Min-du

Eus Wikimammenn
D. Derrien, 1902  (p. 150)



MIN-DU
————

Adalek ar mintin, da foar vraz Lesneven,
Al leue bihan a zo dispartiet diouz he vamm,
Hag abaoue, Min-du, tenval-meurbed he fenn,
Ne ra nemet blejal ha ne beur ket eunn tamm.

Paotr ar zaout, nec’het-braz, ne c’hall ket he diarbenn,
Rag enn despet d’ezhan, dreist kement kleuz e lamm ;
O klask he leue bihan er menez, enn draonienn,
E red, vel penn-follet, a-hed ar strejou kamm.

Man ! man ! man ! a respount truezuz-holl ann ekleo,
War ribl ar prajou glaz, e-kreiz ar c’hoat dero
Euz al leac’h ma tec’hont al laboused, spountet.

Man ! man! man! a glever c’hoaz, hed ann noz, er c’hraou ;
Ha beteg ar beure, Min-du, gand he c’hlemmou,
Ne lez ket, eur mare, tud ann ti da gousket.


————