Mont d’an endalc’had

Caz Nicolas

Eus Wikimammenn

Oberennoù damheñvel pe handelvoù all zo ivez, gwelout Kaz Nicolaz.



CAZ NICOLAS
____


   Selaouet holl ha solaouet
Eur zon a zo nevez zavet ;

   A zo grêt da vestr Nicolas
Hen eus eur c’haz ’zo habil braz.

   Hac an dienn, ive al lès,
Pere hen defe aliès,

   Ho efan a ra manific ;
Na chomm netra warlerc’h Moutic.

   Na pa ’z ia ar vatès d’ar c’hraou,
’Z ia ganthi he holl besseliou ;

   Hac he c’hazic kerkent hac hi,
Da ober eun dans dira-z-hi,

   Kement ma laca ar vatès
Da fota he fodadou lès :

   Gant ar valiz ez ia en-hi,
Kerkent da diredec d’an ti.

   — Eleal, ma mestr Nicolas,
Mar na garet jugi ho caz... !

   Mar ga ar c’haz war ar banco,
War ho fass d’ec’h me a roïo ;

   Ha mar cafan ’r c’haz gant al lès,
Holl vleo ho penn ’zeuio e-mès !

   — Tawet, n’ret ket kement a drouz,
Rac ma Moutic na eo ket louz,

   Ha ’wit-han na eo ket disket
Da dapoud logod pe razed,

   Holl blijadures ann douar
Ve gwelet ma c’haz o tansal !... »

   Keit ma oant gant ho c’homplimant,
E lammas ar c’haz war ar banc,


   Ha da lacad he benn er pod,
Hac he lost bars al lès-ribot,

   Hac o commans da lipad lès,
Pa na glewe ket ar vates.

   — « Lapad-lapad ! eme ar c’haz,
D’am c’halon a ra eur vad vraz ! »

   Gant ar valiz ez ia enn-hi,
E stlap ar c’haz war leur an ti.

   Ar c’haz kes a chomm souezet,
O welt pebeuz lamm hen eus bet.

   « — ’Loal, ’mezhi, Olier fredon,
Clasket ar zonerrien da zôn ;

   Ha clasket c’hui ar bombarder,
Hac ann dud iaouanc euz a gêr,

   Da zont d’ober eur zôn d’ar c’haz,
A zo chommet fatiket braz ! »

   Pa gommans ann traou da dripal,
E commans ar c’haz da finwal ;

   Hac hen ’vont gant réjouissans,
Hac o lammad en creiz ann dans.

   Eun denjentil a dremenas,
Gant carriolen’ dre ’n hent braz ;

   O welet ar faribolen,
Zeuas ’mes he garriolen ;

   E-mès he garros a zeuas
Ewit dansal war ann hent braz.

   — « ’Léal, ’mezhan mestr Nicolas,
Pogement ’gousto d’in ho caz?

   Arc’hant ’walc’h am eus d’hen paëan,
Hac hen caved crenn a rencan.»

   Hanter cant scoed, en arc’hant gwenn,
Eo gwerzet Moutic, dra serten.

   Setu et Moutic da Baris ;
Na retorno ken war he c’hiz :

   Hac an dud iaouanc contristet,
Hac ar zonerrien glac’haret !


   Na oa blewen war al loen paour
Na dalveent hol eul louis aour ;

   Na oa blewen war anezhan
Na oant mad hol da brofitan !


Canet gant Mari Duault.

______________