An Den hag ar C’hoanen

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 483-484)



An den hag ar c’hoanen.
————

Pep tra a zo fouge var an douar, eme ar fur Salomon. Ar fouge a gaver e kement rum grouadurien en deus buez er bed-ma. Goulennit digant kement rum loened zo en ear, er mor ha var an douar, ha pep rum anezho a lavaro deoc’h ez int ar re genta euz a gement zo bet crouet gant Doue. An den he unan, daoust d’he speret, ha marteze dre ma en deus speret, a bouls c’hoaz ar fouge larcoc’h eget ar grouadurien all.

Eun den deut var an oad, eun den fur, da viana var he veno, a ioa eun abardaesvez, en hanv, azezet var eul letonen e doug eur c’hleuz o sellet oc’h an heol o vont da guzet. An oabl a ioa digoumoul, hag ar guez, an deliou, ar geot, pep tra a ioa evel alaouret gant bannou an heol o para varnez-ho. Hag an den-ma a lavare outhan he unan : « Nag hen zo braz an den evel kent ! Nag hen a c’hell sevel huel he benn o veza roue euz eur bed ker caer ! Rag hen eo roue an oll grouadurien ; mestr eo var gement en deus buez. Evithan eo en deuz ar c’hrouer great kement a zo ; an heol-ze ker skeduz, ar guez a velomp gant ho deliou, ho bleun, ho frouez, an douar oll, gand he loened, ar mor gant he besked, an ear gant he laboused. Ia, ia, an den a zo roue var an traou-ze oll. » Ha va den en em c’hoeze dre ma comze. Lavaret en divije c’hoas marteze meur a dra panefe eur c’hoanen a ioa oc’h he silaou etre he ziouscoaz hag her pinsaz neuze beteg ar goad. An den a reaz eur scrijaden, hag a astennas daou vez da zonjal paca he enebour. Ar c’hoanen avad a vouezas brao en em guzet, hag o tec’het e lavare : « Ia, ia, gra da fouge ; lavar out roue ; lavar zoken mar kerez out Doue ! Me da viana a dle ato beza laket en da raok peo guir en deuz ar c’hrouer roet ac’hanout din da vagadurez ! »

Pe seurt kentel da denna euz ar fablen-ma ? Guelet a reomp mar d’eo an den roue ar grouadurien dre he ene a zo crouet dioc’h henvelidigez Doue, dre he gorf great a bri evel al loened all en em gaf e meur a c’hiz izeloc’h egetho. Eur c’hoanen, eur c’huibuen a ra poan dezhan, a zo trec’h dezhan. Eur c’hoanen, eur c’huibuen a voar guelloc’h clask ho zam ha pourvei d’ho izomou eget na voar an den. N’en deuz eta an den leac’h ebet d’en em fougeal, rag an distera euz ar grouadurien a c’hell lavaret dezhan : Me dal hirroc’h egedout.

————