Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Otrou Zant Ervoan veniget.
EN ENOR DA SANT ERWAN
————
N° LXXIX. — Aotrou sant Erwan Binniget.
Diskan
Aotrou sant Erwan biniget,
Enor ha skoazell hon bro,
An neb ho ped en deus bepred
Eun difenour en Nenvou.
- En hon touez eus a sant
Erwan bras eo ar madoberou
O soñjal enno peb unan
A wir galon ’lavaro.
- En Nenvou Vel war-an douar
Sant Erwan ’zo galloudus,
Hag e galon da neb e gar,
’zo mat ha trugarezus.
- Kement hini da sant Erwan
A vo bet en em ouestlet,
E pep ezomm hag e pep poan,
Gantan a vo skoazellet.
- Pa vez glao bras, re a dommder,
Gant an trevadou nec’het,
Da sant Erwan e tereder,
Sur da veza selaouet.
- D’ar beleg, d’an den a lezenn,
Beleg santel, advokad,
Sant Erwan ’ro skouer, sklerijenn
'Evit ren o c’harg ervat.
- Ar vamm pa lavar eur bedenn
Da sant Erwan beure-noz,
Kalon he mab ’vel eur rozenn
’Dro war-du ar Baradoz.
- An intanvez paour en he foan,
He bugale hep sikour,
En em erbed ouz sant Erwan,
Ha sant Erwan he rekour.
- Ar bugelig kaez, emzivad,
Tad ha mamm gantan kollet
E Sant Erwan a gav eun tad
D’e vlenia ervat bepred.
- Ar soudard galvet d’an arme,
Kent kuitaat, da Sant-Erwan
A ya da bedi, ha neuze,
A-greiz e galon a gan !
- Ar martolod war ar mor do(u)n.
Gwall hejet e vag vihan,
A zo fizians en e galon :
E sturier eo sant Erwan.
- Al labourer a gar ar sant
A gav skanvoc’h an arar,
Kalz blotoc’h ’vez ar park, pa blant
Pa sko e bal en douar.
- An devezour, an den a boan,
Bemdez kent mont d’e zevez,
Mar deu da bedi sant Erwan,
A gano gant levenez :
- Ni a zo holl devezourien
Er bed-man ha tud a boan ;
Ha c’houi ’zisprizfe hon pedenn,
C’houi, Aotrou mat, sant Erwan.
- Kalz ac’hanomp hep pell dale
A vo echu o devez :
Grit d’imp mont da gana, neuze,
En Nenv gant anaoudegez !
|