Enn eur luskella

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
D. Derrien, 1902  (p. 153-154)



ENN EUR LUSKELLA
————



Meur a weach ma’z euz dienez
Enn hor stad,
Ec’h euz, enn distro, karantez
Da vamm vad ;
Ma n’ec’h euz ket, va bugelik
Ken karet,
Gwele vel ar re binvidik
Da gousket,
Da gavelik n’eo ket ien
Ha kempenn eo great gan-en.
Gra da gousk, sioulik evel eunn El,
Rag ato,
Da vamm vad, e-kichenn da gavel,
A jomo.

Ma ne welez enn eunn huvre
Paleziou,
E welez digor marteze
Ann Envou,
A-zindan ann heol ken skeduz
Greun melen,
Er c’hrinennou bokejou ruz,
Glaz ha gwenn.
Ha laboused a bep liou
O nijal dreist ar meziou.

Gra da gousk, sioulik evel eunn El
Rag ato,
Da vamm vad, e-kichenn da gavel,
A jomo.

Da zillad prenet gant va foan
A zo paour,
N’em euz ket evit da zae c’hloan
Spillenn aour,
Ha pa zihunez, va bugel,
Ne c’hallann
Diskouez d’id nemed eur c’hoariel :
Ar groaz stean
Euz va japeled, bemdez
Chapeledet d’ar Werc’hez.
Gra da gousk, sioulik evel eunn El,
Rag ato,
Da vamm vad, e-kichenn da gavel,
A jomo.


————