Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Dihun Breiz.
Dihun Breiz-Izel !
————
![\score {
\version "2.18.2"
\relative c'{
\autoBeamOff
\override Rest #'style = #'classical
\key g \major
\time 2/4
g'4 g8 g | g4. d8 | g[ a] b[ a] | \break
g4 r8 g | c4 c | b4. b8 | a4 a | a r | \break
d d8 b | g4 g | c8.[ d16] c8.[ b16] | a4 r | \break
g8[ b] a g | fis4 g8.[ a16] | b4 a | g4 r \bar "|."
}
\addlyrics {
Pell ’zo a -- walc’h, Bro -- ïz ka --
ret, Gant Gal -- la -- oued ec’h omp gwas -- ket!
Sa -- vomp hon gir, sa -- vomp hon fen,
Be -- zomp Brei -- ziz da vir -- vi -- ken!
}
\layout {
indent = #00
line-width = #125
ragged-last = ##t
}
\midi {
\context {
\Score
tempoWholesPerMinute = #(ly:make-moment 100 4)
}
}
}
\header { tagline = ##f }](//upload.wikimedia.org/score/9/g/9gj8h8ybgqvue95uv96wg3ghw7d2ef2/9gj8h8yb.png)
Pell-zo awalc’h, Broïz karet,
Gant Gallaoued ec’h omp gwastet !
Savomp hon gir, savomp hon fen,
Bezomp Breiziz da virviken !
E-pad niver a gant-vlaio,
E oe digabestr Breiz hon bro !
Evurusted, pinvidigez,
’Rene enni gant santelez !
Rak d’ar choulz-ze, war douar Breiz,
E tiwanas dre-oll, a leiz,
Ilizo koant, tourio uhel,
’Vel nan eus ’met en Breiz-Izel !
Ilizo koant, tourio uhel,
Ha war ar maez eur bern kestel ;
War ribl ar mor, er c’hroaz-hencho,
Fe hon zud koz ’zave kroajo !
Ha gant petra ar Vretoned.
’Stlabeas dre o bro garet
Burzudo a zisfi herie
Neb a glaskfe ober ’velte ?
Eun dra hepken ’re d’hon zado
Ober, evel ma rent, burzudo :
Karout a rent, ha war eun dro,
Doue, ar Werc’hez hag o bro !
Staget ouz Franz, hon bro garet
He deus bepret d’ezi roet
Mado a vern, hag, en tu-hont,
Hep ’n em glem, bugale sof-kont !
En gwirione, ha n’eo ket Dreiz
A ra d’ar Franz, bep bla, a-leiz,
Martoloded ha soudarded,
’Vel dre ar bed na gaver ket ?
En gwazïo he bugale,
E ve gwad yac’h, ’n o chreiz ’ve fe ;
Ze ’zo kiriek, pa ve brezel,
E vent dispont betek mervel !
Ha Franz, ziouaz ! glask en distro
Mougan ar fe ’n hon c’halono !
Biken !… Broïz, bezomp bepret,
’Vel hon zud koz, penno kalet !
Ha difennomp, holl unanet,
Enep d’ar fall, d’ar C’hallaoued,
Hon yez, hon Fe, gant Franz mac’het ;
Diskouezomp ’omp gwir Vretoned !
Hag a vouez krenv, lavaromp c’hoaz,
En eur franwal hon fenno-baz :
Da Vreiz-Izel ’fell Liberte,
Liberte bugale Doue !
|
————