E louzou da bep klenved
Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout E louzou da bep klenved (An Oaled, niv. 35).
Inule fétide
Mat eo al louzaouenn-ze da enebi ouz ar fluzgwad (dysenterie). Eva bemdez eul litrad dour bet bervet war an deliou anezi.
Eglantier, Rosier.
N’eo mui stank an tiez n’eus ket enno eus ar Roz-ruz-man, leun a zrein, dispar da gaea ha d’ober disheoliennou, e-kerz an hanv. Evid ar boan-c’houzoug, ar boan e kig an dent, gwalc’hit alïes ho kenou gant dour bervet war deliou sec’het ar Roz ruz.
Evid ober eul louzou mat da barea ar gouliou, an trouc’hou, lakit en eun hanter-litrad odevi mat, pouez daouzek gwennek a zeliou roz ruz sec’h mat, e pad pemzek dez. Soubit eun tamm lien el louzou-ze, ha lakit-hen war ar gouliou. Chench peder gwech bemdez pe alïesoc’h. Mirit al louzou-ze evid an ezomm.
Pa vezer gand ar Red-Korf (diarrhée) klaskit frouezen ar Rozenn ruz, flastrit-hi, gwaskit-hi, tennit an dourenn, ar sun anezi, kemeskit an dourenn-ze gant he fouez a sukr malet, poazit war tan bihan, ha lakit e boutailhou bountet mat. Kemerit nao loaiad vras bemdez etre teir gwech, hag e kavfot buan ar pare.
An dud a zo douget da gaout poan gand o boued, ar re o deus stomogou ha bouzellou diegus da labourat, ar re a zo techet da gaout c’hoant kousket goude o fredou, a rafe vad d’ezo debri konfitur graet gand frouezen Roz-ruz (confiture de Cynorrhodons). Ar vugale a chaoko alïes ar frouezenn-ze, n’o devezo prenvedenn ebet morse.
Ret mat eo dastum an deliou hag ar fleur e miz ebrel, pa vezont en o c’haera, hag o lakat e boestou houarn-gwenn.
En douarou ato gleb eo e kaver al louzaouenn-man. Eus gouenn ar panez eo hi, he had henvel ouz an had panez. Trouc’hit he gwriziou a dammou bihan, bervit eul litrad dour war eur vozad vat a c’hwriziou e-pad eun hanter-eur, hag ho pezo graet eul louzou mat da enebi ouz ar c’hoenv a zeu en avu, pe er felc’h, pe er skevent. An dud a deu da goenvi (hydropisie, albumine), a ve mat d’ezo en em{{{2}}}gemer trumm da eva dour diwarni.
An dud stanket, ato o poursal, o teuc’hal, berr-alan d’ezo, a dleo bervi deliou aich el laez, eva alïes, hag ato tomm al laez, mont d’ho gwele da c’houezi a-zoare.
Ar merc’hed a zo koenvet o stomogou, a vervo eur vozad deliou aich bruzunet, en eul lur lard moc’h (saindoux), a raio eur palastr da lakat war o stomog koenvet.
Ma ne gavfed ket eus an aich, e rafed al louzou gant parchil, e galleg Persil, henvel eo.
An merc’hed a ve o tont en eun oad fall, 14 pe 15 vloaz d’ezo, ha ne vent ket war o zu, a rafe vad d’ezo eva bemdez war yun eur werennad dour bervet war deliou Aich, pe diwar barchil, vad a rafe d’o gwad. Anavezet em eus eun den koz hag a lakæ e chatal da droaza buan, gand eur vozad deliou aich, bervet en eur skudellad laez. Rei da eva en tomm ato.
N’eus ket kalz eus ar blantenn-ze e Breiz, eur geniterv he deus avat, he ano Orfil, pe Andeledenn hag a vo mat ober anaoudegez ganti hebdale, dre ma ra burzudou.
Ma n’eo ket eur boued krenv, da vihana, an Analouedenn, gwalc’het mat, ha debret gand eun tamm bara hag amann, a gennerz kalon an den, a laka d’ezan en e c’hwad eleiz a raz da ober eskern kalet ha dent mat. Debri a dlefemp holl deliou analouedenn gand eur meudad holen hag eul loaiad eol-debri, evit mirout ouz hon dent da vreina.
Deliou ledan kenan he deus ar blantenn-man, ha dre-ze ez eo anvet gand ar re goz del ledan. Evel krampouez int. He ano gallek a den eus al latin TUSSIS, paz hag AGO, kas kuit E gwirionez, eul louzaouenn eo eus ar re wella evid ar Paz, pa vez bervet an deliou anezi el laez, pe gwelloc’h er mel-gwenan. An deliou anezi, drailhet munudik, ha poazet gant viou, a zo eur boued krenv evid ar vugale o deus olosennou, boulou sempladurez en o gouzoug ; pe dindan o elgez, o chig pe o gronch.
Mat kenan eo an deliou anezi evid ar berr-alan, evid an dokenn, an darwed, rak netaat a ra ar gwad. Eur palastr tomm graet gant deliou frigaset ar blantenn-man a deuz buan an olosennou hag an holl goriou a sempladurez a dag ar vugale hag ivez an dud en oad.
LISENN C’HLAZ.
Setu aman eul louzaouennig hag a rafe burzudou, ma ve implijet mat. E Lanarvily, er bloavez 1904, edon o tastum Nizar, hag eur baotrezez a lavaras d’in : « hounnez eo al louzaouenn a bareas va zad, klanv gand ar Brochite comique, ha kondaonet gant medisined Lesneven. » — Ya, emeve, n’oun ket souezet, rak n’eus ket par d’ezi da zistaga ar paz, ar glaour teo a zo o poania ar c’hlanvour hag oc’h e stanka. Evomp eta aliés dour bet bervet war al louzaouenn-man, dousaet gant mel gwelloc’h eget gant sukr. Bervet el laez, evet diouz an noz a-raok mont d’ar gwele, e viro ouzomp da dapout meur a glenved, evel ar berr-alan, ar paz, ar pistigou hag all. Bervit eun dournad deliou nizar en eul lur lard moc’h, hag ho pezo eul louzou dispar evid ar poaz-tan an taoliou heol, ar gouliou ar re euzusa.
Ma ne zizourit ket a-walc’h dre ho fri, en em lakit a us d’an aezenn a zav diwar ar Rederez o vervi en dour bero. An dud a ’n em gav poaniet o troaza, ar re a daol grouan bihan, mein bihan dre o zroaz, a rank poania da eva dour bervet war al louzaouenn-man, hag an aliesa a vezo ar gwella d’ezo ober.
Deliou kol malo, deliou aouredal, eur vozad eus a bep hini, bervet en amann hag el lard-moc’h, 250 gr. eus a bep hini, gwasket mat goude beza bet eun hanter eur o poazat war dan bihan, a ra burzudou war stomogou koenvet ar mammou. Ar palastr a vo renevezet diou wech bemdez. An dud o deus poan o troaza, a lakaio e touez eun tamm lien, eur palastr graet gand eur vozad deliou aourédal hag eur vozad tormoger (pariétaire) ha nao ivin kignenn frigaset holl, ha bervet e pad eun eur en eul
litrad gwin-ruz. Lakat ar palastr war traon ar c’hof, tosta ma
vezo gallet d’ar soroc’hell. Ar merc’hed poaniet, a wellaio oc’h eva dour bervet war aouredal, eur vozad evid eul litrad dour. Eva bemdez 1/2 litrad.
A-raok ma oa anavezet ar C’hinkina, ar sulfate de quinine, e veze alïes roet d’an dud taget gant an terziennou, dour bervet war aozil-melen, ha gwelloc’h war haleg gwenn. Ar c’hroc’hen eo a veze ato roet da vervi dour warnan, ha peurliesa e paree an dud keiz. Da ober boutegou, kevel evit tapout pesked eo e vez breman ar muia implijet an aozil melen. Ludu aozil a zo mat kenan evit lakat ar boued da zisken, eul loiad en eur banne dour bet bervet. Tamouezat fin al ludu-ze, hag eva gouestad goude pred.
C’houez c’houero a zo gand ar blantenn gaer-man, melen he bleun, evel nozelennou, pe boutounou aour.
Da goz ha da yaouank, n’eus ket kalz a louzeier gwelloc’h egeti evid ar prenved. Lakit tregont bleuenn en eul litrad gwin da vervi, ne vern pe seurd gwin, eva c’heller eur werennadig war yun. Eur palastr deliou arwad frigaset ha laket war ar c’hof pe tost d’ar genou, gand eur penn kignen bruzunet, a gas ar prenved d’an traon, ha ne vez ket pell. Diou brenvedenn ha tregont a daolas eur paotr pevar bloaz gand eur palastr arwad, rak, n’helled ket rei d’ezan da eva, ken toc’hor oa, ha pare klok oa ar bugel eun eur goude.
An dud o deus poan gand o boued, a evo dour diwarni, an dud sempl a raio ivez, eur vozad bleun sec’het mat ha bet e gleac’h, e tremp, e-doug eun hanter-eur en dour bero. An dud zo tano o c’horf, drouk-livet, ar re nervennus, a gemero bemdez eun hanter litrad.
Mar hoc’h eus gwall c’houliou, flastrit deliou tenezi, eur vozad pe ziou, bervit-o en eul litrad dour sal kenan, palastrit ho kouliou, ha buan e pareot hep chom kleizennet.
Ne chom morse ar c’houenn el lec’h ma’z eus c’houez al louzaouenn-man. Ali d’ar re o deus chas buget a c’houenn, ha d’an dud ne gouskont ket ganto.
Gwelloc’h eo c’hoaz ar petrol taolet war dammou truilhou, ha lakaet er gwele e-doug an deiz.
Anavezet mat eo an Askolenn vriz, ha kalz a dud he deus pareet diouz koenv ar skevent, koenv ha tanidigez ar groc’henenn a c’holo ar skevent. (Pleurésie) Pa ho pezo tapet eur c’horfad riou, bervit dour war askol briz, it d’ho kwele da c’houezi, rak c’houezi mat a reot diwar an dour-ze, ha troaza a reot ivez, ha setu n’ho pezo drouk-skevent ebet, na terzienn. An dud o deus heug ouz ar boued, n’o deus tamm naon ebet, a evo dour diwar al louzaouenn-man, hag e teuio naon d’ezo.
Ar re a vreugeus, techet da gaout avel, pell ar boued o tiskenn d’an traon, a wellaio diwar an dour-ze, sukret gant mel.
An dud o deus poan en o lounezi, en o loanigou, poaniet gand o dour, divalo o zroaz, a evo dour diwar al louzaouenn-man ; lakat eur vozad en eul litrad dour. Eva eul litrad bemdez. Mat eo da enebi ouz an terziennou, bervi dour war ar bleuniou anezi, hag eva a werennadou a-raok ma tispako an derzienn warnoc’h.
An askoliou holl, o veza ma’z int c’houero evel ar vestl, a zo mad da zigeri ar galon, da rei nerz d’an dud dic’hwad, ha da barea an terziennou.
Debret pa ne vezont ket dare mat, an avalou a c’hell rei kalz klenvedou ; trenk-put e vezont neuze, kalz drouk a reont d’an dent, da sac’h ar boued ha d’ar bouzellou. Rei a c’hellont ar fluz-gwad, gwentr, terziennou ha prenved d’ar vugale.
Debri eun aval dous a-raok mont da gousket, a laka blaz vat er genou, hag a zigas ar c’housked. Ar re o deus drouk-avu, ar re o deus berr-alan, paz-yud, dreo, a dlefe debri avalou poazet er glaou ruz, etouez paper gleb, pe deliou kaol.
An dud o defe poan-arrach en o diskouarn, a ve buan lazet d’ezo ar boan, ma lakafent eun aval poazet er glaou war o diskouarn. Da barea an tign, ar gal, ar c’hrign-beo, trouc’hit eun aval bras dre ’n hanter, tennit an had ha lakit soufr malet en o lec’h, neudennit an aval, lakit-hen en eur fourn c’horet da boazat.
P’ho pezo frigaset hoc’h aval evel liboud, frotit start ar c’hlanvennou, ha kendalc’hit. An dour bervet war deliou avalenn ha deliou avalou-kougn pe avalou-stoup a zo mat kenan da walc’hi an daoulagad ruziet, tanet.
Laez gwenn a zeu eus al louzaouenn-man. Gouzout mat a ra ar chatal ez eo eun ampoezon bras, ha n’he debront ket. Lezomp al laez-bleiz gand ar vedisined-kezeg, ar re-ze a oar diouti, hag he implija a reont kalz evit lakat ar chatal da vont war vaez, pa vez kaledet o fank enno. Pa vez frigaset an deliou anezi ha lakaet gant eoul-debri e-pad eiz dez ez eo mat da ruzia ar c’hroc’hen, ha da denna an dour fall eus ar c’horf. Vad a ra war ar c’hlenvedou kroc’hen, an darwed, ar gwenan. Eun delien pe ziou etouez mel, a zo mat da skarza ar c’horf, met taolomp evez mat outi.
Dleet e ve d’an dud a zo ato kalet o c’horf, teurel eul litrad dour bero war eur vozad deliou, pe gwelloc’h, eul litrad laez bero, hag eva en eur vont d’o gwele eur werennad vras eus al louzou-se dousaet gant mel. Eva bemdez, rak ne ra poan ebet an evach-se. Al lostou babu a zo mat kenan evit lakat da droaza an dud a zo poaniet pe en o avu, en o felc’h pe en o lounezi. Ar mein-kerez, babu, torret ha lakaet, pemp dournad anezo er eul litrad gwin-gwenn, a zo kouls evel al louzou diaraok ; eva diou loiad anezan war yun bemdez, ha kemend-all div eur goude koan.
Anavezet eo ar balan gand an holl, met n’eo ket mat d’an holl ober louzeier gantan, rak droug a c’hellfed ober elec’h vad. Evelato, an dud techet d’an derzienn velen, ar re o deus grouan, mein bihan pe en o soroc’hell pe en o avu, ar re o deus remm, poan izili a-bell zo, a raio vad d’ezo eva dour diwar bleun balan, eun dournad en eul litrad dour, dousaet gant mel, pemp loaiad d’an nebeuta. Dre ma tiskenn, an dour dous-se a netaa ar gwad eus kement loustoni a c’hellfe beza ennan. Ar re o deus koenv en o diabarz, en o uferniou, dour dre o gwazied (Albumine{{{2}}} e galleg), a dlefe devi balan glas, lakat daou zournad ludu en eul litrad gwin-gwenn, tremen dre lien, pa vezo bet pevar dervez e-gleac’h, e tremp er gwin-gwenn-ze. Eva neuze eul loaiad bep div eur eus ar gwin-ze. Pa n’ez a ket a-walc’h ar galon en-dro, an dour diwar valan a roio nerz d’ezi da skei a zoare.
Eur blantenn zruz kenan eo houman, saladenn eo a vez graet peurliesa ganti, er soubenn eo mat ivez, dreist-holl e-kerz tomder an hanv.
An dud a ve koenvet o felc’h war-lerc’h terziennou, he chaoko bemdez evel chaokat butun. Pa vez ruz kig an dent, ar staon, an teod, chaokat aliès, hag e pareer ar genou, hag e wennaer an dent.
Ar re o deus prenved, o zaolo, ma chaokont ar c’harrenn pe ar c’hwrizienn anezi.
Ar Rusteriou (hémorroïdes) a bare trumm, pa vezont frotet aliès gand an dourenn, ar sun a zeu eus ar blantenn kemmesket gant mel bet bervet war eun dournad roz-ruz da […][1]
Pa vezer taget gand ar zec’hed, e ra vad chaokat trinchin-koadig, netaat a ra an dent. An dour bervet warni, a zo yac’hus ha mat da derri ar zec’hed. Da lakat ar c’horadennou da zirenta, da doulla, ober eur palastr gant soaon, dienn pe goavenn bervet gand eun dournadig eus ar blantenn-man. Ne vo ket pell ar gor a toulla. Arabat debri re diouti, rak eun ampoezon a zo enni.
LOUZAOUENN AR GROAZ
En amzer an Drouized, a-benn kutuilh al louzaouenn-man, e ranked ober lidou bras, evel ma ranked ober evid an uhelvar hag an Troad-Bleiz, mat evit ar boan daoulagad.
Ar varlenn, an dour a deu diouti, a zo mat-tre evid ar boan en daoulagad. Bervit he deliou er gwinegr, daou zournad evid eul litrad, lakit eul lienen soubet el louzou-ze, ha gwasket, war ar pistigou, war ar remm, war an tal, er boan-benn. Evit parea ar fic’hon (fistules), toullou er c’hig hag a’z a beteg an askourn, frigasit munut deliou Barlenn, kemmeskit gand eul loaiad bleud heiz ha daou wenn-vi, lakit war ar gouli, renevezit aliès hag e pareot.
Eur blantenn a c’houez vat eo houman.
An dud o deus aon da goueza diwar o zreid, a wel an traou o trei en-dro d’ezo, a zo o vont da sempla, da goueza en droug-Sant, a vo mat d’ezo kemer dour melis eus an apotikerez, gwelloc’h aozet eo an dour-ze eged an hini a rafent o-unan. An dud a zo trist leun a velkoni, ato glac’haret evid an distera tra, a raio vad d’ezo eva dour melis, ugent beradenn en eur werennad dour ha sukr, hag e teuint da veza seder. Ar re o deus avel fall en o diabarz, gwentr gand o boued, ar re ne ziskenn ket buan a-walc’h o fredou d’an traon, a wellaio gant dour Melis. Deliou Begar, bruzunet e bleud, peder beskennad lakaet en eur banne laez, a lakaio ar prenved da vervel er c’hof, ha buan e teuint er maez.
Evid ober palastrou da denna an danidigez diouz an izili, eo brudet ar bleud lin. Pa vez distreset eun ezel bennak, buan eur palastr lin. Pa vez ruziet, koenvet ar skevent, pa vez poan e sac’h ar boued, evit didana, evit souplaat, ec’h ever dour had-lin, met dour bervet e-doug eun eur war eun dournad bleud lin. An dud a zo tano o c’horf, o deus fluz-gwad, o deus poan en o lounezi, pe loanigou, a zo koenv en o soroc’hell, a wellaio, pa gemerint dre an traon eus an dour teo-ze. Evit mont bemdez war vaez, lakit had lin bruzunet e bleud eul loiad vras, en eur werennad dour ha mel, diouz an noz, evit en eur sevel eus ho kwele. Grit an dra-ze bep mintin hag a-nebeudou, ho korf a deui da veza evel ma tle beza.
Diou loaiad eoul-lin, diou loaiad gwin-ruz hag eul loaiad sukr malet, a zo eul louzou mat da barea ar c’hignadennou, an trouc’hou hag all.
Houarn, fosfor, fosfat a zo er beler, iod a zo ivez evel er bezin. Mat eo eva sun ar beler frigaset ha gwasket, evit kement klenved a zo er skevent. An dud blank, sempladurez d’ezo, a evo dourenn beler, pe gwelloc’h, beler, linad hag uhelenn c’houero, eun dournad eus a bep hini, frigaset ha lakaet en daou litrad gwin-gwenn. Eva eul litrad bep sizun. Evit digas naon d’an dud, n’eus ket gwelloc’h. Evit parea frailhou ar genou ez eo dreist, her chaokat. Eur medisin brudet awechall, en deus pareet eun niver bras a dud o vont da goueza peultriner, gant kresoun frigaset, laket gantan eol debri eleiz, eur meudadig holen-gwenn hepken, hag eun diveradenn gwinegr. Met debri a ranker eur mell dournad beler, ha diouz ar mintin hepken, ha bemdez heb ehana dervez ebet, e-keit ha ma kaver beler. Chaokat kresoun hepken, a zo mat evit mirout ouz ar rumou da gregi ennomp.
Er Prat, kichen Lannilis.
Kavet e vez al louzaouenn-man e-touez an ed, eus gouenn ar piz hag ar fa eo hi. Ne gaver talvoudegez ebet d’ezi evit parea. Da vaga dubeed, ha denved ez eo mat kenan, ha zoken pa veze kernez gwechall, graet e veze gand ar greun anezi boued tud. E broiou a zo, e vez roet ar greun d’ar vugale a zo gand ar ruzell ha nerz he deus da zigas ar c’hlenved er-maez. Bervi an had, eun dournad en eun hanterlitrad dour, ha rei da eva ez tomm e peder gwech, ha chom er gwele da c’houezi ken na vezot pare mat.
Ar vugale o deus prenved, a vezo pareet gant dour bervet war Bent, eun dournad deliou en eun hanter-litrad dour. Ar re ne evfent ket an dour-ze, ober d’ezo eur palastr deliou bent frigaset ha bervet, lakat ez tomm war ar c’hof. Evit troaza hag evit c’houezi, ez eo mad ar Bent. An dud a zo techet d’an hik a evo dour diwar bent gand eul loiad gwinegr e-barz. Eur palastr graet gant deliou Bent frigaset ha bleud gwiniz, a bare buan stomogou koenvet ar mammou a dap eun taol avel fall. Mad e ve ivez lakat eul lienenn domm soubet en dour bent tomm war ar stomagou kaledet ha koenvet. An dud ne ziskenn ket buan o boued d’an traon, a evo dour Bent goude o fred. Evid ar gwentr hag an avel kof, ar Bent a ra burzudou.
Brudet bras gwechall, ar Ventonig a zo hirio evel dilezet gand al louzaouerien. Evelato, da lakat eur gouli da gleizenna, ez eo mat kenan. Lakat 100 gr. en eul litrad gwin-ruz, lezel al louzaouenn 15 dervez er gwin, ha gwalc’hi ar gouliou teir gwech bemdez gand al louzou-ze. Al logodennou gouliet (varices ulcérées) a bare buan. Bervi ar gwin gand al louzaouenn e-barz, d’an nebeuta e-pad eur c’hard-eur.
An dud o deus poan en o c’halon hag en o lounezi, dre ma ne droazont ket a-walc’h, ar re a zo koenv enno, a raio vad d’ezo eva dour bero warno, pa vezo an dour klouar mat, lakit ennan eur meudad bicarbonate de soude. Lezit an dour da yena e doug c’houec’h eur, tremenit al louzou dre eul lienen, hag eva dioutan teir gwerennad bemdez. Mad eo c’hoaz al louzou-ze da barea ar c’hlenvedou kroc’hen, dre ma neta ar gwad dre an troaz. Droug an hurlou, ar Remm, a vez yac’haet gantan, hag ivez an dud o deus stomogou sempl, o deus poan gand o boued. Ar glaou bezo tamoezet eo a ranker da gemer gand eur banné dour pa vezer taget gand ar fluz-gwad ha pa vez eur pouez war ar stomog goude ar pred.
An deliou Beotez a zo mad kenan da zebri, ha yac’hus int evit mont aesoc’h war vaez ha troaza gwelloc’h. Pa vez poazet an deliou pe ar gwriziou, e reont eur boued mat da denna an danidigez, ar c’hor eus sac’h ar-boued hag ivez eus ar bouzellou. Mad eo c’hoaz d’an dud o deus itik troaza alies. Eur palastr Beotez war ar Ruzderiou (hémorroïdes) a ra vad kenan. An dud a zo kaledet o fank enno, a bareo trumm ma tebront deliou beotez poaz diouz an noz.
Ma teufe ar Beuz d’eomp eus an Amerik e vije kemeret evid eul louzou dispar. Siouaz ! re anavezet eo er vro ha setu ma n’en deus brud ebet. Ha kouls-koude, netra gwelloc’h evit kas ar c’horf war vaez bemde-c’houlou hag heb an distera poan. Lakit da vervi en dour pouez c’houec’h gwennek (30 gr.) a zeliou beuz dre litrad dour, eva diouz an noz, pell goude koan, hag antronoz vintin abred e labouro. Gand eul litrad dour e reot c’houec’h gwech. Evit spurji ar chatal lakit pemp gwech muioch a veuz, hervez ment ar chatal, evel just. N’ho pezo ket a boan gant ho poued, mar kirit eva a-raok ho pred eur werennadig gwin gwenn bet ennan o trempa e-pad eiz dez, pouez 12 gwennek a zeliou beuz (60 gr.). Evit lakat eun den da c’houezi en e wele lakit 40 gr. deliou beuz bzruzunet en eul litrad dour bervet e-pad eur c’hard eur, roit da eva al litrad e div-eur, a vanneou bihan, rak c’houero eo al louzou evel ar vestl. An dud taget gand ar Remm a bare ivez gand al louzou-ze e seiz pe eiz miz, ma kendalc’hont d’hen eva bemdez aketus, hep mankout dervez ebet.
Ar beverez a zo eul louzaouen deliou teo ha druz d’ezi, eus gouenn ar grignoun bihan a gaver ouz ar mogeriou koz en hanv eo hi. Frigaset ha poazet en amann dous, ez eo dreist da barea ar goanvennou, an taoliou-heol ha kement ezel a zo devet, poazet pe gant tan pe gant dour bero. Guechall goz e oa kalz muioc’h implijet eget breman, ha meur a zen taget gand an Droug Sant a zo bet pareet ganti, ha breman e rafe c’hoaz ma vefé gwelloc’h anavezet he zalvoudegez.
Bleuenn wenn e stumm kleier, e-touez ar strouez er c’haeou hag e pep lec’h e sav, e-kreiz an hanv. Kalz a louzeier mad a zo war ar maez evit tanavaat ar c’horf ha kas er maez anezan al loustoni, met gwelloc’h eged ar Bezvoud n’eus ket, rak pouez 12. gr. en eur volennadig dour bervet lezet da yena a zo dreist evit-se. An deliou hag ar bleuniou eo a vez peurliesa implijet. Dousaat gant mel, gwelloc’h eget gant sugr.
Evit gwalc’hi an daoulagad ruz ha koenvet, leun a bikouz, eo e veze gwechall implijet an dour bervet war al louzaouenn-man, ha mad eo hirio, pa oa mad gwechall. Hirio e prener dour boriket ha n'eo ket kouls ha dour Blaveola. Gwalc’hi bemdez an daou lagad gant dour tomm, lakat warno eun tamm lien glebiet en dour tomm a vir ouz kalz klendevou en daoulagad.
An dud o deus droug ar Mean, grouan en o zroaz, poan izili, koenv, a rafe vad d’ezo eva bier hag a vezo bet ennan dek dervez o trempa 10 gr. Blaveola en e fez deliou ha korzen, griziou hag all. Ar bleun Blaveola, sec’het ha bruzunet, evet en eur melen vi diou wech bemdez a wella d’an derzien velen (diou veskennad bleun malet).
Eul louzaouen fall eo houman, spega ra ouz an trevadou mad o suna ra evit beva, ar melchen, al lann, ar rezinenn, vez taget ha lazet ganti. Met, mar deo fall, eur vertuz bennak he deus ivez. Evit ar gouliou diaes da sec’ha, lakit 60 gr. Bleo-diaoul en eul litrad dour, bervi eun hanter-eur, lakat ennan eul loaiad alcool camphret, soubit lien el louzou, lakit war ar gouli al lien e pevar doubl. Evid ar Red-Korf eo mad ivez, met gwelloc’h egeti a zo.
Deliou round bihan, ha n’o c’haver nemet en dour sac’h. Goloi a reont an dour evel eur pallen. Ar vugale o deus eun diskenn a bareer gant palastrou diwarni, ha da lakat eur gor da zirenta eur palastr bleuidour a zo ivez mad-tre, hervez Dioscoride.
Siouaz ! al louzaouennig kaer-man hag a gaver dreist holl er c’hoadou, n’he deus ket nemeur a dalvoudegez evit parea an dud. En he fez, frigaset ha bervet en dour, e ro dour téo evel glaouren, madik a-walc’h evid ar Paz, didana ra ar gornailhen.
An holl a anavez al louzaouen-man, gwenn e vez ganti ar parkeier letoun da vare Pask. Da netaat ar gwad, da denna dioutan al loustoni, an doken flerius ez eo mad, ha gwelloc’h e vezo c’hoaz pa vezo lakaet ganti eun dournad gwriziou teol ha kement a zeliou kraon. Eun dournad eus a bephini e daou litrad dour da vervi eun hanter-eur. Rei al litrad dour a jom, e daou zervez. P’ho pezo paket tomm ha yen, pa viot glebiet, treuzet, it trumm d’ho kwele, hag evit eun hanter litrad gwin-ruz, an tomma’r gwella. hag a vezo bet o vervi ennan eun dournad leun-mat a vleun-hanv. C’houezi a reot diwar al louzou-ze, ha klenved ebet na dostaio ouzoc’h.
Evit parea ar bosou kig (Loupe), n’eus ket par d’ezi, met diaes eo al louzou da ober, ha fazia a c’heller oc’h hen ober.
Ar vleuen gaer-ze a zo rouez kenan e Breiz, nemet hadet e vije. Anvet eo Immortelle dre 'n abeg ma pad kaer e-doug pell amzer he bleuen velen-aour. Da enebi ouz ar Paz hag ar Berr-alan oa implijet gwechall, met bezomp dinec’h ; kouls hag hi a gavimp.
BOKEDOU HANV. — BOKEDOU LAEZ. — BRIALLENN.
Gwriziou al louzaouen man a-zo mad evit klenved ar Mean ha klenvedou ar soroc’hell. Mad int ivez ar gwriziou-ze ouz ar prenved, pa vezont bervet er gwin-ruz. Pa vezont bruzunet ha malet e lakont an dud da strevial evel ar butun, hag evel-se e pareont ar boan-benn. Ar bleun melen a zo mad a-enep ar boan nelvennou, al lamm-kalon, a-enep an danaven pe red-korf hirbadus. Bervi dour warno hag eva alies.
Er Prat, kichen Lannilis.
An deliou anezi a zo mad tre da rei nerz d’an dud dic’hwad, d’ar re n’o deus ket a c’hoant debri dre ma ’zeo sempl o stomogou. Eva bemdez dour bervet war al louzaouen man, eur volennadig bep mintin war yun. Evid ar red-korf, an danaven, ar fluz gwad hag all ez eo mad ivez. Vad a rafe d’ar re o deus poan o troaza pe a zo taget a soroc’hell gand eur c’hlenved bennak, eva bemdez hag alies dour diwar groc’hen al louzaouen-man. Da barea ar boan c’houzoug, pa vez poan o lonka, ez eo dreist ; ober eur palastr tomm gand eun dournad deliou frigaset, ha grogolia ho kenou gand an dour bervet warni. Evid an terziennou, ar c’hroc’hen anezi a zo mad kenan, eva dour diwarnan a-raok ma teu ar barrad warnoc’h.
Mad kenan eo ar gwriziou sivi, da barea ar red korf koz. Lakat 375 gr. en eul litrad gwin-ardant, lezel da vervi eun hanter-eur, eva bep teir eur eul loaiadig vihan. An dud taget gand ar Remm, poan izili, drouk an urlou, a barefe a-nebeudou gand ar frouezen-ze, met gwelloc’h eo chom hep tapout ar c’hlenvedou ze, dre chom hep debri kig nag eva gwin. An dud a zebr re a friko, gand an urlou a varvo. An neb a vev er gwin, a varvo en dour, hervez al louzaouerien a goustians a oa gwechall o veva war an douar man.
Al louzaouen-man he deus galloud ar c’hastillez, ha netra ken.
Henvel eo ar frouezen ouz mouar met kalz brasoc’h. An dud douget d’ar fluz-gwad, d’ar red korf a bareo gant dour bervet war deliou bod-tel, ha dousaet gant mel. Evid ar boan c’houzoug ez eo henvel ouz ar Bod kastillez hag ouz an deliou drez. Bervi dour war eun dournad deliou ha grogolia er ginou. An deliou frigaset a-zoare, a bare ar gwal c’houliou, dre ober ganto eur palastr da lakat warno.
Gwaskit goude beza frigaset mad an deliou anezi, hag ho pezo eul louzou dreist evit parea ar gouliou euzus, ar goanvennou kignet, an izili devet pe gant tan pe gant dour bero. N’eus netra gwelloc’h. Evit lakat da c’houezi, bervit dour war deliou bokedou-fars ha deliou kaol-garo, it d’ho kwele, hag evit eur volennad eus an dour-ze, tomm kenan. Evid ar merc’hed yaouank poaniet o klask kreski, ar bokedou-fars a ra burzudou, lakat he deliou er gwin gwenn e-pad pevar dervez da drempa, eun dournad dre litrad, eva eur werennadig eus ar gwin-ze bep mintin, war yun, eiz dez a-raok ma tleont en em zizamma eus a gwad miziek. Mad eo al louzou-ze d’ar merc’hedigou diwad, blank.
Mad eo al louzaouen-man evit parea an dreo, ar berr-alan, ar paz, ar fluz-gwad hag ar red-korf. Bervi eun dournad deliou en eun hanter-litrad dour, dousaat gant mel. Mad eo c’hoaz evit lakat an dud da zisteurel, da zislonka an traou lous eus sac’h ar boued.
Da zigas nerz d’an dud sempl, lakat 50 gr. plusk haleg en eul litrad gwin-gwenn, epad pevar dervez, eva neuze eur werennadig mintin ha noz. Da enebi ouz an terziennou e talv al louzou a ro ar vedisined evit-se. Pa lakeoc'h 50 gr. deliou haleg en eul litrad laez da vervi, ho pezo eul louzou mat evid ar fluz gwad. Al ludu haleg a zo dreist evid an dud ne ziskenn ket o boued enno buan a-walc’h. Tamoueza al ludu diwar haleg ha teurel diou loaiad en eur c’hard dour da eva eun eur goude ar predou bras.
C’houez krenv a zo gand ar wezennig-man, hag a vez graet ganti girzier evel ma rer gand ar beuz. Ar boulou du anezi a zo mad pa vez c’hoant da vont diouz an daou benn, teir boul a zo awalc’h. An deliou hag ar plusk anezi a zo ivez mad met ne labouront ket ken trumm hag ar boulou. Da laza al laou, an dourenn anezi a zo mad ha da laza amprevan ar gâl hag ar rougn ivez. Da welc’hi ar gouliou, ar c’hroc’hen bervet er gwinegr, a zo dreist, eun dournad dre litrad gwinegr.
Gwelloc’h eman al louzaouen-man er gegin eged en apotikerez ha koulskoude, hervez al louzaouerien goz, e oa mad kenan evit lakat da droaza, evit derc’hel lampr ar bouzellou ha neat al lounezi pe loanigou. Debromp eta eus al louzaouen-ze pa zigouezo ganeomp he c’havout, rak yac’hus eo hi.
Ar vleuen gaer-ze hag a gaver e kalz parkeier en hanv, n’he deus vad ebet da ober d’an dud klanv. Alies n’eo ket ar gened eo a ra an dalvoudegez, kouls d’al louzeier evel d’an dud.
An dour tomm bervet war al louzaouen-man, hanvet ivez Kleiz-douar, a zo mad kenan da roi nerz d’an daoulagad, da wellaat ar gweled. Derc’hel lien war an daoulagad pa vezo bet soubet en dour tomm-ze. Ar gwriziou chiket evel butun, a zo mad da zerc’hel an dent start er garvaniou.
Kement seurd Broenn a zo, n’int mad da netra evid ar yec’hed.
Pa vez an troaz lous ha c’houez fall gantan, leun a c’hlaour, (Cystite e galleg) ne gavot netra gwelloc’h eget eva eul litrad bemdez a zour bervet war bleun brug. Lakat eul litrad hanter a zour da vervi e-pad eur c’hard-eur war eun dournad bleun brug. Ober pemp loden eus al litrad, hag eva pa vezo nebeut a voued er c’hof. Lakit kant gramm bleun brug en eun hanter litrad eol débri da drempa e-doug eiz dez, hag ho pezo eul louzou mad da barea an darwed ha kement tra lous a zeu er c’hroc’hen, gant ma talc’hot da louzaoui betek parea. Pa viot gand ar gwentr, an drouk-kof, dre ma’z eus re a avel ennan, lakit eul litrad dour da vervi war daou zournad brug, evit neuze a-nebeudou an dour-ze, pa vezo silet ar brug dre al lien. Grit gand ar brug eur palastr tomm da lakat war ar c’hof.
An Elixir parégorique eus an apotikerez, a bare ivez buan an drouk-kof. Bez’ e tlefed kaout ato en ti eus al louzou. Ha neuze, ma karfe an dud keiz beza aketus da skarza o c’horf eus al loudouriach a zo ennan, ar vedisined ne deufent ket nemeur d’o gwelout. Ar c’horf a rank beza neat en diabarz muioc’h c’hoaz eged en diavaez. Dalc’homp neat hor marchosi, ha n’hon devo ket ezomm na medesin nag apotiker.
Gand ar Roz-ki, Roz-aer, PAVOT, ar Brulu a zo e-touez ar gwella louzeier a c’houfet kaout. Hogen, eun ampoezoun bras eo ar Brulu, ha ret eo lezel al louzaouen-ze etre daouarn an dud a zo boazet diouti. Evid klenvedou ar galon, evid ar c’hoenv eo e vez ar muia implijet ar Brulu. Pa vezo koenvet eun ezel bennak d’eoc’h, gar pe vrec’h, grit eur palastr deliou brulu friket, hag e tigoenvot e berr-amzer, met er memez amzer kasit er-maez diouzoc’h dre spurjou, an dour fall a zo ennoc❜h oc’h ober ho klenved.
En douar kaled meinek eo e kaver al louzaouen-man hag a zo talvoudus bras. Ar gwriziou Bugelen a zo mad d’an dud o deus debret re a friko hag a zo deut da gaout kofou bras, rak o lakat a ra da droaza kenan, ha dre-ze e tiskargont dre an troaz eur bern loustoni, met, ma kendalc’hont da frikota, da zebri kig ha da eva gwin, n’eus netra da ober, nemet gortoz an Ankou. Evid an terziennou, pa vez laket eun dournad deliou beuz ha kement a zeliou bugelen da vervi en eul litrad dour, e kaver eul louzou dreist evit terri an derzien. Eva teir gwerennad teir eur a-raok ar barrad. Evid ar c’hoenv, lakat 60 gr. deliou da vervi e daou litrad dour e-pad eun hanter eur, eva al litrad a jom etre pemp loden.
War ribl ar goueriou eo e kaver al louzaouen-man, met nebeut a dalvoudegez he deus evit parea ar c’hlanvour, ha ne livirin ger diwar he fenn.
C’houero eo al louzaouen-man ha leun a leaz gwenn. Saladen a vez graet gand an deliou tener anezi. Da netaat ar gwad, da rei nerz ha da lakat da droaza ez eo mat bervi dour war ar gwriziou hag an deliou dantet bras anezi. Evid ar c’hlenvedou kroc’hen, an derzien velen, an avu hag ar felc’h c’houezet, ez eo eul louzou mad. Lakat 50 gr. deliou ha gwriziou da vervi e-pad eun henter-eur en 2 litrad dour. Eva e pemp loden. An dud a gav d’ezo ez int peultriner, a evo e-pad pell amzer eus al louzou-ze. Da enebi ouz ar fluz-gwad, lakit en eur pod-pri eul litrad dour da vervi, ha lakit en dour-ze 25 gr. gwriziou c’houervizon, dek gr. plusk dero yaouank hag eun dournad pizig-rous (Lentille) bervi e-pad eun hanter-eur, tremen dre lien hag eva mintin ha noz eur werennadig war yun, pe pell diouz ar pred.
Rouez kenan eo al louzaouen-ze er vro-man, hag ouspenn, al louzaouerien a-vreman ne reont fors ebet anezi. Gweehall e Bro-Zaoz e veze implijet evid ar Berr-alan, evid an troaza hag ar c’houezi. Hogen, kouls hag hi a zo hag aesoc’h da gavout en hon douarou-ni.
Ar plusk dero a zo mad da enebi ouz ar red korf hag ar fluz-gwad, vad a ra d’an dud a daol gwad dre o genou, 5 gr. en eul litrad dour bervet e-pad eur c’hard-eur. Mad eo an dourze da welc’hi ar frailhou er c’hroc’hen. ar gouliou, ar c’hrign-beo hag all, da c’hrogolia er genou pa vez poan c’houzoug. Mad eo ar bleud mez evit rei nerz d’ar chatal, ha dreist holl ar moc’h a wella buan diwar ar bleud-se. Ar méz grillet evel ar c’hafe, ha malet, a zo eul louzou talvoudus bras da rei d’ar vugale o deus token hag holosennou en o gouzoug, pe el lec’h all. Mad eo c’hoaz kafe méz da larda an dud en em gav re dreut. Eva eun hanter litrad bemdez gant sukr.
Evel ar brulu, an digounnar a zo eun ampazoun bras, ha koulskoude ar vedisined a ra bemdez louzeier ganti hag a ra vad d’an dud o deus graet chervat ha tapet evelse an urlou (goutte) pe deut da goenvi penn-kil-ha troad diwar ar gwin hag an evachou.
Kavet e vez al louzaouen-man en douarou sec’h met goloet. N’eus ket kalz a dra da ober ganti war ar maez, ha koulskoude, gwechall e veze friket teir pe beder zeliennig anezi ha laket war ar vrec’h pa veze ruz ha dourennek an daoulagad, pe c’hoaz pa vezed gand an derzien. Ruzia ra ar c’hroc’hen, diskroc’hena ra zoken, ha tenna ra ganti an dour fall eus ar c’horf evel ma ra an teltennou hag ar mouchou.
Etouez an ed eo e kaver an dreok pe draok ha pa vez re a zraok er bara, e teu da veza eun ampoezoun. An holl izili a deu da grena, koueza ra an dud d’an douar ha mezo e teuer da veza diwar ar bara zo re a zreok ennan. Ne varv ket an holl anevaled diwar an draok. Ar Saoud, ar moc’h hag ar yer ne reont van ebet goude beza lonket al louzaouen fall-ze. Gwechall e pareed gantan an darwed hag ar gouliou a zeu e gouzoug an dud sempl.
Lakit da vevi en eul litrad dour eur mell dournad deliou ha begou drez, ha gwalc’hit ho kornaillen gand an dour-ze dousaet gant mel, p’ho pezo poan en ho kouzoug. Bervit o er gwin, hag ho pezo eul louzou mad da welc’hi ar gouliou diaes da lakat da gleizenna. Lakit war ar gouliou-ze eun tamm lien soubet er gwin-ze. Ma vefe eur bugel gand ar fluz-gwad, frigasit mouar ruz, gwaskit-o, ha lakit da vervi gant eun hanter litrad dour hag eul lur sukr malet. Roit teir pe beder loaiad bemdez eus ar sirop-se d’ar c’hlanvour.
Al louzaouen-ze hanvet e Goueled-Leon Brignoun bihan, brignoun ar goukou, a gaver etre ar vein ouz ar mogeriou ha tost d’ar mor, gwenn eo he bleuen. Da zigoenvi ar Saoud e vez roet, frigaset gand amann sall. Gwechall e veze roet d’an dud a goueze en drousk-sant, hag e-leiz a dud he deus pareet. Evit parea ar c’hanser, ar c’hrignbeo, ar gwall c’houliou doare ar c’hanser d’ezo, edo mad kenan met ret eo gouzout diouti, rak put eo, ha drouk a c’hellfe ober.
An dud o deus poan a vont bemdez war veaz, a dlefe debri bara hag a zo ennan ar winizen en he fez, ha nann ar bara gwenn a hirio, rak heman a zo tennet anezan eur c’halz eus ar vagadurez a dlefed kavout er bara gwirion. Eur bara magadures a zo melen-beuz, ne deu ket da graza ker buan hag ar bara gwenn. Breman an dud diwar ar meaz a gemer bara great er bourkou, n’o deus mui a amzer da ober bara er gêr. Gwas eo ze evito, ha paea raint dre ar sempladurez en o gwad. P’ho pezo poan c’houzoug, lakit teir pe beder loaiad bleud gwiniz en eur hanter litrad leaz dous, lakit daou veudad pepr, lakit da boaza war tan bihan ken na vezo teo ar c’hôt. Lakit e-touez lien war ar boan e-pad diou eur d’an nebeuta. Tomma ar palastr pa vezo yen, hag e pareot buan.
Ne vez great louzou ebet gant gwiniz-du.
Ar raoz a gaver er vro-man war ribl ar goueriou en hanv, a zo mad ar gwriziou anezan pa c’hoantaer mont eus an daou benn. Eur veskennad bleud raoz a zo a-walch evit-se. Lakat a ra c’hoaz da zizoura. Eul litrad gwin gwenn hag a vezo bet raoz ennan o trempa dek dervez, a zo mad d’an
dud a zo koenvet, d’an dud o deus poan o tistaga ar paz, pe o deus berr-alan. Lakat 250 gr. gwriziou raoz draillet, hag eva diou pe deir gwerennadig bemdez war yun. Ar re a zo c’houez gand o alan, a chako gwriziou raoz evel butun karot.
An holl a anavez an ilio, hag a zo mad ouz eur bern klenvedou, ha ma teufe eus a-bell, her paefemp ker. Dek boul ilio frigaset ha debret gant mel, a zo dreist evit kas ar c’horf war vaez. Evit an terziennou ez eo mad al louzou-ze ivez. Evid ar boan-benn, al lamm galon, kement poan nervennou a zo, lakit 100 gr. boulou ilio en eul litrad gwin-gwenn e-pad daou zervez, ha kemerit eus ar gwin-ze bemdez, mintin ha noz eur werennadig. An deliou ilio laket war ar gouliou, war al logodennou (varices crevées) o laka a-nebeudou da gleizenna. Lakit eun dournad deliou da vervi er gwinegr, gwelc’hit ar gal peder gwech bemdez gand al louzou-ze, hag e pareo. Ar re o deus poan en o dent kleuz, a lakaio eun dournad hoalen el louzou hag a walc’ho o genou gantan. N’eus netra gwelloc’h eget an dour bervet war ilio evit gwelc’hi an dillad du hag o lakat adarre evel nevez. O diboultrenna a-raok o lakat en dour, hag o lezel ennan eun hanter dervez da drempa.
Ar plusk tener eus ar wezen gaer-man, eun dournad en eul litrad dour da vervi eun hanter-eur, a zo mad da enebi ouz ar red korf, ar fluz-gwad. Pa lakeot eur meudad deliou elo, deliou dero ha deliou haleg en eul litrad dour da vervi, ho pezo eul louzou mad da drouc’ha an derzien ha da welc’hi ar gouliou.
Ar glaou diwar goat elo, a zo mad d’ar re ne ziskenn ket o boued buan a-walc’h. Evid ar boan stomog, pa vez evel c’hoant kousket goude merenn pe lein, pa vez evel stign, koenvet ar c’hof, kemerit eur vaz regaliz du, lakit-hi da deuzi en dour bero, gant 100 gr glaou elo, 10 gr magnésie devet, 5 gr bleud
kinkina ha kement a hoalen-rouz hag ho pezo eul louzou mad da lakat ar boued hag an avel fall da ziskenn. Gand an elo eo e vez graet an ongant populeum, hag a zo mad kenan da lakat da giza ar Rusteriou (hémorroïdes).
An Erigez a zo eul louzaouenn eus gouenn an Askol, eun askolenn eo hi zoken, met breman ne roer mui d’ezi an dalvoudegez he doa gwechall da lakat da droaza, da enebi zoken ouz ar peultriner. An doktored Hoffman ha Guthe a lavar beza pareet gand an dour bervet war he gwriziou, meur a zen taget o skevent gand ar c’hlenved euzus-se. Ne ve ket diaes gwelout war eun askolenn bennak, rak holl o deus war nebeut ar memez vertuziou da barea.
Nag a louzeier mad a zo en hon douarou hag a zo dilezet gand an dud desket, war o meno. An Evlec’h a zo unan eus al louzeier-ze, rak diaes e ve kaout gwelloc’h louzou da barea kement klenved kroc’hen a zo. Setu aman penaos ober al louzou da eva bemdez. Kemerit 128 gr. kroc’hen yaouank evlec’h, an eil kroc’hen hep ken, draillit a dammou bihan, lakit da vervi e daou litrad dour edoug eun hantereur, eva eus an dour-ze 250 gr mintin ha noz war yun, eun hanter eur a-raok debri, ha diou eur goude koan.
War ar gouliou, e lakeot diou wech bemdez eun ongant graet gant kant gr. kroc’hen evlech hag eul lur lard moc’h da vervi war tan bihan, ken na vezo sec’h ar c’hroc’hen evlech. War-dro tri-c’hard eur. Ne gavot louzou ebet gwelloc’h evid ar skaotadurez, ar goanvennou, an taoliou heol hag an taoliou gwad, an darwed, an eczema etc. Vad a rafe mont diou wech bemdez d’an nebeuta war-vaez e-keit ha ma vezor oc’h implija al louzou-ze, en eur gemer bep noz eur werennad dour bervet war kroc’hen Evor, 40 g evid eul litrad dour bervet eun hanter eur. Eva e pemp lodenn.
Mad eo ar c’hroc’hen Evor glas pa c’hoantaer mont eus an daou benn, met pa vez sec’h ar c’hroc’hen-ze, ne gas nemet dre an traon. Ne ra poan ebet. Lakit 40 gr dre litrad dour, lezit da vervi eun hanter-eur hag ho pezo ar gwella eus al louezeier a gas ar c’horf war-vaez.
Ar vugale taget gand ar prenved, n’o defe morse eus al lorgnez-se, ma rofec’h d’ezo diou pe deir gwech er zizun eur werennadig eus al louzou-ze. Ne savo morse prenveden ebet en eur c’horf neat, etouez al loustoni hag ar vreinadurez eo emaint. Al laou, war tud pe war chatal, a varv trumm, pa vezont gwelc’het gant gwinegr hag a vezo bervet ennan plusk Evor, daou zournad dre litrad gwinegr, gwelc’hi evid an eil tro eiz dez goude ar wech kenta, rak alies ec’h en em gav ne vez ket lazet mad a-walc’h an nez, hag al al laou a ziglos anezo.
Mad eo al louzaouen-man da gas an avel fall eus ar c’horf, da ziavela. An had anezi eo a gemerer ato, eur meudad en eur c’hard dour bervet. D’an dud o deus poan gand o boued, o deus gwentr, a zo kalet o c’horf, n’eus ket gwelloc’h. Da rei leaz mad d’ar mammou a vag o bugale, ez eo dreist. Eva ato goude ar pred, ha neuze e ro nerz d’ar stomog ha d’ar bouzellou. Pa glever ar bouzellou oc’h ober trouz, et ve mad eva dour diwarni, eur werennad vras.
Eur palastr tom graet gand an deliou, a zo mad da barea stomogou koenvet ar merc’hed o deus poan gand o laez.
Bleuniou kaer da lakat war ar beziou ha netra ken, er vro-man ne reont vad ebet d’an dud klanv.
Frouezen ar Fao, a zo hanvet Kiviz, mad da givizat al ler. Eol dous a zo enno, met nebeut. Arabat e ve debri re a giviz, mervel a heller diwarno. Ar c’hroc’hen fao a zo mad kenan da enebi ouz an derziennou, gwechall pa n’oa ket anavezet ar c’hinkina, ar c’hinin, e veze implijet evid ar c’hlenved se. Pa vez graet bleud gand ar c’hroc’hen fao, ez eo eul louzou dispar evit parea ar Remm, an urlou hag an holl klenvedou er c’hroc’hen, kas a ra ar c’horf war vaez diouz an daou-benn.
Al louzou hanvet « Créosote », a zo tennet eus ar fao.
N’eo ket anavezet e-touez al louzeier, daoust ma ’zeo damhenvel ouz an till.
Da ober louzou ar Banne (taie), ez eo mad ar melchenn piket.
BOKEDOU LAEZ-RIBOT.
Komzet am eus anezo ar ger Bokedou, gwelit. Evid ar paz-yud, an dreo, ez eo mad.
N’eus ket kalz a dra da lavaret anezi, rouez kenan eo e Breiz, er c’hoadou tenval eo ec’h en em blij.
Fiez sec’h ha krazet a zo mad da ober eur c’hafe yac’hus, mad d’an dud a zo pourset, stanket, o deus poan o tistaga ar paz-yud, an dreo, mad evid an dud a vez ato kaled o c’horf, o deus poan e kig o dent. Fiez sec’h, rezin sec’h, kraon alamandez draillet munut ha mesket gant mel, a zo eur vagadurez dreist evit kement den a zo sempl, blank, met ret eo o chakat a-zoare, o derc’hel pell er c’henou a-raok o lonka pe ne ziskennfent ket buan d’an traon.
Stank kenan eo al louzaouen-man war ar maez, met n’eo ket brao mont da c’hoari ganti, rak ampoezon eo. Etre daouarn al louzaouerien kezeg an éoul diwarni a zo mad da zizoura treid koenvet ar chatal, d’o lakat d’en em skarza da vad pa vez kaledet o fank enno. Pa vez laket war an darwed, an eczema sec’h, e tenn dour fall, hag e torr nerz ar boan, met gwelloc’h a zo.
Kavet e vez al louzaouen-man en hanv e-touez an trevajou, mad eo d’ar vugale sempl, holos enno en o gouzoug, dindan o helgez, ober a ra gwad nevez d’ezo, met arabat eo eva dour diwarni nemet e-doug eiz dez diouz renk, ehana neuze e-doug eiz dez all, ha kregi adarre, hag an-dra-ze e-pad c’houec’h miz dioustu. Netaat ar ra gwad ar vugale techet d’an dokenn, a-nebeudou e pare ar pennou klanv. Eul louzaouenn eo hag a rafe vad d’an holl, met breman e red an dud d’an apotikerez ker kent m’o deus poan e penn o biz bihan, ne ouzont netra diwar-benn al louzeier a vresont dindan o zreid.
Eus gouenn ar patatez eo al louzaouen-man, henvel eo o deliou. Da laza an debron, ar boan arrach a ro ar veskoul, ar c’hignadennou, an deo, ar goanvennou hag an holl c’houliou, eur palastr graet gant he deliou frigaset, a zistan dioustu ar boan. Mad eo c’hoaz ar palastr-se d’an dud a zo spinac’het o muzellou pe o deus fraillou en o stomog pe en eul lec’h all. Da lakat da c’houezi, da droaza ez eo mad an dour bervet war Frount. Eva c’heller eun hanter-litrad bemdez a zour bervet war dournad deliou etre teir gwech, pell diouz ar pred.
Al louzaouenn-man a zo mad kena evid ar fluz-gwad, an danavenn ; bervi dour war an aval a gaver en douar, her frigasa mad a-raok. Evit ar paz, ar rumou koz, ar bokedou anezi a zo dreist pa vezont bervet er mel gant peder pe bemp fiezenn sec’h. Eva pa gerer, dreist holl diouz an noz, zoken er gwele.
Gwechall oa mad an deliou kelenn da enebi ouz an derziennou dre ma ’z int c’houero. Ar boulou du, frouez ar c’helenn a zo mad da gas ar c’horf war vaez, 10 boul a zo a-walc’h met a-wechou e ranker mont diouz an daou benn, Marc’had mad eo al louzou-ze ha strakal mort a reer gantan. Da lakat da
c’houezi ez eo mad an deliou kelenn, eun dournad en eul litrad dour, ha dre-ze e teu al louzou-ze a-nebeudou da barea ar Remm, ar boan izili, dre ar c’houezen.
Ne sav ket ar wezen ze e Breiz, met dont mad a ra er broiou tommoc’h, hag ouspenn, n’eo ket gwelloc’h da barea eget na deo dero ar vro. Ar mez anezi avat a zo gwelloc’h eget mez ar vro da larda moc’h ha da ober kig fetisoc’h.
PALLENNIG AR WERC’HEZ
Eul louzou dreist a c’heller da ober ganti evid ar paz, evid ar c’hatar er skevent, evid ar raouliadur, distanka ra buan korzen an alan. An dud taget gant ar berr-alan a wellaio ganti buan. Bervi ar bleun anezi el laez, eun dournad pe zaou en eul litrad, eva an alïesa ar gwella, goude beza tremenet al louzou dre lien fin. Evid ar Rusteriou (hémorroïdes) souba lien el laez bervet warni, hag hen lakat e-giz palastr warno, ober henvel evid ar gouliou, ar veskoul, ar puignezi hag all, buan e vezint distanet, diboaniet gant al louzou-ze. D’ar re o deus drouk-kof dre ar fluz-gwad, e vefe mad lakat al laez-se er bouzellou dre ar penn d’an traon, evel a leverer, rei eul lavamant. An dud o deus gwazied koenvet, e galleg Phlébite, a lako an deliou bervet el laez war o foan. Evit parea ar gwentr mut ez eo dreist, eva laez diwarni. E pep ti e tlefe beza al louzaouen vad-se hag a gaver stank war ar maez.
BOKEDOU CHAS KLANV
Eul louzaouen nerzus mar deus unan eo houman. Lakit 60 gr. anezi en eul litrad gwin-gwenn e-pad daou zervez, hag ho pezo eul louzou mad evit drouk an urlou, ar c’hoenv dre ar c’horf a-bez, ar Remm, ar Mean, ar grouan en troaz, ar fluz-gwad, ar Paz hag all. Chaokit eun tamm irvin-gouez, evel eur chikad butun, hag e wellaot ho paz, ha ma lonkit ho chiken, en rankoc’h mont a-gostez da ober marteze diouz an daou benn.
LOUZAOUEN AR VARLEN. LOUZAOUEN AN TIGN
En douarou kalet eo e kaver al louzaouen-man, deliou ledan d’ezi evel deliou kaol. Spega ra ar bleun anezi ouz an dillad. Mad eo ar gwriziou anezi da lakat an dud da c’houezi ha da droaza, evid an dogenn, da netaat ar gwad sempl. Ar vugale a zo gand ar Ruzell, a gemero bemdez war iun eur werennad dour bervet war gwriziou serjantez, hag e teui buan ar c’hlenved er maez. An dud a zo techet da gaout puignezi, heskidi, a evo dour diwarni, hag a bareo. Koulz eo an deliou evel ar gwriziou. Mad e ve da iac’h ha da glanv eva alïes dour diwarni, rak bez ’ez eo unan eus al louzeier mad da zerc’hel an den ato iac’h.
Al lostou kerez bervet en dour a zo mad da lakat da droaza an dud o deus poan gein, flemmou en o lounezi, en o avu pe en o felc’h. Evid an dud kaled o c’horf, birvi dour war an deliou anezi, ne ro ket drouk-bouzellou, zoken d’ar vugale. Ne ve nemet gwelloc’h ma ve bervet el laez elec’h en dour.
Mad eo debri kerez e-keit ha ma padont, frouez iac’hus int e-kreiz tomder an hanv, distana reont an diabarz, met ma n’int ket dare, e c’hellont noazout.
Etre mein ar c’haëou koz, war an toennou soul eo e kaver al louzaouen-man, mad da barea an trouc’hiou ar c’haledennou en treid. N’he deus brud ebet ken en hon amzer; gwelloc’h a zo.
Mad d’an dud ne droazont ket a-walc’h ha gant poan, d’ar re a deus klenved ar Men, glaour en o zroaz, koenvet o c’houizgel. Eun dournad greun flastret mad bervet en eul litrad dour. Eva eul litrad bemdez, dreist-holl war iun.
Kavet e vez al louzaouen-man e-touez ar vein war an tevennou hebken. Mad eo da lakat da droaza ha dre-ze da zigoenvi an diabarz, laket e vez en-glec’h er gwinegr, ha neuze ez eo mad kenan da zebri.
Gwella ma ’z eo al louzaouen-ze eo da ober liou ruz da liva. Gwechall e veze roet d’an dud taget gand an derzien velen, d’an dud sempl, met kavet ez eus kalz gwelloc’h egeti ha setu ma’z eo dilezet.
Lakit nao deliennig troel en dour da vervi, ha mar deo kaled ho korf, e vezo tanavaet d’eoc’h ne vo ket pell. Mad eo zoken d’ar vugale vihan, bervet el laez dous.
Rouez kenan eo al louzaouen-man e Breiz. Ar plusk sec’h anezi a zo mad da denna dour eus an den hag eus ar chatal, lezomp-hi gand ar vedisined da ober ouate thermogène.
Hon tud koz o deus hanvet Gwenterc’hen al louzaouen hanvet
Belladone hogen an Androsème eo ar wenterc’henn wirion. Mad eo al louzaouen-man da gas ar c’horf war vaez, da stanka ar gwad ha da barea ar skaotadurez. Rouez eo hi en hor bro, ha koulz hag hi a gaver stank. Henvel eo ouz louzaouen ar Milvertus pe Kantoull.
Eur wezen gaër eus gouenn an haleg, hag a blij d’ezi sevel tost d’an dour. Ne oa ket gwelloc’h egeti gwechall da barea an terziennou : 20 gr. plusk en eul litrad gwin bervet, eva war iun diou loaiad. An dud o deus poan c’houzoug, ruziet kig o dent, a vezo buan pareet ma walc’hont o genou gant dour tomm bervet warni. Mad eo ivez an dour-ze da barea gouliou al logodennou kreuvet (Ulcères variquex). Mar hoc’h eus Remm, poan-izili, kutuillit eur sac’had deliou gwern, lakit war eur pallen astennet eur gwiskad eus an deliou-ze, en em astennit war an deliou ha lakit eur gwiskad all war ho kof, klozit ar pallen en-dro d’eoc’h, grit an dra-ze e-doug eiz dez diouz renk, hag e viot pareet klok. Dre ar c’houezen e pareer kalz tud eus gwall glenvedou.
Mad kenan eo an deliou anezi bervet er gwin ha dousaet gant mel da walc’hi ar genou pa vez poan c’houzoug. Evid ar Paz, ar berr-alan, ar bleuniou bervet en dour gand ar plusk (peill) a ra mil vad.
Al lus a zo eul louzaouen eus ar re wella da barea ar red-korf, an danaven, ha n’eus netra gwelloc’h en apotikerez. Mad eo zoken d’ar vugale vihan p’o devez fank gwer. Da barea ar gouliou er c’hroc’hen, e ve diaes kaout gwelloc’h egeti. Flastra lus, tremen dre lien ha lakat war ar gouli an douren pe ar sûn a deu anezo. Evid ar red-korf, lakit da vervi e dour pe e gwin ruz eun dournad lus dre hanter litrad, lakit e-barz 25 tamm sukr pe teir loaiad mel da deuzi, ha rei da eva a loaiadou bep teir eur, loaiadou bihan d’ar vugale.
Boued ar Vro eo ar bara. Allaz !… ar bara a zebromp hirio a zo eur boued dister, dinerzet ma ’z eo gand ar c’hoant da gaout bara gwenn, da blijout d’an daoulagad ha netra ken. Ententit mad… ma ne zebrit ket ar Winizen en he fez, brenn hag all, ne zebrit nemed eun dra henvel ouz al laez tennet digantan e zien ! Hirio an dud diwar ar maez a ra evel ar c’haeriz, ne reont mui o bara er gêr, n’eus ket amzer ! gwaz a ze evito ! N’eus ket gwelloc’h eged ar bara gwenn da galedi korf an dud !… Lezomp eta eun tamm brenn bennak er bara, hag hor bezo eur gwad krenv, ruz, liou ar iec'hed warnomp. Lavaret e ve graet e ve an den oc’h ober gwella ma c’hell evit koueza klanv !… Gwechall, diwar bara segal-winiz, an dud a oa kalz iac’hoc’h. Ha siouaz ! ne vezo ket digoret d’ezan e zaoulagad nemet pa vezo re ziwezad, pa vezo peultriner dre zempladurez, pe pa vezo taget gand ar C’Hancer, ar C’hrign beo tapet diwar bara gwenn… gwelloc’h e ve lavarout… Ampez poaz !
Ha petra ra pôtred ar C’houarnamant evid iec’hed an dud ?… dont d’o gwelout pa vezont klanv ! mont da sellout ouz al ludu pa vez devet an ti !!! Ober Dispenseriou ha sanatoriou evit klask parea tud ha ne vijent bet morse klanv, m’o dije debret bara briz.
Hon tud-koz a lavare oa bet hadet ar c’hreunen genta Ed-du gand an diaoul, evid ober goab a Zoue, dioustu m’en devoa heman hadet an ed gwenn. C’hoant beza trec’h da Zoue e vestr en devoa Paolig, met chomet eo pell e garavellou ouz ar gloued. Evelato, ar gwiniz-du a zo eur boued-mad met kalz pounneroc’h d’ar stomog eget na deo ar gwiniz gwenn. E Briez eo e tebrer moarvat ar muia gwiniz du.
D’an dud o deus gwenanennou, livirin o c’hasint da Venez Arré mar o frotont gant deliou gwiniz-du glas, met e rankint mont d’ar park, ha sellout ouz al loar e-keit ha ma vezint o frota. N’ouzon ket talvoudegez al louzou-ze, met eur bale da bark ar gwiniz-du pa vez sklêr al loar ne ra ket a-zroug.
Kement den en deus gwad sempl, ar merc’hed iaouank o tont birvidik, a rai vad d’ezo lakat 50 gr. plusk haleg en eul litrad gwin ruz, eva eul litrad en eiz dez. Kizier bihan an haleg, daou zournad en eul litrad gwin ruz a zo mad da lakat an dud nervus da gousket. Bervet el laez, eun dournad deliou dre litrad a zo mad evid ar Remm hag evid an dud taget gand ar fluz-gwad. Eul louzou mad evit an derzien a veze graet gwechall gant plusk haleg.
Pa vezer taget gand ar Ruzderiou (Hémorroïdes) ez eo mad bervi eun dournad hedledan frigaset en eun hanter lur amann dizall, derc’hel eus al louzou-ze e-touez eun tamm lien war ar gwazied c’houezet. An ongant populeum a zo ivez mad tre. An dud a zo ruz o daoulagad, a bareo pa walc’hint o daoulagad gant dour bervet war eur vozad eus al louzaouen-man. Bervit dour war eun dournad hedledan, roit eul litrad e daou zervez d’ar re a zo taget gand ar fluz-gwad pe ar foerell, ha d’an dud a daol gwad. Bervet er gwin-ruz ez eo gwelloc’h c’hoaz. Pa vez poan c’houzoug (angine) grogoliat gant gwin-ruz bervet war hedledan. Pa vez trouc’het eur biz, lakat eun delienn hedledan war an trouc’h, eun tamm lien warc’horre, pare e daou zervez.
An dud taget gand o nervennou, a gouez en drouk-Sant, a rafe vad d’ezo ober louzou gant al louzaouen-man, met it da gavout Potr ar Plakou, rak diaez eo al louzou-ze da ober. Pa vezer skaotet, e flastrer al louzaouen, hag e vez laket eur palastr war ar skaotaden. Evid ar c’haledennou en treid ez eo ivez mad ; lakit eun tammig anezi war ar galeden, en noz, lakit a-raok ha goude ho treid en dour, eun dournad brenn gwiniz ennan. An dud o deus gwall c’houliou, tenna d’ar c’hanser, a wellao buan gand ar saour eus al louzaouen-man.
An dud a vez ato kaled o c’horf a rafe vad d’ezo kraza heiz, bervi dour eul litrad war eun dournad heiz raz, eva eur c’hartad eus an dour-ze bep mintin. (Teurel an dour kenta). Ar re o deus pistigou (points de côté) a lakaio eur vozad kerc’h da vervi er gwinegr, hag a lakaio eur palastr war ar boan. Ar re o deus poan en o avu, a lakaio ar palastr-ze warnan, zoken p’o devez an derzien velen. An dud techet d’ar boan-benn, a evo dour heiz bep mintin. An dud o deus poan o troaza, a rank eva alies eus an dour-ze.
An dud desket n’o deus ket studiet al louzeier-ze hag a sav er gwarennou dourek. Mad int koulskoude evid ar Remm, met ne reer hast ebet anezo en apotikou.
Gwechall an Drouized a enore ar wezen-man. Ar frouezen a zo mad evid ar foerell evel ar mesper pe koper, ar c’hoat hiliber a zo kaled evel ar beuz ha mad da ober binviou kalvez. Neo mui impliet en apotik ebet.
Eul louzaouen eus ar re wella da burifia ar gwad. Mad kenan eo d’an dud sempl, d’ar vugale techet d’an dokenn, d’ar re ne ziskenn ket o boued buan enno, o deus prenved. An dud ne gouskont ket, pe a vez oc’h en em rei, a dlefe ober gant Houpez pluegou hag e kouskfent kalz gwelloc’h en noz.
Eul louzaouen eo eus ar re wella d’an dud ne deu ket naon d’ezo, d’ar re ne ziskenn ket buan o boued enno, d’ar merc’hedigou o tont er bed, ha n’o deus ket a nerz ez eo mad kenan an huelenn. Lakat e tremp e-pad eiz dez 30 gr. huelenn en eul litrad gwin-gwenn hag eva bemdez war iun a-raok meren ha koan eur werennad vihan eus al louzou-ze. Al louzou-ze ivez a gas ar prenved d’an traon.
Henvel ouz an huelen c’houero.
En amzer goz, beleien an doueou faoz a istime kenan al louzaouen-man hag a weler e Kerne hag et Treger ouz ar gwez uhel hag a gemerer evit neiziou piked. Evid ar berr-alan ez eo mad kenan, evid an drouk-sant ivez, hag evit an holl glenvedou nervennou.
Madik a-walc’h da enebi ouz ar paz-yud. Gwelloc’h a zo.
Louzaouen vad evid ar paz, an dreo, kement klenved a zo er skevent, pa ranker distaga ar paz, evel ar berr-alan. Pa vezer skaotet : poazit nizarig en amann dizall, lakit c’hoaz eun dournad eus eil plusken Evlec’h, lezit da boazat hag e reot eul louzou dreist evit ar skaotadurez.
Evit mont war veaz, frigasit 6 boul ilio debrit-o diouz an noz en ho kwele, hag antronoz e savot mintin-mad. An dud o deus poan nervennou, poan benn, ar re a wel an traou o trei en dro d’ezo hag a venn koueza, a raio eul louzou dreist pa lakint e-pad daou zervez da drempa en eul litrad gwin-gwenn 100 gr. boulou ilio frigaset mad. Eva eur werennadig mintin ha noz. Ober dek dervez gand al litrad. P'ho pezo poan en ho tent, lakit eun dournad boulou ilio en eun hanter litrad gwinegr sallet mat. Dalc’hit eur pennad en ho kenou an dour-ze, hag e varvo buan ho poan. An dour-ze a zo mad da lakat war ar c’haledennou en treid, ar gwenanennou, ar c’herniel en treid. Pa walc’her gant dour ilio an dillad mezer du, e teuont evel nevez flamm. Re grenv eo ar boulou ilio evit mond war vaez, rak diouz an daou benn e labourfent, ha rakse, lezit anezo el leac’h m’emaint.
Ar blusken fresk a zo-mad da droaza. Lakat 50 gr. en eul litrad dour, bervi e-pad eur c’hard-eur, eva a werennadou etre ar prejou, evid an derzien velen, pa vez c’houezet ar felc’h pe an avu, pa vez mein er soroc’hell pe el lounezi. Pa vez poan o lonka, gwalc’hi ar genou gant dour bervet war iliavrez. Bleun al louzaouen-man a zo dreist evid ar paz, ar berr alan, an hik, bervi hag eva dour diwarno, ha lakat en dour, pouez an dour a sukr evid ober sirop. Lakat eleiz a vleuniou evit ma vezo krenv ar sirop.
SPERN DU. — Prunier épineux.
Gwella ma zeo an Irin eo da stanka ar c’horf pa vezer gand ar foerell, ar fluz-gwad. Lakat eun dournadig eus ar frouezen ze da vervi en eul litrad dour. Eva eus an dour-ze ken na vezer pare. Deliou spern du zo mad da ober piketez yac’hus. Mad eo an deliou evid an derzien hag evid ar boan-c’houzoug.
Irin frigaset mad da barea ar gouliou.
Bervet en dour ha frigaset, ez eo mad da enebi ouz ar paz, an dreo. Eur palastr irvin poaz a zo mad evid ar boan dent, evid ar boan c’houzoug, hag evid ar goanvennou. An had irvin bervet en dour a laka da c’houezi ha da droaza. Pa ne vez ket had-lin en ti, grit gand irvin ho palastrou.
An deliou ivin a zo eun ampoezon evid ar c’hezeg, an denved hag ar saoud ; hag an dud ne dlefent ket ober louzeier gand ivin ; ar gilvizien a ra kirri gand ar c’hoat ivin, rak kaled eo. Marvet ez eus bet tud o chom da gousket dindan gwez ivin.
An had eus al louzaouen-man, bervet en dour, a veze gwechall roet d’ar vugale pa vezent gand ar ruzell, an dreo, rak mad eo da lakat da c’houezi. Gwelloc’h egeti a zo, evel gwriziou ar Serjantez hag an deliou kaol garo, ar bleun skao.
Gwechall an dud keiz a eve dour diwar ar Jenoflen evit pellaat diouto ar Vosen. Mad eo eva dour diwarni bemdez pa vez poan benn, pa venner koueza fatiket, pa vez lamm-kalon, en eur ger, louzaouenn an dud nervennus eo ar Jenoflen, ha kavet e vez stank er jardinou. Lakit 30 gr. en eul litrad dour, hag eva eur werennad diouz an noz.
Guechall e veze impliet evid ar boan benn, evid al lamm kalon, met gwelloc’h a zo, ha dilezet eo ar Jenoflez hirio.
C’houero evel ar Vestl eo al louzaouen-man, ha koulskoude e veze great kafe gant he haden, breman ez eus hanter-kant vloaz. Da barea an Eczema eur palastr great gant he bleud a zo mad. Bleud c’houero a ro ha pounner, mad evelato da larda chatal. Hadet e vez er jardinou, rak bleun kaer meurbet he deus al louzaouen.
Lakit en eul litrad eol-debri eun dournad eus al louzaouen-man, lezit da drempa e-pad eiz dez, hag e reot eul louzou dreist evid ar skaotadurez, an trouc’hou, ar gouliou, an taoliou-heol hag ar goanvennou kignet. Lakit da vervi en eul litrad dour eun dournad kant-toull hag eun dournad nizarig, hag e reot eul louzou mad evit ar paz, ar berr-alan. Mad eo c’hoaz al louzou-ze da netaat, da burifia sac’h ar boued.
Pa viot taget gand ar paz, ar berr-alan, eva dour bervet war kaol, ha lakat war ar stomog eun delien pe ziou hep ken, tommet mad ouz an tan, a ra vad kenan. Pa vez gouliou en divesker, lakit eun delien kaol war ar gouli, met lakit an delien-ze e-pad diou eur da drempa en dour boriket a-raok. Eur palastr kaol a laz ar boan pa vezer gand ar boan izili, ar Remm, ar Siatik, ha drouk an hurlou. Eur bevans mad eo ar c’haol, met pounner d’ar stomogou.
Mad evid ar paz, ar berr-alan, ar ruzell, d’an dud o deus poan o troaza, poan en o avu, en o felc’h, rak lakat a ra da droaza ha da c’houezi. Bervi dour war ar bleuniou anezi, hag eva diouz an noz en eur vont d’ar gwele, evit c’houezi.
P’o devez ar vugale poan o kaout o dent, roit d’ezo eur tamm kaol-malo gwenn da chaokat. An daou Gaol-Malo a zo henvel o madelez.
Hon tud koz a verve dour war gwriziou teol pa veze kalet o c’horf, p’o deveze goradennou, pugnezi, heskedi, p’o deveze c’hoant da burifia o gwad. Evid kement klenved kroc’hen a zo, kemeromp Teol. An dud re lard evit treutaat, e c’hellan ober d’ezo eul louzou mad kenan, hep noazout d’o yec’hed. Nao
louzaouen a lakan da ober va louzou, hag ar genta eo an teol frizet.
Med kenan evid ar pugnezi, an heskidi, an eczéma, evit mirout ouz ar bleo da goueza, evit netaat ar gwad, evit parea ar gouliou, an daroued. Bervit eun dournad gwriziou nevez tennet eus an douar en eul litrad eoul debri, hag e pareot gantan kement gouli a zo er c’horf, goanvennou, skaotadurez hag all. He fouez a aour a dalv al louzaouenn-ze hag a gaver stank war ar meaz.
Gand al louzaouen-man e ra ar vedisined louzeier evit kals klenvedou, lezomp-hi, rak ampoezon bras eo.
N’eo ket stank al louzaouen-man en hor bro, ha koulskoude ez eo mad ouz klenved ar mean, evit netaat al lounezi.
Mad kenan eo al louzaouen-man evid ar boan izili, hag evid an derzien. Bervit 40 gr. deliou en eul litrad dour hag eva bemdez al litrad.
Kavet e vez al louzaouen-man er jardinou bras, et c’hoadou meur, n’he c’haver ket e-touez al louzeier a implier breman.
An dud o deus gouliou deut diwar gwazied koenvet, (ulcères variqueux) a raio eul louzou mad d’o farea, en eur vervi en eun hanter litrad gwin-ruz ha kement a zour eun dournad mad a blusk kelvez draillet a dammou bihan. Lakat war ar gouli lien soubet el louzou-ze, hen derc’hel gleb muia ma vo gallet. Ar c'hraon kelvez a zo magadurus. An dour bervet war deliou kelvez, a zo mad da lakat ar gouliou da zec’ha buan.
Pa ho pezo pistigou lakit kerc’h da vervi er gwinegr, grit eur palastr da lakat war ar pistigou. Tomm e rank beza. N’eus netra gwelloc’h da rei nerz eget ar yod kerc’h. Mad eo eva alïes dour diwar gerc’h, rak nerz a ro an dour-ze. Da derri ar sec’hed en hanv, an dour-ze gand eur veskennad rhum a zo eus ar gwella, ha kas a ra ar c’horf war vaez. Eur palastr kerc’h war ar c’hof pa vezer gand ar gwentr, a ra eur vad spontus, pa vez poan e traon ar c’hein, en tailler (lumbago) ez eo mad.
Al lostou kerez a zo mad da lakat da droaza, hag an deliou da vont war veaz pa vez kaled ar c’horf. Evid ar c’hoenv, ar boan, el lounezi pe loanigou, evit ar felc’h, ez eo mad-tre al louzaouenn-man. Bervi dour warni, hag eva kement ha ma karer bemdez, zoken pa vezer yac’h.
N’int ket impliet gand al louzaouerien, daoust ma’z int mad da stanka ar c’horf er fluz gwad, hag ouz ar boan c’houzoug pa vez poan o lonka.
Gwella louzou zo evid ar prenved eo lakat pemzek ivin kignen (15 gousses) ha nann 15 penn, da vervi goustadik en eur c’hard eol-debri, hag eva war yun e-pad tri dervez diouz ar mintin eul loaiad eus al louzou-ze. Frota ar c’hof gant kignen frigaset, lakat eur chapeled kignen en-dro d’ar c’houzoug a gas ar prenved d’an traon. Pa vez paz, berr-alan, eva leaz bervet kignen ennan. M’ho peus gwall c’houliou, lakit 25 ivin kignen da vervi en eul litrad dour da walc’hi ar gouliou-ze. Ar c’hignen frigaset gand huzel tamoezet a zo mad da zigoenvi ar chatal koenvet diwar melchen gleb. Mad kenan eo ar c’hignen da lakat ar boued da ziskenn, met pa vager bugale, n’eo ket mat kemer kignen. Ouz an tignez eo dreist, hag evid ar c’haledennou en treid.
Ar memez vad a ra evel ar gerezenn.
Bervi dour war gwriziou kildre evit parea ar foerell, ar fluz-gwad d’ar chatal. 30 gr. evid eul litrad dour da eva e daou zervez.
Bervit dour war eil kroc’hen ar wezenn man hag ho pezo eul louzou mad da stanka ho korf, hag evid ar fluz-gwad. Broiou a zo, An Alvern, al Limousin, hag a vev kouls lavarout diwar gistin. Yod kistin a reont, ha krenv eo ar boued-se, ha skanv d’ar stomogou dister. Bleud kistin a gaver da brena, 54, ru Emile-Zola, e Brest.
Eun ampoëzon eo ar c’hiviz pa zebrer re anezo, met an eol tennet eus ar frouezen-ze a zo mad. Evid ar goanvennou, an dour bervet war deliou fao a zo mad tre.
Gwechall-goz an Drouized a gutuille al louzaouen-man war yun gant lidou kaer, gand o dourn kleiz, hag hep sellout outi e-keit ha m’he zennent eus an dour. Dizanav eo d’al louzaouerien.
Evit rei nerz d’an daoulagad bervit kleiz en eun hanter lur mel, ha lakit eur palastr war ho taoulagad. Evit an Drouk-Sant eva ar memez louzou.
An eil kroc’hen a zo mad evid ar fluz-gwad, ar foerell, bervi dour war eun dournad kroc’hen. Ar glaou a roer alïes d’an dud o deus poan gand o boued pa chom d’o bec’hia. An ongant populeum, mad da barea ar ruzderiou pe gwazied c’houezet (hémorroïdes), a zo great gant koat-elo.
Da ober kaeou, evel ar beuz eo mad. Pa zebrer teir boulig anezi ez eer diouz an daoubenn. Da gas al laou eus ar zaoud kouls hag eus an holl chatal, bervit dour war deliou al louzaouenn-man ha frotit mad ho chatal.
Didalvez eo ha zoken hon tud kosa a lavare e teue berniou laou e pennou ar vugale a zebre krann pe kraon-douar.
Gwelit 127.
P’ho pezo kignadennou, trouc’hou, goanvennou, gouliou, bervit tule en amann dizall pe e lard teuzet, daou zournad tule evid eul lur amann, lakit eur palastr war ar boan.
Lakit da drempa 60 gr. eus al louzaouenn-man en eul litrad gwin gwenn, hag ho pezo eul louzou mad da lakat da droaza, mad ouz drouk an hurlou (goutte) ouz ar c’hoenv (hydropisie), ouz klenved ar mean, ouz an drouk-sant, ouz al loupennou, ar boan izili. Evit kas kuit al loupennou, frigasit eun irvinenn-c’houez gant c’hoalenn-rouz, ha lakit eur palastr tomm war al loupenn e-pad pemzek dervez pe ouspenn. Debrit bemdez eus al louzaouenn-man, gwir eur chikenn vutun, pa viot gand ar paz, hag e pareot buan. Diwallit, rak ampoezon eo hi.
Mad enan eo al louzaouenn-man da stanka ar foerell, ar fluz-gwad, mad d’ar re a daol gwad dre o genou. Bervi hag eva dour diwarni kement ha ma karer. Mat da dud ha da chatal. {{Kreizañ|151. — KORZ. — Roseau. Gwechall e oa mad da zigoenvi, dre ma lake an dud da droaza kenan, met breman ez eo ankounac’heat net, nemet gand ar fonserien kadoriou hag an doerien soul.
Brudet bras gwechall evel eul louzaouenn dreist, hirio al louzaouerien ne reont netra ganti. Mad eo koulskoude eur palastr da lakat war ar boan izili, ar Remm, al lumbago pe ar boan en tailler. Bervi anezi er gwinegr. Madik a-walc’h eo c’hoaz evid ar boan benn, ar pistigou. Bervet er gwin ruz ez eo mad d’ar re a deu o fondamant anezo. Derc’hel eun tamm lien soubet el louzou, evit mirout na gouezfe ar fondamant.
Pa vez poan en nervennou, poan o klask kousket, poan-benn, mad eo eva dour diwar al louzaouenn ma diouz an noz.
Al louzaouerien ne reont netra gant lann, daoust ma’z eo mad ar bleun da rei da dud ha da chatal pa vezont gand ar red-korf. Bervi dour war ar bleun lann.
Louzaouenn ar plac’h koant. Stank kenan eo al louzaouenn-man en hor bro, leaz gwenn a deu anezi, ha mad kenan eo al leaz-se da gas ar c’horf war veaz met lezomp hi gand ar vedisined, en aon na rafemp droug ganti.
Mad da ober saladenn, ha da lakat an dud da gousket gwelloc’h.
Mad eo al louzaouenn man evid ar paz, ar sifern, ar boan c’houzoug. Ar vedisined a ra sirop ganti da derri ar paz. Ar gwriziou lili-hanv a zo mad da lakat da recheti evel ar peka. An dud a zo gand an dreo hag ar fluz-gwad, a rafe mad kemer sirop diwar al louzaouen-man.
Da ober palastrou da vouga ar boan eo mad an had hag ar bleud had lin. An dud n’ez eont ket bemdez war veaz a yelo sur, ma lakeont eul loaiad had lin en tremp diouz an noz en eur werennad dour da eva en eur sevel antronoz vintin. Eva al lin gand an dour, rak n’eo ket al louzou-ze na danjerus na donjerus. Ma vije klouareat al louzou, e vije gwelloc’h. Eur palastr had lin great gant gwin ruz a zo mad evit kement gouli a zo. An dud o deus poan en o soroc’hell, en o bouzellou, pe sac’h ar boued, a vezo gwelleat mac’h evont beb an amzer eus an dour eul litrad bervet e-pad diou eur war eun dournad had lin. Lakat daou litrad dour da vervi, ha dre ma timinuo an dour war an had lakat eus al litrad n’eus ket had ennan.
Al linad a flemm hag a boaz, ha dre-ze ez int mad da frota an dud paralizet, taget gand ar Remm, pe tapet ganto eun taol gwad. Evid an dud a staot en o gwele e vez great eul louzou mad gant linad hag eiz louzaouenn all. Deuit d’am c’haout, rak ne gavfec’h ket al louzeier holl war ar meaz. Evit klenvedou ar skevent (poumons) bervit eul litrad dour war dek gr. had linad, Kemerit war yun al louzou gant sukr hag eur melen-vi fresk. Bervi an dour e-pad eun hanter-eur d’an nebeuta, rak mont a rank an dour d’eun hanter-litrad. P’en deus eun den bet eur c’horfad riou, bervi eul litrad dour war linad hag eva an dour-ze er gwele. Roit linad d’ho yer hag ho pezo viou diouz an druill, hag al lapoused bihan a lardo buan. Kerden krenv a c’heller da ober gant korzennou linad seac’h.
N’eo ket istimet gand al louzaouerien, daoust ma’z eo bet impliet gwechall evid an derzien. Ar moc’h a zebr an avalou a zo stag ouz he griziou.
Houman, al linaden vihan-man eo ar wella da lopa war an dud a ranker digas tomder enno evit lakat o gwad da laviga.
Istimet eo al louzaouenn-man, ha kals merc’hed a gemer dour bervet warni pa welont o amzeriou e gwenn pe pa daolont gwad dre an traon pe dre o genou.
Ar memez vad a ra evel al linad all.
Er ieuniou a chom an dour ato warno eo e kaver al louzaouenn man, hag e broiou an hanter-noz ez eo mad d’an dud a gouez en drouk-sant pe a zo douget d’ar boan nervennou.
Evel ar c’hresoun hag ar c’hlogoria, ez eo mad evid ar scorbut.
Ar gwriziou anezi a zo bet great ganto gwechall eul louzou evit ar paz, met gwelloc’h a zo, ha diaes eo kaout al louzou eus goueled al lennou ma kaver enno al loaiou-dour.
Meur a seurd lore a zo, ha n’o deus ket holl ar memez vertuziou, ar memez nerz da barea ar c’hlenvedou. Muioc’h eo impliet an deliou lore gand ar geginerien eget gand al louzaouerien. Mad eo koulskoude teurel dour bero war deliou lore, ha rei al louzou ze d’an dud klanv gand ar gwentr, d’an dud sempl, rak digas a ra buhez er gwad, hel lakat a ra da vont buanoc’h en dro. Al lore-kerez, a zo mad kenan ouz klenvedou ar skevent, met o veza ma ’z eo ampoezon bras, lezomp al louzaouerien da vutuka anezan evel ma kirint.
Al lore-Roz n’eo ket brao kennebeut d’ar c’henta deut c’hoari gantan, rak evel en e genderv, al lore-kerez, kals acide cyanhydrique a zo ennan.
Ne gaver ket kals anezi en hor bro, daoust ma oa gwechall impliet al louzaouenn-man evit klenvedou an nervennou, an drouk-sant hag all, met gwelloc’h egeti a zo breman, ha dilezet eo pell zo.
Eus gouenn an ed eo al louzaouenn-man, hag er broiou ma he c’haver e vez great ganti eur yod yac’hus, pa vank ar riz.
Mad kenan eo al louzaouen-man d’an dud a daol gwad dre o genou, techet d’ar red-korf, d’an danavenn, d’ar fluz-gwad. Bervi dour war hanter-kant gram anezi, lezel al litrad dour da vervi e-pad eun hanter eur, hag eva bep diou eur eur werennadig 100 gr. Ma kirit e lakeot da drempa er gwin gwenn 20 gr. dre litrad. Pemzek dez goude ho pezo eul louzou mad kenan da lakat da droaza, da enebi ouz klenvedou al lounezi hag ouz re ar soroc’hell. Pa ne droazer ket mad, eur palastr lost-marc’h laket war traon ar c’hof a zo dreist. Souba eul lienen en dour a vezo bervet al louzaouen-man ennan.
Kavet e vez al louzaouenn-man e-touez an ed, ha mad eo da stanka ar red-korf hag evid ar boan-c’houzoug.
ROZMOC'H, STAON-GAD
Mad eo al louzaouen-man da voueta ar c’honifled.
Ankounac’heat eo al louzaouen-man, daoust d’ezi beza mad evid an derzienn-velen, ar foerell, an amzeriou gwen, klenved ar mean ha zoken impliet eo bet evid an terziennou hag evit stanka ouz ar gwad a red dre ar fri.
L. ar Gwenilied. L. ar plac’h koant. Ar Wenterc’hen L. an Daroued. Eul louzaouen dreist eo houman evid ar Remm, ar c’hoenv, an derzienn velen, met ampoezon eo. An dud o deus daroued, a froto anezi war ar boan, ar re o deus kaledennou he lakaio warno. Bervit dour warni, hag ho pezo eul louzou mat da walc’hi ho taoulagad pa vezont ruz, pa zizouront. War ar gouliou ez eo dreist. Kemerit ato al louzaouenn a sav etre ar vein, nerzusoc’h eo. An dour bervet warni a neta ar c’hroc’hen, ha dre-ze eo hanvet louzaouenn ar plac’h koant.
Kemerit eul litrad gwin Bourdel eus ar gwella, lakit ennan 60 gr. eus al louzaouen-man da drempa e-pad pemzek dez, hag ho pezo eul louzou mad da zigas nerz d’an dud dic’hwad, sempl, blank, n’o deus ket a naon. Eva gand an dra-ze eul litrad bemdez a leaz o tont eus ar vronn, da lavaret eo freska ma c’heller e gaout. An dud ne ziskenn ket buan o boued enno, ar re o deus prenved, a zo douget d’ar foerell, a gemero ivez eus al louzou-ze, teir loaiad vras araok ar pred.
Evit parea ar gwall c’houliou, bervit e-pad eun hanter-eur eul litrad dour war 60 gr. bleo-diaoul, gwalc’hit ha lakit eur palastr soubet en dour-ze war ar gouliou.
Eur medisin Saoz a lavare e c’helle parea ar c’hanser diaveaz gand al louzaouen-man, nervennou ruz-gwad d’ezi. War ar meaz e Leon e vez great ganti louzou d’ar merc’hed ne deuont ket buan er bed, pe o deus poan o tont da blac’hed yaouank. Louzaouenn ar Basion eo ivez hanvet.
Mad eo al louzaouen-man da lakat da c’houezi pa vezer gand ar ruzell, an dreo, ar boan-c’houzoug, hag ar boan-skouarn.
Mad eo eva dour diwar al louzaouen-man pa santer n’ez a ket mad ar galon en-dro, pa santer e vez glaour war ar skevent ouz o stanka. An dour bervet warni a laz ar prenved, ha mad c’hoaz da walc’hi ar gouliou.
Mad kenan eo eva dour diwar al louzaouen-man pa vezer sempl, pa vez poan stomog, paz, berr-alan, pa vez gwazied c’houezet er founs hag en divesker. P’ho pezo poan en ho tent, frigasit eun tammig delien ha lakit-hi en ho skouarn e tu ar boan. Pa vezo fraillet ar stomog, ar merc’hed a soubo eun tamm lien en dour bervet war al louzaouen-man hag hel lako war ho bronn. War ar ruzderiou e raint ar memez tra evit stanka ar gwad. {{Kreizañ|193. — LOUZAOUEN-AR-C’HAZ. MENT-KAZ-KI
Evel ar Bent-du, mad kenan eo al louzaouen-man d’an dud o deus poan stomog gand o boued, 50 gr. deliou en eul litrad dour, eva eur werennadig goude ar pred. Evit an dud nervennus eo mad ivez al louzou-ze, hag evid an hik.
Gwelit Treuz ieot.
Bent pouliot. Gwelit Bent, ha 192.
Eun ampoezon bras eo al louzaouen-man, met etre daouarn al louzaouerien e ra vad kenan d’an dud o deus poan nervennou, névralgies, d’ar re o deus berr-alan, d’ar re a gouez en drouk-sant. Pa vez distreset eun ezel bennak, e torr ar boan ennan buan. Lezomp hi gand ar vedisined.
Scabieuse succise. 190.
Eul louzaouen vad kenan eo houman, ha brudet gwechall evit parea holl klenvedou ar skevent, ar paz, ar berr-alan, ar c’hlaourenn a stank ar gornaillen. Parea a rea an dud raouliet hag ar re a jome divouez, distanka rea ar paz ha rei a rea eur vouez sklear d’an dud a eve dour diwarni, tomma ma c’hellent gouzanv.
N’eo mui mad da netra, nemet d’an dud a gar ar bleun kaër.
Gwechall an dud a baree brao o gouliou gand al louzaouen-man hag evit netra. Hogen, al louzaouerien a rank kaout arc’hant bras, hag o deus dilezet al louzaouen-man dre ma paree re vuan ha re varc’had mad ar gouliou.
An dud ne droazont ket a-walc’h, a evo dour diwar al louzaouen-man, ar re o deus beac’h gand o dour, a lakaio eur palastr great ganti war o c’hof. Derc’hel tomm ar palastr-se pella ma vezo gallet en eur lakat eur pallen warnan. An dud o deus berr-alan a vervo al louzaouen-man er mel hag a evo al louzou-ze tomm. P’ho pezo poan c’houzoug, lakit al louzaouen-man da boazat en amann dizall, grit eur palastr gantan ha lakit tomm war ho kouzoug, pe war ho kof pa ne droazit ket mad.
Bervit dour war al louzaouen-man hag evit eul litrad bemdez, tomm evit terri ar paz ha tenna ar c’hlaouren a ra ar bronchit. M’ho peus lamm-kalon, soubit lien en dour-ze da lakat war ho kostez kleiz.
Pa ever dour bervet war al louzaouen-man, e teu nerz d’eomp rak gwelloc’h e tiskenn hor boued ennomp.
Ouspenn ma ’z eo al louzaouen-man eur boued yac’hus, ez eo c’hoaz mad da netaat ar gwad, da lakat an dud da c’houezi ha da droaza. Bervi dour, eul litrad war 60 gr. eus he gwriziou, e-pad eun hanter-eur, hag eva war iun, pell eus ar predou, evid ar paz, ar Remm hag ar c’hlenvedou kroc’hen. Gwechall pa vezed flemmet e laked plusk onn mesket gand glud raden.
Gwelit Nijar 111.
Eun askolen velen eo al louzaouen-man. En amzer goz e veze great tizan da c’houezi ganti, met kals gwelloc’h a zo. Gwechall, pa rede ar Vosen dre ar vro, an dud a eve dour diwarni, hag e kave d’ezo e vijent diwallet eus ar c’hlenved-se.
Mad da gas ar c’horf war veaz. An deliou anezi a zo mad da lakat war ar stomak pa vez leaz tarzet enno, pa vezont ruz ha koenvet. Libr e chom ato ar c’horf pa zebrer saladenn great ganti.
Da burifia ar gwad, da enebi ouz an holosennou, ober eur palastr gand an deliou anezi. D’ar re o deus terzien an Algérie ez eo mad an tizan great ganti. Mad eo c’hoaz da gas ar pikou panez pe ar briz eus bizachou an dud, ha da lakat da sec’ha ar gouliou.
Mad kenan da rei nerz d’an dud, da lakat ar boued da ziskenn, evid ar fluz-gwad, an terziennou. Eva dour bervet warni, pe gwelloc’h he lakat er gwin gwenn daou zervez da drempa, hag eva diou loaiad vras a raok bep pred. Mad ivez ouz ar gwentr.
Evel 209.
Gand al louzaouen-man e froter an daoulagad goude beza he zommet ouz an tan. An dour a deu anezi pa vez gwasket, a zo mad ouz an trouc’hou, ar c’hignadennou, ouz ar skaotadurez, ar ruzderiou, ouz ar c’haledennou en treid, hag ouz ar boan-benn.
Da barea ar foerell, ar duz-gwad, ar berr-alan, an taoler gwad, ar paz, eva dour diwarni. Da enebi ouz ar boan c’houzoug, ober eur palastr gant he deliou, da lakat war ar boan, ha gwalc'hi ar genou gand an dour bervet warno. Bervit deliou en amann dizall, grit eun ongant mad kenan da barea an holl c’houliou.
Al louzaouen-man ne vez kavet fresk nemet war-dro an aochou, debret e vez pa vez bet er gwinegr. Mad eo da lakat da droaza, ouz ar c’hoenn, teurel a reer prenved pa vez frotet ouz kof ar vugale a zoug al lorgnez-ze.
Mad kenan eo an dour bervet war al louzaouen-man evit ar fluz-gwad, ar red-korf.
Ampoezon bras. Al louzaouerien a ra ganti louzeier mad evid ar boan nervennou, ar berr-alan, evit laza ar boan pa vez distreset eun ezel bennak, pa gouezer en drouk-sant. Lezomp-hi gand an dud desket.
An had eus al louzaouen-man, 10 gr. en eul litrad gwin gwenn e tremp pevar dervez a zo mad d’an dud n’o deus ket naon, ne ziskenn ket o boued enno, d’ar re a goenv alies, o deus ar mean pe grouan en o zroaz, o deus poan en [[Reizh|a|o}} avu pe en o felc’h. An deliou a zo mad da barea ar gouliou, trouc’hou, kignadennou pa vezont bet eur miz en éoul debri. Chaokat anezi pa vez poan e kig an dent.
Gwelit BLEUN HANV, bokedou tro ’n heol.
Mad d’an dud techet d’ar red-korf, ha d’ar merc’hed a wel re alies o amzeriou. Bervi dour war an deliou pe war an had. Gant ludu lugustr e vez great poultr.
Gwelit 156.
Gwelit Gwi-luz.
Gwelit Aouredal ha 213.
Gwelit 195.
Gwelit Kaol malo, 124, 125.
Gwelit 203.
Mad eo da rei nerz d’ar stomog, da lakat da droaza pa vezer taget gant grouan pe mein er soroc’hell. Eva bemdez eul litrad dour pe win bervet war he gwriziou.
Mad da lakat da droaza, da zigas ar c’housked, d’an dud douget da gaout avel, d’ar re ne ziskenn ket o boued buan a-walc’h enno. Laza ra ar paz iud. An dud a deu o daoulagad da ruzia a walc’ho gant dour bervet warni.
Al louzaouerien ne reont netra gant Melchon, gwechall ha breman zoken ez eo mad da ober louzou ar skoadurez hag ivez louzou ar BANNE (taie).
Gwelit 182.
Mad kenan eo al louzaouen-man ouz an danaven pe red-korf, ar fluz-gwad hag an taoler gwad. Da rei nerz d’an daoulagad, d’o digoenvi pa vezont ruz pe pa deu daerou anezo, pa zizouront, ez eo dreist. Bervi dour war ne gwriziou hag he deliou da eva pe da walc’hi.
Mad kenan eo debri mesper pa vez tano ar c’horf, pa vez poan er bouzellou. Pa vezer gand al lumbago, pe ar boan er tailler, eva dour diwar eskern mesper, pe lakat anê er gwin-gwenn, hag eva war iun. Mad evit klenved ar mean en troaz.
Gwelit Mellou 230 Renouée.
Gwelit Drezen.
Pa ne ziskenn ket mad ar boued, pa vez avel fall er c’hof, eva dour diwar Munudig a ra vad kenan, pa vez paz, grédien dre ar c’horf, mont d’ar gwele da c’houezi hag eva tizan diwarni. An aezen a sav diwar an dour bervet war al louzaouen-man a wella ar Remm, ar boan en tailler.
Frouezen ar spern gwenn. Pa vezont dizec’het buan er fourn, an ogen a zo dreist evid ar red-korf hag ar fluz-gwad.
Gwelit Orchis maculé. BLEUN ar Sakramant.
Mad kenan eo debri ougnon kriz eleiz pa vezer koenvet, pa ne labour ket mad al lounezi, (les reins). Ma n’hellit ket debri ougnon kriz e rafec’h mad lakat teir pe beder ougnounen kriz frigaset mad e tri c’hart litrad gwin gwenn, e pad pevar dervez da drempa, hag eva peder loaiad bemdez. D'ar re o deus Albumine e rafe kalz vad an ougnon.
An onk a zo Treuzeot, henvel ouz chapeledou, pe boulou stag ouz stag. N’eus netra gwelloc’h da ober tizan da eva bemdez ouz ar sec’hed, dreist-holl d’an dud a zo karget o zroaz a loustoni, d’ar re o deus poan o troaza. Lakat eur meutadig « Sel de nitre » dre volennad tizan, hag ivez eun tamm regalis-koat da rei blaz vad d’al louzou.
An dud a zo taget gand ar Remm, ar boan izili, a evo bemdez tizan Onn. Gwelloch eo ar frouezenn eged an deliou. Eun dournad bervet en eul litrad dour, eva bemdez war iun, hag etre ar predou.
Gwelet e vez bugale daou, tri bloaz, hag o deus eur c’hof bras ha kaled evel eur mean, (le carreau). Gwechall e veze pareet kalz anezo gand al louzaouen-man. War an diskenn bouzellou ez eo dreist, mad eo c’hoaz evid an avu, ar mean, an difluxion.
Gwelloc’h eo ar panez d’ar chatal eget d’an dud daoust ma veze gwechall roet d’ar re o devoa terziennou, hag evit klenved ar Mean. Broiou a zo hag a ra konfitur panez, ha rei a ra nerz kenan d’an dud dic’hwad. Souben ar panez a ro nerz ivez war-lerc’h eur barrad klenved.
Plijout a ra d’al louzaouen-man beva e-mesk ar foenn, en doureier. Mad kenan eo ar sun anezi da barea ar ruzderiou (hémorroïdes), hag he gwriziou frigaset, a zo mad ouz kaledennou an treid hag ar gwenanennou.
An dud a ra louzou ar banne a laka ato al louzaouen-man gant re all war an arzourn, kignat a ra ar c’hroc’hen, tenna a ra linc’hwad evel ar moutard. An dud o deus alies poan-benn a barefe ma lakafent war o fenn eun tamm lien soubet er gwinegr a vezo bet ennan pemzek dez 250 gr. deliou pao-bran o trempa. Ar re o deus tapet eur wiaden pe distreset o koueza, a dlefe lakat ar memez lienen war ar boan. War ar pistigou, ez eo mad ivez al louzou-ze.
Mad kenan eo da zigeri ar galon, da lakat ar boued da ziskenn. Ar sun a zo mad d’ar re o deus paz, berr-alan, bronchit. Chaokat Parichil. Ar re o deus poan c’houzoug (angine) a lakaio eun palastr
parichil frigaset war ar boan. Evid ar boan dent hag ar boan skouarn an deliou frigaset gant hoalen hag eol debri a dorr ar boan. Pa vezer flemmet gand eur wenanen pe eur wespeden, al louzou-ze a zo mad kenan da frota. Pa vezer bet pilet ha distreset evit mirout da goenvi, lakit al louzou-ze ivez. An dud o deus poan en o daoulagad, ruz, an tan enno, a lakaio warno eur palastr great gand al louzou-ze ivez. Evid an derzien velen, ar boan en avu pe er felc’h, tizan diwar gwriziou al louzaouen-man a ra vad kenan. Mad eo ivez ar palastr-se da lakat war stomogou goret ar merc’hed.
Ouspenn da rei blaz mad d’ar zouben eo mad ar c’harotez. D’an dud o deus paz, berr-alan, raouliet, poan o lonka, chaka karotez, pe o gwasa evit tenna ar sun anezo. Mad kenan eo debri ez kriz pa vez prenved, ha pa vez drouk bouzellou.
Ar vugale a zebro alies karotez, ne deuio morse o c’hof da goenvi, da veza kaled. Gwalc’hit ho kouliou gant dour bervet war deliou karotez, mad eo ivez an dour-ze evit parea ar wiskoul, an daroued, an disiper, ar skaotadurez.
Netra da ober ganti en apotikerez.
Al louzaouen-man a zo eun ampoëzon bras. Al louzaouerien a ra ganti louzeier evid ar paz hag evid ar c’hlenvedou soroc’hell ha zoken evid enebi ouz ar Vosen.
Er yeuniou, en doureier-sac’h eo e kaver al louzaouen-man met n’eo mui impliet en apotikerez. Gwechall ar bleo gwenn anezi a baree ar skaotadurez hag ar goanvennou met kalz gwelloc’h a zo breman.
Mad da gas ar c’horf war veaz ha da lakat da droaza, da enebi ouz klenved ar mean, drouk an urlou (goutte). Eur sirop a vuhez hir a vez great gand al louzaouen-man, hag e-gwirionez kalz tud o deus bevet koz oc’h eva dour diwarni war yun bemdez.
Beva ra al louzaouen-man diwar goust ar gwez m’eman stag outo, evel ilio, met n’eo ket anavezet en apotikerez.
Gwechall e veze great louzou gant ludu koat peren d’ar re a veze ampoezonet gant kabellou-touseg, ha breman ne vez great netra gand ar gwez per en apotikerez. Hogen, ar per a chom ato mad da zebri ha da ober Chufere.
Gwechall al louzaouennig-man hanvet c’hoaz skudellig ar pri abalamour m’eman el lagennou, a veze laket da vervi en dour pa veze drouk-avu pe poan el lounezi. Eur medesin bras hanvet Pison a lavare ne yoa netra gwelloc’h egeti da barea ar gouliou ha da lakat an dud da droaza kenan.
Ar pin, ar sapin, an nevez, ar brouskoun anezo bervet epad eun eur er mel, a zo mad kenan ouz ar paz hag holl klenvedou ar skevent hag ar c’houzoug. Kalz vad a ra al louzou-ze d’an dud raouliet, goloet o mouez.
N’eo ket anavezet en apotikerez kement ha ma ’z eo er gegin. Ma zeo ar Piz eur boued magadur, n’eo ket yac’hus, rak re a Azote a laka en den.
P’ho pezo poan c’houzoug, lakit war ar boan eur palastr pour frigaset, grit ar memez tra m’ho pefe poan e troaza, met lakit ar palastr tomm war traon ho kof, war ar soroc’hell.
Ar gwriziou Raoz eo a vez peurliesa impliet evit ar paz, ar berr-alan, ar rumou koz, hag evid ar prenved, ar c’hest. Bervi eul litrad dour war eun dournad gwriziou munudet, hag eva eun hanter litrad bemdez.
N’eus ket nemeur a Reed e Breiz, ha n’eo ket anavezet en apotikerez. En Amerik e vez impliet evid an taol gwad.
En deveziou kenta eus an nevez-amzer e kaver al louzaouen-man bleuniou glas d’ezi. D’an dud o deus red-korf, tanaven fluz-gwad, d’ar re a daol gwad dre o genou ez eo mad ober tizan ganti, ha da walc’hi ar gouliou. War stomogou koenvet ar merc’hed e ra vad eur palastr tomm great gant he deliou bervet en dour.
Unan eus ar gwella louzeier eo houman. An dud taget gand ar Remm, ar boan izili, ar Mean, al lounezi, an dud o deus Koenv, a rafe mad lakat 500 gr. bokedou anezi en eur pod pri, 2 litrad gwin-gwenn ennan. Eva bemdez eus ar gwin-ze war iun.
Ar palastrou great gant deliou friket al louzaouen-man, a bare an dud o deus holosennou ha gouliou diaes da barea. Mad eo ivez an tizan great ganti da lakat ar boued da ziskenn, da rei naon. An aezen anezi a ra kalz vad d’ar merc’hed o deus poan o tont er bed. Taolit eun dournad bleuniou ha deliou en eur gastolorennad dour, ha pa vezo o vervi, it da gemer aezen dre an traon, ha chomit keit ha ma kerot, eun hanter-eur mar kirit, ha grit an dra-ze eur wech bemdez d’an nebeuta.
Gand al louzaouen-man eo e vez great an Opium, ha kalz a louzeier all. Lezomp-hi gand an dud gouiziek.
D’ober bleud moutard.
Mad kenan d’an dud o deus stomogou dister, d’ar re o deus paz ha Remm, d’ar re a gren o izili outo, d’ar vugale techet d’ar red-korf, d’an dud nervennus, d’ar re a gouez pe a venn koueza, sempla, d’ar re a daol gwad. Mad dreist eo da ober louzou ouz ar goanvennou, an taoliou heol, hag ar skaotadurez. Bervi an deliou en amann dous. An dud a gouez o bleo, o deus skant, a walc’ho aliez o fenn gant an dour-ze. Lakat 30 gr. deliou dre litrad dour pe win. D’an dud peultriner hag a c’houez re en noz, rei tizan saoc’h d’ezo d’an abardaez.
Pa vezo friket, an deliou a zo mad da lakat evel eur palastr war ar goanvennou, an holosennou, ar c’hignadennou, ar ruzderiou, an daroued, ar gwall c’houliou, ha da zidana an daoulagad ruz, pikouzet.
Gand al louzaouen-man eo e vez great ar bleud moutard. Pa reoc’h palastrou, arabad d’eoc’h bervi an dour, ne dleont beza nemet klouar mad 40°, dindan boan da goll o nerz. Ar paper moutard a zo mad da lakat war an divorzed, pa vezer paralizet, pa vez tapet eun taol gwad, pa vez Remm. An had a zo mad evid ar prenved, evid ar red-korf, lakit an had en ioul pe er gwin gwenn, 60 gr. anezo, hag ec’h evot eul loaiad war iun bep mintin.
Bervit dour, eul litrad war 40 gr. deliou ha bleuniou al louzaouen-man, p’ho pezo poan stomog, poan o tiskenn ho poued, bec’hiet gantan, berr-alan, poan en ho pouzellou, avel, prenved.
Gand al louzaouen-man eo e vez great ar Sirop de Chicorée, mad d’ar vugale a zo kaled o c’horf. Ar chicorée a laker e-touez ar C’hafé a zo yac’hus kenan.
An dud taget gand ar Remm, drouk an Urlou, ar Mean, ar boan lounezi, en avu, a dle debri kofadou Sivi.
Mad eo an tizan diwarni evid eleiz a boaniou en daoulagad. Gwalc’hi alies an daoulagad ruz, tanet, an dour warno gand al louzaouen-man, hanvet torr-lunedou.
An eil blusken diwar ar Skao, 150 gr. laket e-pad daou zervez en eul litrad gwin-gwenn, a ra eul louzou mad kenan da zigoenvi pa vez dourfall er c’horf, poan o troaza dre m’eman an tan el lounezi (néphrite). Lakit eur meutad bleun skao seac’h da drempa e-pad 15 dervez en eul litrad gwinêgr hag ho pezo eul louzou mad evid ar Remm hag evit holl klenvedou ar skevent. Mad eo an deliou skao friket, gwinegr ha c’holen ganto, evit lakat war an holosennou, an daroued, ar ruzderiou.
Broiou a zo, evel an Amerik, hag a denn sukr eus korzenn ar wezen gaer-man.
Gwella ma ’z eo eo da ober bouteier.
Ez-kriz, al louzaouen-man a zo eun ampoezon, met bervet en dour e ra eul louzou mad ouz ar Remm hag ouz ar c’hoenv, 15 gr. en eul litrad dour. Mad eo c’hoaz ouz ar paz, ar rumou, ar berr-alan, an dreo, ar boan-c’houzoug. Eun hanter meutadig bleud eus ar gwiziou teir gwech bemdez e-touez mel evid an dreo, ar paz.
Ouspenn da zebri ez eo mad rak an dud o deus lamm-galon, a zo koenvet o avu pe en o felc’h, en o lounezi, o deus ar mean, a vezo gwelleat o tebri Sparf hag oc’h eva tizan diwarni.
Kemerit dour Melis eus an apotikerez hag ho pezo eul louzou mad evid ar boan er c’hleuz, ar boan benn, ar fallaennou, ar sempla, ar gwentr avelek, al lamm galon.
Bleun ar spern-gwenn a zo mad kenan d’an dud o deus lammgalon, d’ar re ne gouskont ket en noz, d’ar merc’hed en oad fall. Lakit eul loaiad vian a vleun en eur werennad dour bero, lezit da drempa ; eva teir gwech bemdez.
N’eus ket nemeur e Breiz, hag an Evl a zo kouls da gas ar c’horf war veaz pa vez koenv, remm, taol gwad. Gwerzet e vez en apotikou Sirop de nerprun.
Al louzaouerien a ra ganti eul louzou da gousket buan.
An dud sempl a dlefe eva bemdez tizan diwar teol. An dud diwar ar meaz o welet eo nervennou al louzaouen-man ruz evel ar gwad, a ro d’ar merc’hed o tont er bed tizan diwarni.
Kalz a dud a gemer thé bleuniou till diouz an noz evit terri lamm an nervennou.
Lakit da vervi e daou litrad dour 30 gr. eus al louzaouen-man eun dournad heiz hag eun dournad regalis, bervit ken na vezo eat an dour da eul litrad, hag ho pezo eul louzou eus ar gwella evit troaza.
Eul louzaouen vad eo evid ar fluz-gwad, ar red-korf.
- ↑ Ne seblant ket bezañ echu ar frazenn (Notenn gant Wikimammenn)