N den iaouanc a lâre, pa retorne d’he vro,
« — Mar am hije zentet ouz an envnidigo,

   Mar am bije zentet ouz envnic Crec’h-Simon,
Na vije ket breman glac’haret ma c’halon.

   Hennès a lâre d’in chomm bepred em c’hartier,
Pas mont da glose merc’hed da barrouz Plougonver ! »


______________