Enor, enor da Santez Anna
Enor, enor da Santez Anna, |
Aelez kaer an Nenvou,
Deut a-denn-askell,
D’unani ho moueziou,
Gant re Vreiz-Izel.
Meulomp a vouez uhel
Eur vamm a drue(z),
Ni holl e Breiz-Izel
’Zo he bugale.
Mamm ar Werc’hez Vari,
Mamm-goz da Jezuz,
D’an neb ’zeu d’he fedi
’Zo trugarezus.
Soudarded Breiz-Izel
Ken gwevn en emgann,
A c’houlenn he skoazell
A-raok mont d’an tan.
Bemdez ’klever kana
Gant tud ar mor doun :
« Itron Santez Anna,
Pedit evidoun ! »
Al labourer kristen,
D’eoc’h, Santez Anna,
A lavar e bedenn,
A zeu da gana :
Ar c’hlenvejou gwasa(n)
Hoc’h eus pareet ;
Nag a bedenn aman
Hoc’h eus selaouet.
C’houi ’zo Patronez Breiz,
Gwechall bro ar Sent ;
Dalc’hit enni ar Feiz
Evel diagent.
Spontus eo an arne,
Patronez santel,
Mirit ho pugale
Dindan ho mantell.
Eun deiz, en ho kichen,
Grit ma vimp eürus
O veuli da viken
Mari ha Jezuz.