Mont d’an endalc’had

Cloarec Kemper

Eus Wikimammenn
1890  (Levrenn I, p. 264-266)



CLOAREC KEMPER.
____


   Eur plac’h iaouanc euz a Oelo,
A gichen parrez Sant Cado,

   Hi deveus scrivet eul lizer,
Da gass d’he c’hloarec, da Gemper.

   Ar c’hloarec iaouanc a lâre,
Nac al lizer dre ma lenne :

   — Al lizer-man a zo scrivet
Gant eur plac’h iaouanc divezet ;

   Me ho ped, c’hui, tud ar plac’h-man.
Da zont dizul da Gerourgan ;

   Da zont dizul da Gerourgan,
Nin gavo eno da barlant.

   Nac er verred p’int antreet,
He dous cloarec deus rencontret.

   — Debonjour d’ac’h, cloarec iaouanc,
C’hui a ra d’am c’halon tourmant.

   — Mar eo tourmantet ho calon,
Me na on caus, eu neb fesson.

   D’am zad, d’am mamm e prometis
A vijen-me den a ilis.

   — Beza bêlec ’zo scurpuluz,
Ouspenn, eun etat danjuruz ;

   Deuz va ine veoc’h carget,
Ha deuz re ar bénitanted...

   — D’am zad, d’am mamm e prometis
A vijen-me den a ilis ;

   P’am eus prometet, me iello,
Facho ouzin neb a garo.

   — Na pa na allan en neb giz
Nac o tistrei deuz an iliz,


   Va goalen ha va mouchouër,
Digassit d’in, cloarec, d’ar gêr,

   — Ho coalen hac ho mouchouër,
A vezo casset d’ec’h d’ar gêr ;

   Hac eur vech all, c’hui, bezit fur,
Na reit netra d’an avantur ;

   Na lezt netra d’vont en avel,
Ken veoc’h sûr ho servichel.