D’ar vugale

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
D. Derrien, 1902  (p. 151-152)



D’AR VUGALE
————



Bugel, da zaoulagad a c’hall chom digor-braz
Evit sellet ouz ann Envou ;
Da dal zo ken dinam ! a-zindan ar c’hoabr glaz,
Ken lugernuz eo da zellou !

Ar pec’her, evel-d-oud, ne gred ket digeri
Braz he zaoulagad, gant frankiz ;
Enn ober he Grouer e c’hoar ne c’hall ket mui
Lenn, evel enn he iaouankiz.

Bugel, vel eunn Elik, gant da vouez dudiuz,
Kan eur werz da Grouer ar bed,
Hag enn da galoun flamm n’euz netra sklabezuz,
Evel ann erc’h eo gwenn bepred.

Mouez ann den fall avad a douaz ken aliez,
Ma rank tevel hivizikenn ;
Ar vouez-se ne dle ket kana gand ann Elez ;
Iudal a ra gand ann anken.

Bugel, lak gant fisians, e daouarn ann El mad,
Da bedennou, mintin ha noz,
Rag pedenn El ann douar, gand hor Mamm hag hon Tad,
Zo selaouet er Baradoz.

Kement Iudaz avad, pa deu deiz ar c’hastiz,
Kaer en deuz pedi gant glac’har.
Ne vez ket selaouet ; oc’h pedenn ann den treiz
E vez great ato skouarn vouzar.


Bugel, te c’hall mervel, heb krena gand enkrez,
Hag ar baradoz zo da vro,
Ha beteg kador Doue, da vreudeur ann Elez,
Holl enn eur gana, da zavo.

Siouaz ! ann den difeiz, hag a nac’h he Grouer,
N’en deuz da c’hedal, d’he varo,
Nemed ann nec’hamant, ann ifern enn eur ger,
E-kreiz ann holl boaniou garo.

Bugel dinam ha gae, gwelloc’h eta mervel,
Ma teuez eunn dervez da ziroll ;
Er Baradoz, dostu, kentoc’h ober eunn El
Eged beva vit mont da goll.


————