Kalon dous a Vari
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kalon dous a Vari (1934).
1. Kalon dous a Vari,
Kalon Mam Doue,
Ni fel d’imp ho meuli
Breman ha bemde,
Diskan.
Ave, ave, ave Maria,
Ave, ave, ave Maria.
Diskan al, memez ton :
Gloar hag enor,
Da galon Mari,
Ol en Arvor.
Meulomp anezi.
2. Piou a helfe laret,
Kalon druezus,
Pegement e karet
Bugale Jezus ?
3. C’houi ec’h euz hen gwelet
’N eur c’hraou evidomp,
War ar plouz astenet,
Ha paour eveldomp.
4.Genac’h e Nazareth
Ho kroadur zantel
A n-enz bet labouret,
Da rei d’imp kentel.
5. War ar C’halvar neuze,
Pebes kalonad !
Diragoc’h pa skuille
Evidomp e voad !
6. ’N e gomjou divezan,
Zonj ec’h euz, Gwerc’hes,
E lare d’ac’h bezan
Mam an oll dud kez,
7.Eur Vam a galon vad,
Dreist an ol mammou
En hon henver dalc’h-mad
Ez oc’h en Envou.
8. Spontet omp ar wej-man
Mui eget biskoas,
O welet disprizan
Jezus hag e Groaz.
9. Ar bed a-neuz ezom
’N eun amzer ken kri
Euz eur galon ken tom
Ha Kalon Mari.
10. An Ilis hag ar Pab
’N ho trezeg a zell,
Digant Jezus ho Mab
Pa c’houlont skoazel.
ll.Chilaouet ouz o mouez
Komzet ouz Jezus,
Ma vougo en hon touez
Ar brezel mezus,
12. Ar brezel didrue
A rer a bep tu,
Eneb ar wirione,
Eneb ar vertu.
13. Roet ners ha zouten
D’imp ivez e Breiz,
Ha miret da viken
Ar Fe vad ’n hon c’hreiz !
K. G.