Caon ar vestrès maro
Didostaët, tud iaouanc, ma clewfet ma c’hlemmo ;
Roët d’in, mar zo moïen, zoulajamant d’am poanio.
Allas ! gwal diès ê zoulajin ma speret,
Deuz eun tourmant ken braz na eus ket a remed.
Maro ê ma mestrès, maro ma esperanz !
Adieu d’am flijadur ha d’am hol c’honfianz !
Adieu d’am iaouankiz, adieu d’am flijadur !
Me ’m eus ho c’hollet hol, en eun ober eun heur.
Pa zonjan en desseign am boa mont d’hi gwelet,
Seblantout ra d’in dont da verwel, bep momet.
Ar c’homzo grasiuz dimeuz ma c’harante
A dreuz d’in ma c’halon, evel lanz pe gleze.
Hol armo deuz ar bed, clezeïer, zabrigno,
Na c’hortoët pelloc’h ! achuet ma dezio !
Me a c’houlenn monet da balès an Drinded,
’Lec’h am bô al levenez c’hoaz eur vech d’hi gwelet.
An douster deuz an dour o redec dre ’r c’hoajou,
Tôlet ha distôlet partout dre ar riviero,
Na baouez, noz na deiz, da droublin ma speret,
O tigass a zonj d’in ouz ma muian caret.
Evel eur pesketer ve he vag o veuzin
Tôlet war ar garec, n’all mui sauvetaïn ;
Evel eun houadez êt da fonz ar mor dôn,
Ê mânet ma c’halon hep consolasion ;
Evel eun houadez a vale war an dour,
Ez on beuzet em daelou, hep galloud caout zicour ;
Evel eur c’harzed-fleur, carget deuz a louzou,
É carget ma c’halon deuz a huanadou.
Chaden an amitie ’zo eur metal ar padussan,
Ret ê a ve diamant, na pa na deu da uzan :
An houarn hac an dir a uz, gant an amzer,
Mes biken na ve toret diou garante fidel.
Arsa, camaraded, deut brema d’am assistan ;
Me a wel sclezramant na allan mui resistan.
Pa glewfet a vin maro, pedet gant ma ine,
’Wit ma ’c’h in d’ar bed-all, war lerc’h ma c’harante !