Canel vihan

Eus Wikimammenn
1890  (Levrenn I, p. 312-314)



CANEL VIHAN
____


      Zilaouet hol, ha zilaouet,
         La verdura dondaine !
      Eur zôn ’zo newe gomposet,
      La verduron, digue don don,
         La verdura dondaine !

   Eur zôn ’zo newe gomposet,
D’eur plac’h iaouanc hi a zo grêt ;

   D’eur plac’h iaouanc hi a zo grét,
Pîni zo zod gant ar wersed ;

   Pîni zo zod gant ar wersed ;
Lâret ra ’n dud ’c’h ê brazezet.

   Diou rozen dû, diou rozen wenn,
Mari Bonniec ê ’r fleurenn !

   Mari Bonniec a lavar
Zevel eun ti en he douar :

   Canel vihan a zo contant
Da gâd he lod ar goustamant,

   Charren ar veïn, charren ar pri,
Ha darbar er vassoneri ;

   Ha darbar er vassoneri,
Ha mont da gousket da vèd-hi.

   Pa rofomp tout peb a wennec,
Canel vihan a rei daouzec.

   Breman ’c’h ei Canel d’an Indrès,
Da wit newentis d’he vestrès.

   Bet ê Canel ’bars ann Indrès
O wit newentis d’he vestrès :

   Deût ’zo ganthan newentizo,
Eur boto lêr hac eul lezro ;

   Eur boto lêr hac eul lezro,
Tri pe bewar miller spillo ;


   Spillo bihan ha spillo braz...
Mar car Mari, a defo c’hoas.

   Breman ’c’h eio Canel d’ar Roc’h,
Da lacad brallan ann daou gloc’h [1] ;

   D’ho lacad zôn war ann ton braz..
Pa vo iac’h Mari, vo grêt c’hoaz.

   Breman vo grêt cawel coat sab,
Vo ruskellet gant bec ann troad,

   Vo ruskellet gant bec ann troad.;
Ozan crampoes ha ribottad ;

   Ozan crampoes ha ribottad,
Mari Bonniec ’zo plac’h mad !...

   Vô grêt cawel a goad Rouan,
Hac a ruskello hec’h-unan.

   Ma ve poupon pe bouponès,
Vô mamm Mari ar vêronès ;

   Ma ve pouponès pe boupon,
Vô Roll Vorvan vô ar pêron.

   Prenet davanjer ru ledan,
Da c’holo ar Morvan hihan !


Viçant Lamidon. Pédernec 1887.


____________
  1. Var : Ganthan eur c’houblad crampous tomm,
    Da laket cana « Te Deum ».