Mont d’an endalc’had

Ar poder faeüs

Eus Wikimammenn
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 485-489)



Ar poder faeüs
————

Eur poder, den a zoare, mes ive leun a fouge, a rea fae var he genseurt, abalamour m’en doa gallet destum eun nebeut arc’hant, ha m’en doa eur c’har hag eur mul da gas he varc’hadourez e kaer, ar pez n’o deus ket an oll boderien. Lorc’h a ioa enhan, hag e veze clevet o lavaret aliez : ha ne ket me eo am eus gounezet an danvez-ma ? ha ne ket me eo am eus savet va stal evel m’ema ?

Oc’h en em fougeal evelse e teuaz ep dale da ancounac’hat en doa guechall gouezet pidi ha goulen oc’h Doue rei he vennos d’he labourou.

Dont a reas n’en doa mui a feiz, ha ne grede mui netra euz ar pez en doa credet en he vugaleach. Clevet en doa, emezhan, tud a zoare o lavaret ne voa an traou-ze nemet grac’hetach, hag e cave eaz ober dioutho. Hogen evit ar poder an dud a zoare e voa ar re o deus danvez, hag hen savet eun tamik stal ganthan a gave dezhan ne dlie ive mui kemeret skuer nemet digant ar vondianed. Fae e vije ganthan dougen he briach var he benn pe oc’h he chouk.

Eun dervez eta edo hor poder, braz an tam anezhan, o vont d’ar gær dosta da verza he briach. Eun tremeniad a zigouez, hag a lavar dezhan :

— Da beleac’h ez it evelse ?

— Mont a ran e kær da verza va fodou ha va fodezou.

— Ha sur oc’h-hu da vont beteg eno ?

— Ha perak ne venn ket ? eme ar poder o sevel he vruched.

— Abalamour ne c’heus ket lavaret evel ma rea da dad :

E kær em eus sonch da vont, mar plich gant Doue.

Eur zao d’he scoaz hag eun taol fouet d’ar mul, setu ar respont a roaz ar poder d’an tremeniat. Hag hen ac’hano en eur c’hrosmolat : mar plich gant Doue ! ia da, mar plich gant Doue sur e zin e kær, ha ma na blich ket e zin ive.

Hogen an tremeniat-ze oa sant Per digaset var hent ar poder da glask he c’hounit. Sant Per a bignaz en Env da lavaret penauz oa bet digemeret. Doue ne lavaras ger.

Eur pennad ac’hano ar poder a zigouez ganthan eur vaouez. Houma oa mam Jesus deut ive da glask he zistrei oc’h Doue. « Va mignon, emezhi, peleac’h ezit-hu evelse ken otuz ha ker faeüs ? »

— Mont a ran e kær da verza ar pez a zo din.

— Ha n’oc’h eus-hu aoun rak netra ? ha sur oc’h-hu da vont bete penn ho peach ?

— Aoun rak petra ? eme ar poder skeulf he zaoulagad.

— Eur mestr a zo en Env, hag a zo ato red caout he otre…

— Han ia, Doue, ne ket-ta ? It gant hoc’h hent, maeronez, ha va list-me. Pe e roi ho Toue he otre pe ne roi ket, me a ielo e kær.

Ar vam a drugarez a dec’has buan evit miret na glefche mui blasfemou ar poder, hag a voue red dezhi mont, glac’haret, da lavaret d’he map penauz oa bet kemeret he c’hevridi.

— Me a velo c’hoaz, a lavaras Jesus, ar pastor mad ; me a velo c’hoaz ha ne c’hellin ket dizrei an danvad dianket-ze.

Setu hen o kemeret ar furm euz eur bugel, evel ma en devoa pa edo e Nazareth, ha pa zente oc’h Mari ha Joseph.

Mont a ra var an hent a ziarben d’ar poder :

— Va den mad, emezhan, peleac’h e zit-hu ?

Ar poder, droug enhan, a dolaz eur sell treus var ar bugel.

— Ha fors zo dide, mec’hiog, emezhan ; ha kementse ep evesaat eun tam oc’h genet dispar ar bugel Doue.

— Ne felle din, eme ar bugel, nemet reketi deoc’h beach vad, ha pidi Doue d’ho ren ha d’ho tioual.

— Kea alesse, laouek zo ac’hanout, ha ro peoc’h din-me gant da Zoue ; me en em ziouallo va unan avoalc’h.

Jesus a zavaz he zaoulagad varzu an Env, evel evit goulen oc’h he Dad na loskje ket ar gurun da goeza var benn an den cablus-ze. Neuze e savaz en Env, en eur c’houlen ober c’hoaz eur burzud evit digeri he zaoulagad d’ar pec’her reuzeudik-ze.

Ar poder, muioc’h mui a fouge enhan hag a fizians enhan he unan, a iea gant he hent en eur gonta pegement a arc’hant a dennje euz he briach. Sonjal a rea e c’helje ober eur c’har nevez coantoc’h ha souploc’h ; eleac’h diou rod en divije peder ; eleac’h eur mul en divije daou.

Hogen epad ma tremene ar soniou caer-ze dre he speret, ar mul hag ar c’har a ioa eat da vord an hent, hag ez oa dirazho eun islong, hag e goelet an islong eur poul dour pe eul lagen doun meurbet. Pa velas kementse, ar poder a ro a ners corf eun taol fouet d’he vul ; ar mul a ra eul lam, eleac’h avad distrei var an hent, e za var he benn en islonk, car, priach ha perc’hen. N’em eus ket izom da lavaret petra zigoezas gant ar priach. Evit ar mul hag ar c’har a voue beuzet, a ieas d’ar gouelet. Ar poder, paket he unan da genta dindan, a efas muioc’h eget en doa c’hoant da ober. Sevel a c’hellas gouscoude var gorre ha cregi en eur mean a deue he benn eur pennad euz ar vri ; delc’her a c’helle evelse he benn er meaz euz an dour. Ne c’helle ket avad sevel hueloc’h caer en doa clask cripat ha terri he ivinou ha lacat he viziet leun a c’hoad ; rag ar vri a ioa sounn hag a rea zoken bolz a ziouthan.

O velet-se ar poder a doue hag a vlasfeme evel eur c’hrouier, pe kentoc’h evel eun den daonet. E guirionez n’oa ket goal vrao ar stal ganthan eno, an dour ne dlie ket beza re dom, rag an dra-ma a ioa da noz Nedelec. Clevet a rea tud divar ar meaz o tont dre an hent euz ar pelgent, lod anezho o cana eun nouel bennag en henor d’ar mabik Jesus. Ar poder a grie, mes an avel a ioa cre, hag he vouez, euz an toul-ze, ne dea ket beteg an dremenidi. Kementse hen lakea da doui ha da egari goasoc’h goas.

Hogen araok fin an noz e savaz arneu, ar gurun a deuas da groza, eur glao dourbil a goezaz, hag an dour a greske hag a huelee en toul lagen. Strafuillet oll ar poder a vele ez ea an dour da c’holo he benn, hag e voa great ganthan.

Ouspen-ze skuis maro oa, he nerz a iea da vancout dezhan, he zaouarn a ioa cropet, hag e vele ervad e tiscrokje ep dale euz he vean. Al luc’het hen dalle, hag e sante an dour o sevel beteg he c’hinou. Neuze gouscoude, en he strafuil e teuaz euz he c’hinou ar c’homzou-ma :

— O va Doue ! O va Jesus ! va zaveteit ; mont a ran da goll !

Ar beden-ze a ioa eun eulfen a feiz a zihune e gouelet he ene. Kerkent e teuaz eul luc’heden scrijuz hag eun dalm gurun ker cre ma reaz eur grenaden ar volz azioc’h he benn, ha ma coezaz, a gostez dezhan, eun dolzennad vraz a zouar hag a vein.

O burzud ! ar bern douar ha mein-ze a reaz evel eur c’hleuz en toul lagen, bag el leac’h a behini e voant distaget e voa eur ribin dre behini e c’hellaz ar poder cripat ha sevel euz an islonk var an hent.

He gar hag he vul en doa collet, mes he vuez a ioa e savete, hag e zea ac’hano d’ar gær difouge.

N’oa ket eat a bell pa zigouezas ganthan eur beacher :

— Da beleac’h e zit evelse, poder ?

— D’ar gær em eus sonch da vont, mar plich gant Doue, da labourat var va micher.

— Doue r’ho tiouallo, va breur, eme an tremeniat.

Hema oa sant Ian digaset gant Doue da velet ha distroet oa ar pec’her-ze outhan. Buan e zeas da gaout Jesus da gas dezhan ar c’helou laouen, hag an selez a ganaz ar c’hantig a laouenedigez a vez en Env pa zistro eun danvad dianket da graou ar pastor mad.

————