Mont d’an endalc’had

Ar Barz ha Mevellou ar Roue

Eus Wikimammenn
A. Lefournier ha Ian Salaun, 1889  (p. 481-483)



Ar Barz ha Mevellou ar Roue
————

Eur barz en doa great eun nebeut guerziou evit meuli he roue.

Ar guerziou-ze a voue diskuezet d’ar prins ; plijout a rejont dezhan, hag e lakeas kemen ar barz d’he gaout evit lenn he unan he verziou dirazhan, hag epmar evit he zic’haoui mad euz ar boan en doa bet ;oc’h ho ober.

Ar barz a ia eta d’al lez d’an dervez merket dezhan. Hogen ne dear ket var eün bete cambr eur roue evel ma zer da di eur paour kez. Eno e caver gardou, mevellou, servicherien, tud a lez hag a zo red tremen dioutho avechou evit gallout mont beteg ar prins, hag a zo alies zoken muioc’h da ober gantho eget gant ar prins he unan. Ama an dud a lez a vouie evit petra e teue ar barz, ha n’o devoa douet ebet na vije paet mad he verziou dezhan. Ma en em lakejont da glask an tu da denna digant ar barz eul loden euz ar pez a vije roet dezhan.

Pa zigouezas potr ar guerziou e kichen an or borz e cavaz eno gardou hag a lavaras dezhan ne daje ket larcoc’h ma na bromete rei dezho eul loden euz ar gobr a dlie ar roue da rei dezhan. Goude chipotal eun nebeut, e roaz he c’her da rei dezho an drederen euz ar pez en divije.

Digouezet e dor an ti, e voue dalc’het adarre a za gant mevellou ha mitizien. Red e voue ober eur marc’had all, ha prometi eun drederen all d’ar re-ma.

Neuze e c’hellas mont bete dor cambr ar roue. Hogen ama ar botred a gambr a c’houlenne ive ma vije goalc’het ho daouarn dezho. Kement ha ker bian ma voue red d’ar barz kez prometi an drederen diveza, en hevelep doare ma vije red dezhan rei oll ar pez en divije ha ne chomje ganthan he unan nemet an henor.

Erfin e c’hellaz ar barz mont beteg ar prins, hag o veza resevet urs da lenn he verziou, en em lakeas d’ho distaga a zoare. Hogen dre ma zea e chenche geriou, e chenche pennadou guerz. Eleac’h geriou a veuleudi e lakea geriou all hag a daole dismegans var ar roue. Ar prins a ieas kement a zroug enhan ma c’hourc’hemennas rei cant taol baz d’ar barz evit recompans. Ar barz en em daolas d’an daoulin dirag ar roue :

— Va frins, emezhan, m’o pefe ar vadelez da c’hourc’hemenn rei c’huec’hugent taol baz din eleac’h cant ?

— Perag, eme ar roue souezet ?

— Abalamour ma em eus va recompans da ranna etre tri rum, hag e vezo esoc’h cals d’in ober va rann, em bezo daouugent da rei da bep rum.

Neuze en em lakeas da gonta d’ar roue ar marc’hajou a ioa bet red dezhan da ober araok dont beteg enhan.

— Oh ! mar d’eo evelse eo, eme’r prins, lakeomp tri c’hant ; eur c’hant da bep rum ne ket re, ha var an tom e lakeas rei eur zaeat taoliou baz d’he botred a gambr, d’ar zervicherien a zioualle dor an ti ha d’ar gardou a zioualle an or bors.

Neuze ar barz a lennaz he verziou evel ma en doa ho scrivet, hag ar prins, goude an tam plijadur en doa bet, a baeas drus dezhan ar meuleudiou en doa laket var baper.

An dra-ma zo digouezet pell zo ; hogen, evel a velit, hed ar vech eo bet ar c’his gant ar re zo en dro d’ar brinsed, en dro d’ar re vras, da ober ho bloue divar goust ar re o deuz izom euz ho mestr ; ha bep en amzer en em gaf eun den ijinuz avoalc’h evit rei kentel dezho.

————