Mont d’an endalc’had

Clêvit, tud yaouanq, me ho ped

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Trivoac’hvet Cantic. E pehini ec’h expliquer meur à ræson evit pere e tifenner an dançou.



TRIVAC’HVET CANTIC.
E pihini ec’h expliquer meur a ræson evit pere e tifenner an Dançou.


Clêvit, tud yaouanc, me ho ped,
Perac tra e zeo diffennet
Ne redot biquen d’an dançou,
M’ar c’hoantaït mont d’an Eevou.

Ar c’huec’hvet Gourc’hemen Doue,
A zifen al lubricite ;
Piou’an danseur, an danseures
A bratic ervad ar furnez ?

Piou a gounto pet songeson,
Pet sell, pet comz, pet action
A ra prest coll e innoçanç
Da guement den a red d’an danç ?

An diaoul a ya en dro
Buanoc’h eget ar c’haro,
Hac a c’huez crê e peb-unan
Eus al lubricite an tan.

Potret ha merc’het o lamet,
Pa vent tout Sent ha Sentezet,
An drouc-speret ne baouezo
Tud lubric oll quen n’o rento.


Un den fur, mar boe biscoas,
Salomon eo, ur Roue bras,
A ro un avis mad meurbet,
Laquit-én doun en ho speret.

Tec’hit crenn diouc’h un dancerez,
Tec’hit diouc’h he c’hompagnunez,
Anez’, emezàn, emeus aoun
Na ve caos d’ho perdition.

Mellezour ar baciantet,
Job gant Doue quen eprouvet,
A zisquez deomp dre e gomzou
Pe guer funest eo an dançou.

Bragal a reont gant soneurien,
Couls ve lavaret bourrevien,
Hoguen nebeut goude o joa,
Chetu indi’n ifern o vouëla.

Clêvit bremàn an Doctoret,
An Tadou santel beniguet,
O preseg enep an dançou
Zo quiriec da galz pec’hejou.

Sant Ambroas, an Doctor divin,
A gonvertissas Augustin,
Dre un transport a garantez,
A expliq deoc’h ho follentez.

Danç, m’ar fell did, te, grec iffam ;
Mæs c’hui, emezàn, grec divlam,
Desquit d’ho tud servich Doue,
Non pas coll en danç o ene.

Sant Chrisostom a lavar deomp
Piou da vestr a guemeromp
Pa zarempredomp an dançou,
Songit er-vad en e gomzou.

E creiz an danç, eme’n Doctor,
E plant an diaoul e gador ;

Eno e ro e guentelliou
Da zaoni calz a eneou.

Sant Augustin c’hoas a lavar
E ve guell arat an douar,
Pe neza d’ar gouëliou miret,
Quent eguet dan dançou redet.

Sant Ephrem zo an diveza
A zisclêryo deomp perac tra
Ne dal netra’n tout an dançou
Nemet da zouguen malheuriou.

An danç so eun dévaligen
D’ar goaset enni a antren,
D’ar merc’het ur berdition,
Ha d’an oll un daonation,

Ur fest bras eo d’an drouc-speret,
Ur c’hlac’har vras d’an oll Ælet,
Pere a vel o Mæstr Jesus
Baffouet dre vil fæçoun mezus.

Allas ! allas ! Tadou santel,
Caër oc’h eus bet prezeg huel
Enep an dançou milliguet,
Bepret e zint darempredet.

Deus, Cahtel Gollet, eus an tan,
Var da dro chadennou Satan ;
Deus da-unan da lavaret
Evit an danç e zout daonet.

Ha te, muntreres cris meurbet,
Da Yan Badezour benniguet,
Sorti eus a greis ar flammou
Da gonta deomp da valheuriou.

An danç en deus great dibenna
Eus ar Brofetet ar brassa :
Penn un den leun a zantelez
A so bet pris un danserez.


Ar guriosite da velet
C’hoariou ar Zichimitet
A reas da Zina, plac’h parfet,
Beza ganto dishenoret.

Tud arraget gant an dançou,
Petra eo ho songesonou ?
Pa glêvit an exemplou-mâ,
Ha ne dleffac’h-hu quet scrija ?

Ar memes Doue a offansit
Ar memes setanç gortozit.
Er bed-mâ sur, pe er bed-all,
Punisset viot evit dançal.

En hano Jesus ha Mari,
Ho pet truez, me ho suppli,
Ous oc’h eneou o deus coustet
Da Jesus e oll c’hoad scuillet.

E leac’h monet da ebata,
Deut gant Madalen da voüela ;
Deut ganti da ober caôn
D’ho Salver en e Bassion.

Ho taëlou ne badint quet pell ;
He joa a vezo eternel :
Joa ar bed-mâ ne deo netra,
Joa ar bed-all eo ar c’haëra.