Bet mad ouz al loened !

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
An Oaled, niv. 35
Société ARMORICA, 1931  (p. 14-15)


Bet mad ouz al Loened !


Unangomz evid potred iaouank,


Kudennet gant Fanch Keraez
————


Me gomprenn eo red beza mad ouz ho perc’hen, dre ma c’hall ho lakat ermaez, ouz an archerien dre ma c’hallont rei fest ar vaz d’ac’h, ouz eur iontr koz dre ma vec’h heritour d’ean marteze, ouz ho téputé dre ma c’hall de pe de delc’hen d’e bromesaou, mez netra na lak ahanon da fulori evel an ali-ze a weler merket war skritellou en peb lec’h :

— Bet mad ouz al loened …

Gweled awalc’h a rer ar re a ro an ali-ze n’o deus bet biskoaz afer gant al loened. Gweled awalc’h a rer n’anavezont ket anê.

Me lavar d’ac’h na meus bet gwech a-bed diduamant gant al loened.

Set, bihanik pa na oan ket uheloc’h evid eur votez, am eus sonj e vije gret d’in lonka beb sort louzeier c’houero evid kas er maez n’oun ket pesort loenedigou o doa gret o demeuranz em bouellou.

Divezatoc’h, am eus sonj e oa bet red lakat eur boultren bennag war ma bleo da ziloja ac’hanê n’oun ket pesort krapatouzed a oa ’n em voutet eno da veva diwar ma c’houst.

Da c’houec’h vlâ, on bet pinset beteg ar gwad gant eur wiskoul.

Da seiz, on bet dantet gant eur c’hi.

Da eiz, on bet flemmet gant eur hed gwenan.

Da nao, pa oan aet da Foar Vontroulez da weled eun Olifant, ar friek braz-ma an eus flistret gant ma bek eur c’hinaouad dour, evid trugarekaat ahanon deuz an tam bara a ginnigen d’ean.

Da zek, on bet freet abalamour na c’houllen ket dibri harinked sall.

Da eunnek, on bet klanv gant re govad kig leue.

Da zaouzek, am eus bet eun tol troad digant eur veuc’h o vreskenn.

Da drizek, e oan aet da veska eun neiz gwesped gant eur vaz, hag e oa darbet d’in koll ma daoulagad.

Da bevarzek, a zo bet graet kontervansion d’in evid bea lazet eur c’hog gant enn tol men.

Da bemzek, eur marc’h an eus distaget ganin eur winkaden, ha bronnduet ma gar d’in.

Da c’kouezek, am eus bet an derzien dom evid bea debret istr.

Da seitek, a zo bet servijet d’in en eun hostaleri kig kaz e lec’h kig konifl, goude-ze on bet ken dic’houtet ken a ven klanv brema pa welan gad pe gonifl.

Da driwec’h, on bet ampoêzonet gant moukled.

Da naontek, on bet flemmet gant eun naër.

Da ugent, enn taro bris an eus roet d’in enn tol korn.

Da nozez kenta ma eureud, na meus ket gallet kousket abalamour d’ar c’hoenn. E pad ma beaj eureud er C’hreisde, ar fubu o deus harzet ahanon da gousket ive.

Pa oan distro d’ar ger, am eus esaet labourat ma liorz. Mez ar muloded, ar goed, ar merrien, ar melved, ar c’houiled, o deus debret d’in ma haderezou. Ar geginied o deus debret ma fiz bihan. Ar mouilc’hi o deus lonket ma c’helez, ha c’hoaz e fell d’ac’h e karfen al Loened ?

C’houi fell d’ac’h e karfen-me ar marmouz ? Bennoz da hema, ma iontr prest da vervel an eus astennet e vue… C’houi fell d’ac’h e karfen me ar c’houil-koc’kaër a gavan ebarz an dorz vara, pe ar varlosken an em vout en ho tiouskouarn ? Pe ar razed ac’h a da grignat ho tillad kroc’hen, pe ar gevniden a welet deus ar mintin uz d’ho kwele pe ar girlaouennou a ve staget ouzoc’h evid ho tiwada ?

N’et ket da lavaret d’in eo loened a spered ar Gwaï hag an Houad, hag ho peus plijadur oczh ober kôz ganté...

Me garfe gweled ar re a lavar bea mad ouz al Loened, pa ve kouezet eur gelienen ebarz o gweren, pe pa ve eur prenv en o zaladen, pe eur c’houil en o zouben…

Me, da lavaret gwir, ne garan med ar Pemoc’h, paz en beo, mez en poaz, rag deuz hema netra n’a da goll. Na gomzet ket d’in deuz al loened all.