Dek Mignon
Eur musulman pinvidik braz, hanvet Kader, n’en doa nemet eur map. Ar map-ze, hanvet Saïd, o velet kement a zanvez dezhan, a daole aour hag arc’hant a leiz he grabanou, a zeou hag a gleis. He dad a garie kement he vap, ma hen leze da ober ar pez a gare ; gouscoude en devoa nec’h o velet pe ger prodig oa, hag o veza coezet clanv, e sonjaz oa deut ar mare dezhan da rei kentel d’he vap. Her gelver a reas-ta, hag e lavaras dezhan :
— Va map, pe gen doun bennak ma ve eur puns, pegement bennag a zour a ve enhan, a fors da denna anezhan, hen dizec’her ; ar ialc’h a c’houlonderer c’hoas buanoc’h. Oc’h ho kuelet o rei, em euz aoun na deufac’h da baour goude m’am eus labouret epad va buez evit pellaat ar baourentez diouzoc’h, rak me he anavez, ar baourentez zo casaüs.
— Va zad, eme Said, ho rebechou a ra poan din ; gouzout a rit n’en em roan na d’an dizurs na d’ar c’hoariou. Ma roan calz eo evit caout mignoned ; ha n’oc’h eus-hu ket lavaret din cant guech ne voa tenzor ebet ker presiuz hag eur mignon fidel ?
— Hel lavaret a ran c’hoaz, ha mar oc’h eus gallet, gant an oll arc’hant oc’h eus dispignet, caout eur guir vignon, ne ran mui rebech ebet deoc’h.
— Eur mignon, va zad ? lavarit dek-ta ! ia dek mignon am euz aze hag a ve prest da rei ho danvez hag ho buez evidon.
— Eurusoc’h oc’h neuze egedonme, eme an tad ; epad pevar ugent vloas n’em eus gallet caout nemet eur mignon hag a c’heljen fiziout enhan. Hogen ha sur oc’h-hu euz ar vignoned-ze ? Ma ho lacafac’h en amprou, ho guelfac’h marteze o trei kein deoc’h.
Saïd a glaske difen he vignoned. Kader avad a lavare ato ne grede ket e vijent mignoned fidel. En em glevet a rejont eta d’ho lacat en amprou. Saïd a lazaz eul leue, a lakeaz al leue-ze en eur zac’h hag a ieas ganthan da amprou he vignoned.
Mont a ra-ta dindan nos da di unan euz he vignoned. Hema a deu a brez da zigeri dezhan, a ziskuezaz eur joa vraz oc’h he velet, hag a c’houlennas diganthan petra a c’helle da ober evit renta servich dezhan.
— Va mignon, eme Saïd, eur servich am eus da c’houlen diganeoc’h hag a vezo talvoudek braz evidon. Savet ez eus tabut etre eun den iaouang ha me, hag em euz he lazet ; ema he gorf ganhen ama er zac’h, hag ho pedan d’am zicour d’he guzet.
— Den reuzeudik, eme egile, muntrer ! kea alesse buan, ha tec’h… hag e serraz he zor.
Saïd a ia da di eur mignon all. Hema a reaz evel ar c’henta, hen digemeras la ouen ken n’en doa clevet euz a betra ez oa menek. Neuze ive e chenchas min hag en em zisc’hreas buana ma c’helle euz ar muntrer.
Mignoned Saïd a reaz oll dezhan evelse an eil goude egile. Unan a roaz ali dezhan da deleur he zam er ster ; eun all her gourdrouzas d’hen discuil d’ar justis ma na dea ket buan euz he di ; nicun avad ne asantaz he zicour da guzet ar c’horf, oll o devoa aoun na vije credet o doa kemeret perz e torfet ho mignon.
Saïd a zistroas neuze da di he dad ;
— Ahanta, n’em oa me ket lavaret dit ? eme Kader. Brema e velez petra a zo da fiziout e mignoned ! Me, evel am eus lavaret dit, n’em eus bet hed va buez nemet eur mignon, Ali. Kea d’he gaout ive, ha me zo sur, abalamour din-me, e raio dit guel- loc’h eget o deus great da vignoned da unan.
Saïd a ieas da di Ali. P’en doa contet dezhan he afer, Ali a lavaras dezhan, deut buan en ti, ne ket bez e ve ar justis var ho lerc’h, ar pez zo da ober eo cuzet hoc’h unan ken na vezo guelet. Marteze en em lacan e danjer evit ho sicour, mes ne zilezin ket map va mignon.
Evel a veler, ar vignoned fidel zo rouez.