Diviz evit goulen eur plac’h yaouank da eureuji

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
◄   Eur plac’h dieaz da zimi Diviz evit goulen eur plac’h yaouank da eureuji Gwal vuez eun tiegez   ►


VII


DIVIZ EVIT GOULEN EUR PLAC’H YAOUANK DA EUREUJI


DISPUTE POUR UNE DEMANDE EN MARIAGE


Chanté par M. Laz, de Kernével
(Finistère).


————


Ar skridoù-sonerezh zo diweredekaet evit poent.



1

Deiz mad d’hoc’h oll, tud an ty man,
kel laouen ho kavan,
ker brao guisket e peb feson
ma lavar d’in stok ma c’halon,
N’hellin biken tremen an ty,
eb dont d’ho saludi,
eb dont d’ho saludi.



2

— Ni a zoug ar memez salud
D'hoc’h-hu koulz ha d’ho tud ;
An honestiz euz ho komzou
Ar bervik dous euz ho sellou,
A lavar deomp skler hag anat
Oc’h euz eur c’helou mad.

3

— Ni ’zo var leac’h eur goulmik wen,
Goal diet gant eun tenn.
He askel gleiz a zo torret
Nijal mui pell na c’helfe ket,
Hag hon euz klevet eo ama
E ma deut da goueza.

4

— Mar d’eo koulmed a c’houlennit
It d’ar maner da vit :
Dre-ma, var ar meaz ganeomp-ni
N’euz nemed piked ha brini,
Hogen eur gaou a lavarit
Eun dra all a glaskit.

5

— Klask a ran eull louzaouen fin
Da lakaat em jardin,
Eull louzaouen mad dioc’h ar blez
Great gant birou ar garantez,
Hag e kleviz d’heac’h diveza
He c’hafjen er gear-ma.


6

— Ar fourdelizen a glaskit
Siouaz deomp ! eet eo kuit.
E ma breman e Kemperle
Er gouant o veuli Doue,
Koantoc’h eget eur bodik roz
E liorz ar Baradoz.

7

— Nan, va mignon, n’ho kredan ket,
Doue enn deuz great
Evit ar vered an ivin,
Evit all liorz all louzou fin ;
Hag Annaïk da laouennaat
Kalon eur pried mad.

8

— Evel ar gliz var ar prajou
Eo perlet ho komzou,
Treuzi a reont dor an ty-ma
Evel ar mel eun tam bara :
Da beur-ober ho kefridi,
Den yaouank deut enn ty.

Notes. — Nous ne saurions ne pas relever ici, la présence seule de deux mesures à 2/4, l’une au commencement et l’autre à la fin de la période. Cela est dû à la répétition du dernier vers. Sans cette répétition, la mélodie serait à 5/4 tout du long. C’est là ce que nous qualifierons d’heureuse bizarrerie.