Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Breizh-Izel.
Breiz-Izel
————
Gant ar mor glas evel gouriz,
Na kaer ec’h eo hon Mam-Vro Breiz !
Bro ar gwe derw, ar vein kalet,
Bro an tourio dantelezet !
Bro ’lec’h a zo traouienno glas,
Tosenno koant ha koajo bras,
Brug, lan-melen el lanneier,
Ha gwiniz kaer er parkeier !
Milino koz ’hed ar sterio,
En o c’hichen dalc’hmad skluzio,
Dour o trouzal, ’vel kounnaret,
Da vont’n e hent pa ve harzet !
Gwenojenno ha hencho don,
’Lec’h alïes e red gedon,
Kleunio uhel ’tre ar parko,
’Lech kan an evn war ar branko !
O kas o zaout war ar maezio,
Pôtred vihan gant o sonio,
Sonio ken koant ma ve laret
Eo gant Ele ’vent richanet !
Mouez an hekleo ’barz an draouien
O tisrevel ar ganerien,
Ha mouez ar c’hi a renk harzal
An disteran ma klew trouzal !
Met deut breman da dal ar mor,
Eus an Argoad deut d’an Arvor,
Ewit gwelet ar gwagenno
O’n em zrailhan war hon aocho !
Neblec’h ar mor na sko ken gwaz,
Neblec’h muioc’h ne c’hoari vaz ;
Labour ’nevo c’hoaz da beilhet,
Roc’h Breiz-Izel a zo kalet !
Gant ar roc’h ze eo e savet
Hon zourio koant dantelezet,
Tourio uhel ’vel bizïed,
’Trezek an Env dalc’hmad troet !
Stank e kaver en Breiz Izel
Kroaz-venerez, iliz, chapel !
Labour ar fe, fe hon zado,
’Deus gret kement a vurzudo !
Dre oll, ouz krap an tosenno,
Pe guzet ’kreiz an traouienno,
Eun iliz vrao pe eur maner
’Didu lagad an tremener !
Diouz ar beure ha da zerr noz,
’Hedan draouien hag ’us d’ar roz,
’Klewer o son an anjeluz,
O hirvoudi ar glaz klemmus !
Ha d’ar zulio, mouez ar c’hleier,
Joausoc’h kalz o vont dre ’n er,
Evel douget gant an awel,
’C’halw d’o iliz tud Breiz-Izel.
’Met eun dra c’hoaz glewer en Breiz,
War ribl ar mor koulz ha ’n he c’hreiz ;
Breiz ’deus eur yez, ar brezoneg,
« Yez an dud vat ha kalonek ! »
Eur yez dispar ’halfe bean,
O ya! mam-gunv da nebeutan,
Mam-gunv da yez ar C’hallaoued,
Ha da galz c’hoaz komzet er bed !
O Bretoned, karet ho pro ;
Miret erfad, ha wareun dro,
Ho kizio koz, ho yez, ho fe,
Bet gwir-Vreiziz, en han’ Doue.
|