Mont d’an endalc’had

Tenzor ar Barz

Eus Wikimammenn
An Oaled, niv. 35
Société ARMORICA, 1931  (p. 5-6)




Tenzor Ar Barz


gant Erwan BERTHOU (Kaledvoulc’h)
————


Eur barz hep eur geriadur klotennou a zo eur micherour hep binviou.

Na vern pegen braz eo mestroniez eur micherour ha pegen kaer eo e awen, mar n’en eus ket a vinviou ne raïo nepred eun « ober-kaer » na, zoken, eun « ober krenn ».

Eur gwerzonier, na vern pegen bastet ha pegen awennet a vefe, evel barz, na raïo nepred ar barzoneg peur-c’hraet, an ober-kaer ez eo barrek d’ober, mar n’en eus ket eur geriadur klotennou ha mar ne ra ket implij dioutan.

En eur glask eur gloten, ha dreist-holl eur gloten binvidik, e rer eun azgwel diouz rollou geriou hir pe verr e pere e heller — nan bepred — kaout ar gloten glasket. Mar ne gaver ket anezi en eur roll, red a vezo ober arnodou all. O klask e c’hiz-se e heller ive kavout geriou all gouest da ziskleria menegennou nevez da staga ouz danvez al labour ha da glokaat ha da gaeraat al labour-ze. Aezet a vefe dazlavaret, etouez gwerziou Viktor Hugo, barzonegou hag e weler enne lavariou kaer digaset eno gant eur gloten.

Red eo evezia e vez nebeut a wech daou c’her gouest da vont an eil elec’h egile, da lared eo, gouest da gaout hevelep talvoudegez. Beza ez eus eur ger reiz, n’ez eus ket daou. Ar Barz ne hell beza laouen diouz e labour nemet kavet en defe ar geriou reiz e pep lec’h. Hogen penaoz e ouezfe kement-se hep kaout dirak e zaoulagad an daolen glok diouz ar geriou e touez pere e tle ober en dilenn ? Ne dleer ket-kredi e sav ar barzoneg en e bez ha peur-c’hraet en empenn ar Barz. Bepred eo gwir hag e vezo gwir reolen Boileau :

« Ugent gwech war ar stern lakaet ho labour, Lintret anezan hep paouez, hag adlintret anezan. » N’eo ket possubl mennegi pegement a boan en devo kemeret ar Barz ar muioa awennet evit sevel ar barzoneg pourc’hraet herve e c’hoant. Nag a enklaskou ! nag a c’houervded ! Eur geriadur geriou dastumet dre urz an abc a zo eur benveg hag a zo eur red evit pep skrivagner iez-plen ; hogen geriadur ar c’hlotennou a zo holl rekis evit ar Barz. An danvez n’ez eo ket awalc’h evit ober eul labour kaer ; red eo ive rei ar stum.

Ar Geriadur Klotennou a zo, war eundro, eur geriadur rimou hag eur roll geriou brezonek gallek. Ken aezet eo klask eur ger dre urz ar c’hlotennou eget dre urz an abc, dreist holl pa vez bodet ar c’hlotennou dre urz o finvidigez.

An hini, zoken, n’anavez ket reiz mad ar iez brezonek a gavo aezetoc’h darn diouz ar geriou pa glasko aneze dre urz ar c’hlotennou eget pa glasko aneze dre urz an abc. Reolennou ar gemmidigez vrezonek a zo luiet awalc’h, ha kals a lennerien skridou brezonek n’anavezont ket aneze mad. Eur ger « kemmet » ne vezo ket kavet en eur geriadur aozet dre urz an abc : Skouer, ar ger zad (t kemmet en z) ; hogen kavet a vezo raktal, hep marc’hata, dindan ar stum tad en eur geriadur klotennou.

Red eo lavarout d’ar Varzed iaouank diwall da gemer eur si fall, hini ar re a fell d’eze azreolia lezennou ar werzoniez hag ober fae war ar c’han korol, kouls ha war ar c’hlotennou hag ober implij diouz aroudennou skritur hirroc’h pe verroc’h, hep na kan-koroll, na kloten. E gwirionez, int awennet ; hogen n’int bepred nemet iez-plen. N’ankouezet nepred kement-man : beza ez euz « iez-plen » ha beza ez eus « barzoniez » evel ez eus ive liverez ha kizellerez. Beza ez eus skrivagnerien iez-plen ha barzed, evel ez eus liverien ha kizellerien.

Gwerzonerien gallek a zo bet kouezet ebars ar si-ze. Bezet koun diouz Strollad an Arouezellourien (Symbolistes). Ar re-ze kaër o devoa c’hoantad dispac’ha, ne rejont netra a nevez. Araog d’eze meur a skrivagner anad a iez Vro-C’hall o devoa graet labouriou iez-plen hag a vije bet aezet lakaat aneze a hêd gwerzennou hir pe verr, ha koulskoude ar skrivagnerien-se ne felle ket d’eze beza kemeret evit barzed. Skouer : Chateaubriand pehini n’en eus ket graet eun ober barzek. Ar si-ze a zo hepken eun testeni a ziegi, eun nac’hidigez diouz ar boan. Hogen ne dleer ket kila dirak ar boan. Kila a zo dilezel ar Stourm.

Lavaret a zo bet ha gwir eo : An ijin-dreist a zo graet gant habaskted. An ober-arzel, hen hep-ken, a zo dellezek da vond d’an divarvelez. Ra chomo eta ar gwir varzed hep kila dirak ar strivadur a grou an ober-arzel : heman hepken a chomo beo e koun hag en estlamm an deneliez.

Bernier danvez al levrig-man en em gavo paeet awalc’h diouz e boan mar laka karout ar varzoniez vrezonek ha mar ro dorn da varzed Breiz evit sevel oberou kaer.

(Kent-skrid evid eur Giriadur Klotennou prest da veza moullet, mar kaver awalc’h a ragprenerien).

————